Erika

Aozer : Tudi Kernalegenn / Mezheven 2020

An Erika, un eoullestr fredet gant ar c'hevredad Total a reas peñse d'an 12 a viz Kerzu 1999 a-vaez da Vreizh. Ennañ 31 000 donell a fioul-eoul. D'an 23 a viz Kerzu e tizas al lennadoù tireoul aodoù bro Vigoudenn ha tamm-ha-tamm an aod a-bezh etre Penn-ar-Bed hag ar Charente-Maritime. Evit stourm a-enep ar saoutradur, e tivizas ar pennoù e karg pompañ ar c'hargamant. Kroget e voe ar pompañ e miz Kerzu 1999 met ne 'z echuas nemet e-kerzh an hañv 2000.

Adalek dibenn Kerzu 1999 e kemeras tud a youl vat an intrudu da netaat an traezhennoù ha saveteiñ al laboused a c'helled ober – kontañ a reer war-dro 150 000 labous marv. Strolladoù taeroc'h en em strollas e meur a c'hêr (Kemper, An Oriant, Gwened, Naoned, h.a.), enne strolladoù politikel, sindikadoù pe c'hoazh kevredigezhioù a bled gant an endro. An aozadurioù-se en em framm en ur genurzhierezh lanv du a aoz meur a vanifestadeg hag a obererezhioù. Manifestadeg ar 5 a viz C'hwevrer 2000 e Naoned a vodas etre 20 ha 40 000 den.

Prosez an Erika a voe dalc'het eus an 12 a viz C'hwevrer d'an 13 a viz Even 2007, war-lerc'h seizh vloaz enklask. D'ar 16 a viz Genver 2008, lez-kastiz Pariz a zisklêrias e oa kablus Total a saoutradur a vor, an armatour Giuseppe Savarese, ar merour Antonio Pollara hag aozadur testeniekaat al lestr, Rina. Kondaonet int bet da reiñ holl asambles 192 million a euroioù dic'haou d'ar c'hevrennoù keodedel (Stad, strollegezhioù lec'hel, kevredigezhioù gwareziñ an endro). Evit ar wech kentañ ez anzaver ar gaou ekologel. Ar gondaonidigezh a zo bet kadarnaet gant lez-varn galv Pariz d'an 20 a viz Meurzh 2010 ha lakaet da dalvezout gant al lez-terriñ d'ar 25 a viz Gwengolo 2012.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Erika », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/06/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/erika

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité