Un hanter-kantved stourm e Kêrnitron-al-Lanneier

Aozer : Tudi Kernalegenn / Du 2021
Un hanter-kantved-pad zo bet reuz e Kêrnitron-al-Lanneier abalamour d’ur raktres sevel un aerborzh. War stegnaat ec’h eas an traoù e fin ar bloavezhioù 2000 en-dro d’ur « ZAD » (TDZ / Tachenn da zifenn), un dachenn ac’hubet war hir-dermen gant stourmerien savet a-enep an aerborzh-se. Dilezet e voe ar raktres e 2018 a-benn ar fin.

Un aerborzh etrevroadel mersi-m’eus-ket-ezhomm

Er bloavezhioù 1960, e-kreiz an Tregontvloaziad Aour e tiwanas ar soñj sevel un aerborzh etrevroadel e-tro Naoned. Kerkent ha kelaouet diwar gement-mañ e savas an annezidi dostañ ur c’homite difenn hag a zeuas da vezañ Kevredigezh difenn al labourerien-douar lakaet o menaj en arvar gant an aerborzh (ADECA). Harpet gant sindikajoù al labour-douar e krogas ar gevredigezh-se da gelaouiñ ar boblañs diwar ar pezh a zalvezje sevel un aerborzh en o c’homun. Daoust da se e voe termenet un Dachenn da vezañ Kempennet Diwezhatoc’h (ZAD), 2 450 devezh-arat anezhi, tonket da vezañ prenet gant Kuzul an departamant.

Kêrnitron-al-Lanneier er bloavezhioù 1970. Kartenn bost. Dastumad prevez

E fin ar bloavezhioù 1970 e seblante ar raktres bezañ bet dilezet. Rakprenet e oa bet an dachenn gant Kuzul an departamant avat, ken didrouz ha tra…. Betek ar bloavezh 2000 pa zivizas Lionel Jospin kas ervennoù melestradurel kentañ ar raktres. Raktal e voe savet Kevredigezh etre-komunioù ar geodediz a selle oute ar raktres sevel un aerborzh e Kêrnitron-al-Lanneier (ACIPA) a zeuas da vezañ penn-a-raok ar stourm ouzh ar raktres-se. Buan en em astennas an ACIPA o kelaouiñ ar boblañs hag o frammañ ar stourm.

Evit ar stourm d’en em ledañ e talc’he ar raktres da doullañ e hent avat. E 2002-2003 e voe savet un tabut meur, c’hwezek emvod anezhañ, 7 470 den o kemer perzh enno. E miz here 2003 e roas ar gouarnamant e aotre ofisiel d’ar raktres. E miz here hag e miz du 2006 e voe kaset an enklask diwar-benn e dalvoudegezh publik. Ul  lodenn vras eus an annezidi hag eus ar c’hevredigezhioù lec’hel a gemeras perzh ennañ evit diskouez o enebiezh ouzh ur seurt raktres. D’an 10 a viz c’hwevrer 2008 e voe embannet disklêriadenn talvoudegezh publik ar raktres ha pa oa savet a-enep ar pep brasañ eus an alioù bet enrollet.

Un dachenn da ziwall

Adalek 2005, pa voed krog da doullañ ar c’hondon ec’h eas an enebiezh war galetaat. Hag ar stourm d’en em ledañ c’hoazh, pelloc’h evit trowardroioù Kêrnitron-al-Lanneier. E 2007 ec’h eas lod eus enebourien ar raktres war reutaat c’hoazh, o nac’hañ kement treuzvarc’had gant ar galloudoù hag o lakaat ar reizhad politikel hag armerzhel en e bezh e kaoz. Doareoù-stourm nevez an hini a oa bet dibabet gant ar stourmerien-se, tud yaouank ar pep brasañ anezhe : ac’hubiñ douaroù ha tier ar ZAD, ne vern lezenn pe lezenn. D’ar 15 a viz eost e voe digoret Le Rosier, an ti kentañ bet ac’hubet er ZAD. D’an 8 a viz kerzu e voe digoret La Vache Rit, ul lec’h degemer, gant Kenurzhierezh ar c’hevredigezhioù o stourm ouzh aerborzh Kêrnitron-al-Lanneier.

War TDZ Kêrnitron-al-Lanneier- Foto gant Jean-Sebastien EvrardBirvilh a voe kerkent ha ma voe embannet dekred talvoudegezh publik ar raktres. Dont a reas ar ZAD da vezañ un Dachenn Da Zifenn. Ac’hubiñ an tier dilezet a voe graet gant annezidi nevez, niverusoc’h-niverusañ. Hag ar re-se ha sevel lochennoù ivez, er gwez ha war al lennoù zoken, koulz evit chom enno hag evit stourm war al lec’h. Tamm-ha-tamm e tiflukas ur gevredigezhig disuj ha kenskoaz war un dro, diazezet war an emverañ hag an embourveziñ.

A gammedoù bihan an hini a veze astennet ar stourm ha n’ec’h ae ket ket gwall belloc’h evit metoù an ekologourien hag an arallvedelourien. E miz kerzu 2010 avat e tapas an enebiezh he lañs da vat, war dachenn Bro-Frañs en he fezh, pa voe lakaet Vinci da danvez-merour an aerborzh da zont, hag e miz mae 2012 muioc’h c’hoazh pa voe anvet Jean-Marc Ayrault da vinistr kentañ. En diskar-hañv 2012, mall ganti stagañ gant ar chanter a-raok fin ar bloaz, e roas ar Stad urzh da skubañ al lec’hioù ac’hubet er ZAD en desped d’al lezennoù. Krenn ha dibleg e savas ar zadisted raktal, o sachañ evezh ar mediaoù muioc’h evit biskoazh, gant skoazell an holl re a oa a-enep raktres an aerborzh, ad-unvanet da dalañ ouzh an argad-se. D’ar 17 a viz du en em vodas eno un 40 000 den bennak da ad-ac’hubiñ al lec’h. Diflukañ a reas ar c’huzulioù-skoazell un tamm e pep lec’h e Bro-Frañs, ouzhpenn kant anezhe dindan ur miz ha betek 200 e-kerzh ar bloavezh 2013.

Ur skritell bet embannet gant ar Strollad Enep-kapitalour Nevez (NPA) – Dastumad prevez

Distan, mouezhiadeg ha dilez

Adal neuze e klaskas ar Stad sioulaat ar jeu en ur zerc’hel da gas ar raktres war-raok. A bep seurt darvoudoù a voe aozet er bloavezhioù war-lerc’h kement ha derc’hel ar stourm en e blomm : gouelioù bras, chadennadoù tud, manifestadegoù e Kêrnitron-al-Lanneier pe e Naoned. Kaset e voe meur a glemm d’al lezioù barn ivez, evit abegoù o tennañ d’an endro paneveken, ha savet e voe enklaskoù skiantel evit talañ ouzh re ar galloud. D’ar 26 a viz even 2016 e voe savet ur vouezhiadeg veur gant ar gouarnamant war dachenn departamant al Liger-Atlantel. Mont a reas 55,2% eus ar mouezhioù a-du gant raktres an aerborzh. Ne blegas ket an enebiezh evit afer-se, abalamour d’ar mod untuek ma oa bet termenet tachenn ar vouezhiadeg-se. Neuze, e 2017, e tivizas Emmanuel Macron, prezidant nevez ar Republik, kargañ tri hanterour da gavout un tu d’en em dennañ er-maez eus an enkadenn-se. Diwar o ali, d’ar 17 a viz genver 2018, ec’h embannas ar ministr kentañ Édouard Philippe e oa achu gant raktres an aerborzh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Un hanter-kantved stourm e Kêrnitron-al-Lanneier », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/un-hanter-kantved-stourm-e-kernitron-al-lanneier

BIBLIOGRAPHIE

 

  • Kempf Hervé, Notre-Dame-des-Landes, Paris, Seuil, 2014.
  • Kernalegenn Tudi, Histoire de l’écologie en Bretagne, Rennes, Goater, 2014.
  • Petit Jean, La bataille de Notre-Dame-des-Landes - Éléments de langage, Paris, L’Harmattan, 2015.
  • Subra Philippe, Zones à défendre. De Sivens à Notre-Dame-des-Landes, La Tour d’Aigues, éditions de l’Aube, 2016.
  • Verdier Margot, La perspective de l’autonomie : la critique radicale de la représentation et la formation du commun dans l’expérience de l’occupation de la ZAD de Notre-Dame-des-Landes, thèse de doctorat, Université Paris X, 2018.

 

FILMOGRAPHIE

 

  • Castell Jean-François, Notre Dame des Luttes !, Les Films du Rocher, 52’, 2012.
  • Férié Thibault, Le tarmac est dans le pré, France Télévisions, 53’, 2013.
  • Gauducheau François, L’aéroport et moi - Une enquête sur le phénomène de Notre-Dame-des-Landes, Aber Images, 53’, 2014.
  • Lapize Vincent, Le Dernier Continent, À perte de vue & Réel Factory, 77’, 2015.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité