Janed a Velleville, Tigrez Breizh

Aozer : Gael Briand / Du 2018

E 1341, pa varvas an dug Yann III, e oa drailhet Breizh gant ur brezel a hêrezh etre Janed a Bentevr, nizez an dug ha gwreg Charlez a Vlois diouzh un tu, ha Yann a Vontforzh, lezbreur an dug aet da Anaon, diouzh an tu all. E kreizig-kreiz ar brezel damguzh-se etre roue Bro-C’hall ha hini Bro-Saoz en em gavas an tiegezh a Glison. Pa voe lakaet ar c’hont a Vontforzh da brizoniad gant roue Bro C’hall e savas Olier a Glison (ar pevare) a-du gant ar roue Fulub VI. Paket e voe-eñ d’e dro gant an arme saoz, lakaet prizoniad hag eskemmet a-benn ar fin. Diouzh a lâred en dije graet marc’had gant ar Saozon e-keit ma oa prizoniad. Fin oa gantañ rak roue bro c’hall ne badas ket oc’h ober e stal dezhañ : goude bezañ e bedet, ne laoskas ket anezhañ da vont war e giz : dibennet e voe, divarn ha dibrosez.

Evit Janed a Velleville, gwreg Olier, kaerat a blac’h war a gonted ha bepred ken tomm he c’halon ouzh he gwaz, ne oa ket fin an traoù avat. Ober a reas he soñj en em veñjiñ eus roue Bro C’hall ha, da gomañs, disac’hañ kêr-greñv Château-Thébaud a oa dalc’het gant ur gwaz leal dezhañ. Kaeroc’h c’hoazh e tivizas honnezh, danvez-mamm Olier V, konestabl a Frañs, gwerzhañ he holl vadoù, mont war vor ha teurel ar spont war batimantoù kenwerzh ar C’hallaoued. Tri lestr a brenas, livañ anezhe en du hag en em lakaat da gourserez roue Bro-Saoz, stad ennañ ken a oa. Skrivet en deus Gilles Lapouge kement-mañ : « Arz ar c’hrizder diharz he deus graet an itron a Glison, he daou vab war he lerc’h, eus he micher a forbanez ». An hini a oa bet graet « Tigrez Breizh » anezhi pe c’hoazh « Leonez klison » eo aet he mojenn war gresk bepred, a gantved da gantved ha bepred ken romantel all.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Janed a Velleville, Tigrez Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/11/2018.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/janed-a-velleville-tigrez-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité