Degaset e oa bet ar metalioù kentañ e Breizh da goulz emled sevenadur ar priajoù stumm kleier dezhe en Europa, bep ma tilec’hie hiniennoù pe pobladoù en o fezh. Artizaned ar metalioù a oa e-touez an dilec’hidi-se moarvat. Treuzkas o ampartiz ha toullañ maengleuzioù kouevr a raent ivez, en Iwerzhon paneveken.
Ne voe staget da vad gant ar goveliñ nemet e oadvezh an Arem (2 200 – 800 kent JK) pa voe ijinet ur meskaj kouevr ha staen, arem anezhañ, solutoc’h evit ar metalioù bet pleustret kentoc’h, govelet a-vras ha kreizennet ar govelioù-se. Kevredigezhioù renkadoù strizh enne, kat da vagañ goved ha d’o fourveziñ ingal gant ar c’hailh rekis, o doa diorreet an arz-se. N’eo nemet e diwezh an oadvezh-se e voe kaset dispac’h ar metalioù d’e benn, en em ledet ar re-se war gement tachenn buhez ar gevredigezh (armoù, endalc’hoù, bravigoù, binvioù al labour-douar hag ar goveliñ…).
Ar marv da oadvezh an Arem : ur sell nevez ouzh ar bed all
Da oadvezh kentañ an Arem (2 200-1 600 kent JK) e oa bet dilezet taolioù-maen an neolitik ha kroget da sebeliañ ar c’horfoù en irc’hier kloz pe e fozioù.
Peurliesañ ne veze sebeliet nemet ur c’horf e pep arc’h met ouzhpenn unan zo bet kavet a-wechoù. A bep seurt danvez zo anezho : daroù, mein pastur pe koad, hag a bep seurt ment ivez, hervez renk an den marv moarvat. Digenvez eo irc’hier pe fozoù zo, tra ma kaver reoù all strollet e beredoù bihan pe goloet gant un durumell, bras awalc’h a-wechoù (betek 60 m he zreuzkiz ha 6 m hec’h uhelder)
Ouzhpenn mil turumell zo bet renablet e Breizh-Izel. Ha pa vefent o-unan, a-steudadoù pe a-strolladoù, e valiront ar maezioù tro war-dro ha bonnañ splann a reont hentoù bet. Savadurioù luziet zo anezho, meur a arc’h enne a-wechoù, bet savet a rummad da rummad.
Kemm a reas c’hoazh ar mod-sebeliañ e oadvezh krenn hag e oadvezh diwezhañ an Arem (1600-800 kent JK) pa oa deuet ar c’hiz, muioc’h-mui, da zeviñ ar c’horfoù. Ur foz kelc’hiek a gaver a-wechoù en-dro d’ar bezioù-se, e Breizh-Uhel dreist-holl. Alies awalc’h emañ ar bezioù nevez-se nepell diouzh beredoù kozh oadvezh kentañ an Arem.
Ur vrientinelezh c’halloudus o ren war tiriadoù dibabet spis
Diskouez a ra ar gouestloù-kañv pegen strizh e oa ar renkadoù e kevredigezhioù oadvezh an Arem, en oadvezh krenn dreist-holl. Uveloc’h e voe ar bezioù goude-se pa gavas gwell ar re c’halloudusañ diskouez o finvidigezh oc’h aberzhiñ binvioù arem e-leizh.
Ne gaver ket gouestloù-kañv e bezioù oavezh kentañ an Arem, war-bouez ur pod-pri pe, roueshoc’h c’hoazh, ur gougleze bennak. N’eus nemet e bezioù an uhelidi e kaver gouestloù prizius : bouc’hili ha gouglezeoù arem klinket gant tachoù aour a-wechoù, begoù-saezhioù kailhastr lemm ha moan, bravigoù aour pe danvezioù all, deuet eus a-bell, gobeledoù arc’hant hag all.
Dasparzhet mat eo bezioù ar penntierned-se e Breizh-Izel. Moarvat e verkent kreiz tiriadoù hañval awalc’h o bevennoù ouzh reoù broioù kozh ar Vro. Savet e oa bet lod dioute war an douaroù gwellañ. Kement-mañ a ro da soñjal e oa stag o savidigezh koulz d’al labour-douar ha da labour ar metalioù. Balirañ stêrioù meur an aod a ra reoù all, evel pa vije bet eveshaet an dorioù etre an arvor hag an argoat gant ar vrientinelezh-se.
Rouedadoù gwriet en-dro d’ar c’houevr ha d’ar staen
E oadvezh an Arem e tapas an dezougen war vor e lañs kentañ. Er penn kentañ ne veze eskemmet nemet rikoù bihan prizius gant brientinion zo en Arvorig : ambr morioù an hanternoz, perlezennoù jed ha feilhañs eus Breizh-Veur, bravigoù aour hag arc’hant Iberia a gased da Arvorig tra ma ma veze kaset gouglezeoù arem eno dre an hevelep hent. Diwezhatoc’h neuze e tegouezhas a bep-tu eus mor Breizh, « mor-kreizdouar an hanternoz» anezhañ, kement dafar bet fardet gant pobloù norzh ha kornog Europa d’ar c’houlz-se.
Ar metalioù an hini a oa e-kreiz an eskemmoù-se moarvat ha pa vefe diaes e brouiñ. Tolzoù metal a vil-vern a oa bet kaset ha degaset sur-awalc’h evit gallout kendeuziñ kouevr ha staen pa ne gaved ket ken stank an eil hag egile a bep tu eus Europa. Ul lec’h kreiz e oa Arvorig e Kornôg Europa neuze, etre Iberia hag an Inizi, kailhastr-staen e-leizh en he c’hondon. Danvez Europa, en ur mod, an hini a oa o tiwanañ neuze e-ser kas ha degas danvez ha dafar, tud, gizioù ha menozhioù.