Mur ha Tro Frañs : ur basion nevez-entanet

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mezheven 2021
Menez-Heiz, deuet da vezañ anavezetoc’h dindan e anv all « krec’henn Mur », a zo abaoe un dek vloaz bennak ur pennad-hent ardamezek eus Tro Frañs. A-raok 2010 ne oa bet darempredet nemet seizh gwech en holl, padal e miz Gouere 2021 emañ ar bedervet gwech abaoe 2011 ma erru eno ar rederien war velo. Dre gontañ istor espar ar menez-se e komprener gwelloc’h an amjestrelezh a ren etre Breizh ha brasañ redadeg war varc’h-houarn ar bed holl. Re wir eo e vez bepred ur mell fest evit pobl hor bro bewech ma tremen dre du-mañ paotred o beloioù, padal e vez abeget ouzh hentoù ar vro-mañ ivez ur mank a ziaester, alese tennadoù oc’h echuiñ divlaz gant ur sprint.

Ur vrud bet tapet a-bell zo

Daoust ma vez sachet holl sklêrijenn ar mediaou war Tro Frañs, n’eo homañ e gwirionez nemet unan eus ar bleinoù m’emañ ar sport-se en e vog e-kerzh koulzad hir ar redadegoù war varc’h-houarn. E Breizh e vez anezho penn-da-benn d’ar bloaz, pe e vent evit ar re a vicher pe evit an amatourien, ha foetet e vez hentoù a bep seurt, startoc’h-startañ alies a-walc’h seul ma tostaer ouzh kreiz ar vro. Diouzh savboent ar re a oar aozañ redadegoù, pelloc’h, krec’henn Mur n’eus ket ezhomm da vrudañ anzhi ken, rak abaoe meur a zek vloaz e kasont di ar rederien, pe evit erruout eno pe evit tremen dreist ar grec’henn hepken. Lakaet eo bet homañ e-barzh hentad ar redadegoù pennañ a zo bet e Breizh : Manche Atlantique, Essor breton, Ruban granitier breton (advadeziet Tro-Breizh – e galleg avat – da-c’houde), Kreiz-Breizh Élites… Gwech ga gwech all ez eo bet lakaet krec’henn Mur ivez e-barzh ar redad ivez, da geñver redadegoù etrebroadel evel ar re-mañ : Tour de l’Avenir, Route de France, peotramant e 1960 pa oa bet aozet ar c’hentañ Trophée Peugeot ma voe heligentañ André Darrigade, Louison Bobet, Jacques Anquetil, Raymond Poulidor ha Tom Simpson.

Louison Bobet. Midi Breizh : 2003.0056.1.Manche-Océan eo, avat, ar redadeg bet sachet ganti ar vrasañ brud etrebroadel war anv Mur, hep tamm douetañs. Roet e oa bet lañs dezhi e 1938, dindan paeroniezh ar gazetenn bemdeziek Paris-Soir, ha kinnig a rae un tennad spontus a 137 kilometr a-benn d’an eur etre Pempoull (pe Binig, diouzh an drovezh) hag an Alre. Hanter-hent emañ ar grec’henn, ha souezhet eo ganti ar re nevez-deuet, en o zouez lod eus gwellañ rederien war velo ar mare-se. Setu penaos Charly Gaul, hag eñ ur mailh bep tro ma vez sav gant an hent koulskoude, a zisklêrias pa erruas e 1957, dianalet-krenn : « ur redadeg evel homañ, follentez eo !... ». Evel kalz reoù all, n’eo ket bet gouest da strivañ gant muzul pa oa ret pignat gant krec’hennoù Kreiz-Breizh, ken en deus bet ar santimant da vezañ skoet a-benn en « ur vur ». Daou vloaz war-lerc’h, pemzektez hepken goude bezañ erruet er pevare plas e kampionad ar bed, setu graet ar memes fazi gant Tom Simpson yaouank, hag anzavet gantañ n’eo ket bet kammed evit dont e-barzh adarre goude strivañ kemend-all e Mur.

Ur grec’henn ha n’eo ket start a-walc’h evit Tro Frañs ?

E 1938 eo, just a-walc’h, un nebeud sizhunioù hepken goude redadeg kentañ Manche-Océan, en em gavas rederien Tro Frañs war krec’henn Mur evit ar wech kentañ tout, da geñver an trede tennad a gase anezho eus Sant-Brieg d’an Naoned. Dic’hortoz n’eo ket, koulskoude, un hevelep degouezh, pa ouezer pebezh helebini a zo etre Paris-Soir ha L’Auto, ha p’emañ perc’henn an eil war Tro Frañs. Gwelet ur wir abadenn e Breizh, « erfin », setu ar promesa a oa graet e-skeud ober ar choaz-se ivez. Prometet ez eus bet d’o lennerien gant kalz a gazetennerien, entanet bras, e vije emgann da vat etre ar rederien war « menezioù rusian » Kreiz-Breizh gant o serzhennoù « dezho un dregantad na gaver ket alies ». Emgann n’eus ket avat. Avel a-benn zo, ha kreñv, kement m’o deus kollet ar rederien o nerzh-kalon hag en em lakaont er c’hontrol d’ober ur meni « gorregadeg », ar pezh zo « diaes da zegemer » a-berzh « forsaled an hent » hervez kenskriver ar gazetenn Miroir des Sports.

Jean-Marie Goazmat, paotr ar Mor-Bihan, genidik a Gamorzh, oc’h erruout en Naoned da geñver en trede tennad eus Tro Frañs, d’ar 7 a viz Gouere 1938. Poltred embannet war ar gazetenn bemdeziek L'Auto d’an 8 a viz Gouere 1938. Gallica / Levraoueg Vroadel Frañs.Fiziañs o deus dalc’het an aozerien en desped d’ar c’hwitadenn-se avat. E-kerzh ar gentañ Tro Frañs goude ar brezel, e 1947, emañ Menez-Heiz e-barzh an hentad, da geñver an hirañ tennad a-benn d’an eur a zo bet biskoazh e istor an Dro. Digredusat senario. Tri devezh hepken a-raok erruout e Pariz, setu eilpennet ar renkadur hollek ha roet lañs da Jean Robic evit dezhañ mont da c’hounit ar chupenn velen. Daoust pegen diankouazh e voe an deiz-se e eñvor an heulierien e rankas Mur gortoz tregont vloaz c’hoazh kent ma voe lakaet ar gêrig-se en-dro e-barzh Tro Frañs. E 1977 e voe kadarnaet eno gant Lucien Van Impe e oa ar chupenn piz warni da chom gantañ, e-kreiz un tennad hag a vije bet ur farsite a-hend-all, paneve ur mell kouezhadeg e Ilfentig hag a redias ar re wellikañ er renkadur hollek da stourm tre betek Roazhon. Kement trovezh ma tremenas ar redadeg eno er peder gwech da-c’houde, koulz e 1993, e 2004, e 2006 hag e 2008, e voe dister an abadenn er Menez-Heiz e-keñver sport. Displeget splann gant Jean-François Quénet war Ouest-France, e 1993, pelec’h emañ an dalc’h. Hervezañ, « plijet pe get d’an douristed war velo a vez o poaniañ bep Sul vintin e-skeud krapat gant krec’henn Mur », ne servij ket homañ d’ober un dibab da vat a-douez gwellañ rederien ar bed peogwir emañ-hi hanter-hent en tennad. Re wir eo gerioù ar c’hazetenner, evel m’en diskouez an disoc’hoù er bloazioù war-lerc’h. Bewech ez a ar maout gant ur gwir sprinter (Djamolidine Abdoujaparov e 1993, Thor Hushovd e 2004 hag e 2008) peotramant gant ur c’hannataer (Sylvain Calzati e 2006). Un interest hag unan hepken a vez ingal gant krec’henn « Mur-ar-Montagn » e gwirionez : hini ar skinwel an hini eo, gant ar stank-spontus ma teu an dud da welet, kement ha ken bihan ma vez lesanvet an « Alpe d’Huez e Breizh ».

Anaoudegezh vat, ha trumm, e deroù ar bloavezhioù 2010

Dre c’hras ur blanedenn vat eo en em gavo Mur war wel e-kreiz al leurenn a-benn ar fin. E 2010 emañ Amaury Sport Organisation o klask ur grapenn serzh evit lakaat dibenn un tennad, kement ha terriñ un hengoun unton e Breizh : hini ar sprint a-zruilh. Sachet eo bet evezh an aozourien gant Menez Kelc’h, ur grec’henn tenn-tenn e-kichen Kastellin, kent dezho adober o mennozh prestik. N’eo ket posubl dezho lakaat o c’haier kargoù da glotañ gant an doujañs a ranker diskouez d’an taolead-se, gwarezet strizh al loened hag ar plant ennañ. Nebeutoc’h eget miz a-raok ma vije embannet an hentad ofisiel avat, setu ma kinnig ar C’huzul Rannvro lakaat digouezh an tennad-se e Mur ha paeañ kement dispign a vo da heul. Dedennet-kaer an aozourien kerkent gant un hevelep « plañ B », lakaet ganto war ar programm. Diouzh tu an heulierien n’eus den ebet o c’hortoz tra pe dra eus Mur, p’emañ o ren ur wech c’hoazh ar vrud a lavar e vez « morgouskus » bepred an tennadoù eus Tro Frañs a vez aozet e Breizh.

D’ar 5 a viz Gouere 2011 koulskoude en em gav diharpet gant ar rederien kement pronostik bet graet, forzh pegen diwirheñvel. Krogad zo war Menez-Heiz, dic’hortoz-krenn, etre ar re wellikañ er renkadur hollek. Cadel Evans eo a zo trec’h a-benn ar fin, ur c’hwezhadennig dirak Alberto Contador. Gant Aleksandr Vinokourov e pignont war ar podiom d’an deiz-se, ur seurt trikon a c’hellfed gwelet kentoc’h war podiom an achuamant e Pariz. Andy Schleck avat, aet ar maout gantañ e Tro Frañs 2010, n’eo ket deuet a-benn da vont da heul, sed en deus kollet eilennoù prizius. Meuleudi forzh pegement zo er c’hazetennoù antronoz. Sufiz eo bet an dornad munutennoù-se e Mur evit prouiñ e c’heller lakaat da geveziñ, e Breizh ivez, pennoù bras an druilhad. Ken kaer all an abadenn pa oa bet degouezh an tennad eno e 2015 hag e 2018 – ma oa bet pignet div wech gant ar grec’henn. Bep taol e vez foar an arigrap etre ar re wellikañ e-keit ma weler reoù all o koll amzer (Vicenzo Nibali, aet ar maout gantañ e Tro Frañs e 2015, Romain Bardet ha Tom Dumoulin e 2018). Kaerat abadenn a vez war Menez-Heiz abaoe ar bloavezhioù 2010, ken ma ’z eo deuet diaes chom hep lakaat ar grec’henn e-barzh unan eus an tennadoù pa zeu an Dro da Vreizh, ha degemeret en deus e 2021, ouzhpenn un tennad evit ar baotred, ar 7vet redadeg war velo « La Course by le Tour » evit ar merc’hed.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Mur ha Tro Frañs : ur basion nevez-entanet », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/06/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/mur-ha-tro-frans-ur-basion-nevez-entanet

Levrlennadur : 

 

  • Cadiou Georges, Les grands cyclistes bretons, Rennes, Nouvelles éditions Sutton, 2005.
  • Conord Fabien, Le Tour de France à l’heure nationale (1930-1968), Paris, PUF, 2014
  • Ollivier Jean-Paul, L’aventure du cyclisme en Bretagne, Plomelin, Palantines, 2007.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité