Oadvezh an Arem e Breizh

Aozer : Clément Nicolas / Gouere 2020
Boemet e oa bet an Arvorigiz gant an arem moarvat pa oa deuet war-wel ar metal nevez-se, lintrus ha prizius, war-dro 2 200 kent JK. Ur merk a binvidigezh e oa bet da gentañ a-raok na voe fiziet a bep seurt kefridioù pemdeziek ennañ.

Degaset e oa bet ar metalioù kentañ e Breizh da goulz emled sevenadur ar priajoù stumm kleier dezhe en Europa, bep ma tilec’hie hiniennoù pe pobladoù en o fezh. Artizaned ar metalioù a oa e-touez an dilec’hidi-se moarvat. Treuzkas o ampartiz ha toullañ maengleuzioù kouevr a raent ivez, en Iwerzhon paneveken.

Ne voe staget da vad gant ar goveliñ nemet e oadvezh an Arem (2 200 – 800 kent JK) pa voe ijinet ur meskaj kouevr ha staen, arem anezhañ, solutoc’h evit ar metalioù bet pleustret kentoc’h, govelet a-vras ha kreizennet ar govelioù-se. Kevredigezhioù renkadoù strizh enne, kat da vagañ goved ha d’o fourveziñ ingal gant ar c’hailh rekis, o doa diorreet an arz-se. N’eo nemet e diwezh an oadvezh-se e voe kaset dispac’h ar metalioù d’e benn, en em ledet ar re-se war gement tachenn buhez ar gevredigezh (armoù, endalc’hoù, bravigoù, binvioù al labour-douar hag ar goveliñ…).

Ar marv da oadvezh an Arem : ur sell nevez ouzh ar bed all

Da oadvezh kentañ an Arem (2 200-1 600 kent JK) e oa bet dilezet taolioù-maen an neolitik ha kroget da sebeliañ ar c’horfoù en irc’hier kloz pe e fozioù.

Bered oadvezh kentañ an Arem er Roc’h Kromm war aod Santeg (Penn-ar-Bed). Diwar ur foto gant J. Briard, 1984

Peurliesañ ne veze sebeliet nemet ur c’horf e pep arc’h met ouzhpenn unan zo bet kavet a-wechoù. A bep seurt danvez zo anezho : daroù, mein pastur pe koad, hag a bep seurt ment ivez, hervez renk an den marv moarvat. Digenvez eo irc’hier pe fozoù zo, tra ma kaver reoù all strollet e beredoù bihan pe goloet gant un durumell, bras awalc’h a-wechoù (betek 60 m he zreuzkiz ha 6 m hec’h uhelder)

Troc’h turumell vras Kêrnonenn e Plouvorn (Penn-ar-Bed) Tresadenn gant L. Duigoù

Ouzhpenn mil turumell zo bet renablet e Breizh-Izel. Ha pa vefent o-unan, a-steudadoù pe a-strolladoù, e valiront ar maezioù tro war-dro ha bonnañ splann a reont hentoù bet. Savadurioù luziet zo anezho, meur a arc’h enne a-wechoù, bet savet a rummad da rummad.

Steudad turumelloù Kêrglien, e Kêrglov (Penn-ar-Bed). Foto diwar Google Earth

Kemm a reas c’hoazh ar mod-sebeliañ e oadvezh krenn hag e oadvezh diwezhañ an Arem (1600-800 kent JK) pa oa deuet ar c’hiz, muioc’h-mui, da zeviñ ar c’horfoù. Ur foz kelc’hiek a gaver a-wechoù en-dro d’ar bezioù-se, e Breizh-Uhel dreist-holl. Alies awalc’h emañ ar bezioù nevez-se nepell diouzh beredoù kozh oadvezh kentañ an Arem.

 

Ur vrientinelezh c’halloudus o ren war tiriadoù dibabet spis

 

Diskouez a ra ar gouestloù-kañv pegen strizh e oa ar renkadoù e kevredigezhioù oadvezh an Arem, en oadvezh krenn dreist-holl. Uveloc’h e voe ar bezioù goude-se pa gavas gwell ar re c’halloudusañ diskouez o finvidigezh oc’h aberzhiñ binvioù arem e-leizh.

Ne gaver ket gouestloù-kañv e bezioù oavezh kentañ an Arem, war-bouez ur pod-pri pe, roueshoc’h c’hoazh, ur gougleze bennak. N’eus nemet e bezioù an uhelidi e kaver gouestloù prizius : bouc’hili ha gouglezeoù arem klinket gant tachoù aour a-wechoù, begoù-saezhioù kailhastr lemm ha moan, bravigoù aour pe danvezioù all, deuet eus a-bell, gobeledoù arc’hant hag all.

Gouestloù-kañv bez ur penntiern e La Motta (Ar Voudenn) e Lannuon (Dep. An Arvor). Foto gant C. Nicolas

Dasparzhet mat eo bezioù ar penntierned-se e Breizh-Izel. Moarvat e verkent kreiz tiriadoù hañval awalc’h o bevennoù ouzh reoù broioù kozh ar Vro. Savet e oa bet lod dioute war an douaroù gwellañ. Kement-mañ a ro da soñjal e oa stag o savidigezh koulz d’al labour-douar ha da labour ar metalioù. Balirañ stêrioù meur an aod a ra reoù all, evel pa vije bet eveshaet an dorioù etre an arvor hag an argoat gant ar vrientinelezh-se.

 

Rouedadoù gwriet en-dro d’ar c’houevr ha d’ar staen

E oadvezh an Arem e tapas an dezougen war vor e lañs kentañ. Er penn kentañ ne veze eskemmet nemet rikoù bihan prizius gant brientinion zo en Arvorig : ambr morioù an hanternoz, perlezennoù jed ha feilhañs eus Breizh-Veur, bravigoù aour hag arc’hant Iberia a gased da Arvorig tra ma ma veze kaset gouglezeoù arem eno dre an hevelep hent. Diwezhatoc’h neuze e tegouezhas a bep-tu eus mor Breizh, « mor-kreizdouar an hanternoz» anezhañ, kement dafar bet fardet gant pobloù norzh ha kornog Europa d’ar c’houlz-se.

Bravigoù danvezioù a bell vro, feilhañs, jed hag ambr an hanternoz, bet diskoachet e bezioù Maez-an-Abad (Pleuneg, Penn-ar-Bed), Kêrgevarc’heg (Plouie, Penn-ar-Bed) ha Kêrnonenn (Plouvorn, Penn-ar-Bed) Foto gant C. Nicolas

Ar metalioù an hini a oa e-kreiz an eskemmoù-se moarvat ha pa vefe diaes e brouiñ. Tolzoù metal a vil-vern a oa bet kaset ha degaset sur-awalc’h evit gallout kendeuziñ kouevr ha staen pa ne gaved ket ken stank an eil hag egile a bep tu eus Europa. Ul lec’h kreiz e oa Arvorig e Kornôg Europa neuze, etre Iberia hag an Inizi, kailhastr-staen e-leizh en he c’hondon. Danvez Europa, en ur mod, an hini a oa o tiwanañ neuze e-ser kas ha degas danvez ha dafar, tud, gizioù ha menozhioù.

Ur skouer eus an eskemm danvezioù, gizioù ha dafar e Gwalarn Europa e oadvezh kentañ an Arem : perlezenn jed kêrgevarc’heg (Plouie, Penn-ar-Bed)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Clément Nicolas, « Oadvezh an Arem e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/07/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/oadvezh-an-arem-e-breizh

Levrlennadur :

  • Balquet Anne, Les Tumulus armoricains du Bronze ancien, Rennes, Institut culturel de Bretagne (Patrimoine archéologique de Bretagne), 2001, 150 p.
  • Briard Jacques, Les tumulus d’Armorique, Paris, Picard, coll. « L’Âge du Bronze en France », vol. 3, 1984, 304 p.
  • Briard Jacques, La Protohistoire de Bretagne et d’Armorique, Saint-Brieuc, éd. Jean-Paul Gisserot, 1991, 112 p.
  • Briard Jacques, Le Goffic Michel, Onnée Yvan, Les tumulus de l’âge du Bronze des monts d’Arrée, Rennes, Institut culturel de Bretagne / Association des travaux du Laboratoire d’anthropologie et de préhistoire de l’Université de Rennes 1 (Patrimoine archéologique de Bretagne), 1994, 96 p.
  • Chatellier Paul du, Les époques préhistoriques et gauloises dans le Finistère : inventaire des monuments de ce département des temps préhistoriques à la fin de l’occupation romaine, 2e édition revue et augmentée, Rennes, Plihon et Hommay (Études archéologiques sur le Finistère), 1907, 391 p.
  • Collectif, Avant les Celtes, l’Europe à l’âge du Bronze : 2500-800 avant J.-C, catalogue d’exposition à l’abbaye de Daoulas, 14 mai-31 août 1988, Daoulas, Association Abbaye de Daoulas, 1988, 175 p.
  • Giot Pierre-Roland, Briard Jacques, Pape Louis, Protohistoire de la Bretagne, Rennes, éd. Ouest-France, 1995, 422 p.
  • Nicolas Clément, Flèches de pouvoir à l’aube de la métallurgie, de la Bretagne au Danemark (2500-1700 avant notre ère), Leiden, Sidestone Press, 2 vol., 2016, 951 p.

Liammoù

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité