Leurenn-lañs Robic

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mae 2021

E 1947 emañ an Dro Frañs kentañ abaoe ar brezel, anezhi ur redadeg ken leun a entan hag a entremar. René Vietto, bet gouron dizeürus an Dro e 1934, a vez o fringal e penn a-raok ar renkadur hollek abaoe an eil devezh. Echu an tennad diwezhañ er menezioù bras, ha lañs vras zo gantañ c’hoazh er renkadur hollek. Endra ma seblant ar jeu bezañ graet, setu ma klever Pierre Cloarec, rener sportel skipailh ar C’hornôg, o tisplegañ d’ar gazetennerien evezhiek « n’eo ket echu an Dro ». E baotred, a zo bet kalzik war wel peurgetket abaoe an deiz kentañ e Pariz, o deus raktreset un dra bennak evit o leader Jean Robic. Hemañ zo pempvet er renkadur hollek evelkent, gantañ 8 munutenn dilañs war-lerc’h René Vietto ha war-dro 7 munutenn war-lerc’h an eil, ar Gall-Italian Pierre Brambilla. Ne vern, setu ma embann ivez ar Breizhad balc’h d’ar gazetennerien penaos emañ en soñj da glask gounit ar chupenn velen war an « dachenn diaes-se » a dremeno ar rederien drezi en tennad etre Gwened ha Sant-Brieg.

Gouzout a oar ervat Robic eus petra zo kaoz, hag eñ bet o chom gant e dud e Radeneg, a-boan 30 kilometr eus Mur. Daou all eus e skipailh, Pierre Cogan ha Jean-Marie Goasmat, zo a orin eus ar Mor-Bihan ivez, hag an trikon a oar re vat peseurt mod ober gant an tennad-se a-benn d’an eur, 139 c’hilometr ennañ, adkemeret gantañ dre vras hentad Manche-Océan (en tu-gin) a anavezont dre ar munud. N’eo ket dav da Jean Robic eta mont da welet an hentad-se en a-raok, hag ober a ra e vad eus se evit tremen an devezhiad diskuizh diwezhañ gant e gerent e Radeneg. An deiz war-lerc’h, broudet ha douget gant an engroez, ar Breizhad a bign difazi gant Menez-Heiz. Echuiñ a ra an tennad en eil renk a-dreñv ar Belgad Raymond Impanis. Evel m’en doa embannet un nebeud devezhioù kent, en deus bremañ ouzhpenn 10 munutenn a lañs war René Vietto. Ha pa ne vije ket aet ar chupenn velen gantañ c’hoazh, p’emañ bremañ gant Pierre Brambilla, ez eo peursur Jean Robic ne vo netra ken evit herzel outañ diwar vremañ. Daou zevezh goude, etre Caen ha Pariz, Robic a blant tizh evit adtapout an teir munutenn ziwezhañ a vank dezhañ, ha setu aet ar maout gantañ e Tro Frañs evit ar wech nemeti en e vuhez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Leurenn-lañs Robic », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/05/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/leurenn-lans-robic

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité