Ouzhpenn kant annez eus oadvezh an Arem zo bet kavet e Breizh. Bezañ zo dioute atantoù bihan un ti pe zaou peurliesañ, pourpezioù tro d’o zro (skiberioù pe krevier). Lod dioute, bevennet gant ur c’hleuz hag ur c’hae, zo kalz brasoc’h.
Diskouez a ra ar chanterioù bras a oa bet kaset da sevel annezioù zo ne oa ket atantoù dister anezho. A-vent e oa ar re-se (ti ur vrientinelezh pe ul lignez penntierned) gant youl bras un uhelad da gempenn ha da vestroniañ an tiriad.
Degaset zo bet war wel gant ar furchadegoù bet kaset nevez zo e oa staliet meur a annez damdost da rouedadoù touflezioù hag en em lede war degadoù a zevezhioù-arat. Bevennoù ar parkeier pe klouedoù bihan da barkañ chatal e oant.
Stummet eo bet ar maezioù ha frammet an tiriad e-pad meur a gantved gant ar rouedadoù kleuzioù-se, bet toullet e oadvezh kentañ an Arem (war-dro 1 800 kent JK). Kempennet e vezent ingal hag astennet zoken e oadvezh krenn an Arem (1 600 - 1 350 kent JK) kent bezañ dilezet tamm-ha-tamm e oadvezh diwezhañ an Arem (1 350 - 800 kent JK).
Ar pep brasañ eus ar gwriadoù parkeier-se zo bet diskoachet war douaroù eus ar re wellañ (lec’hid douar-dous), war aodoù norzh Breizh dreist-holl. Un testeni zo anezho eus ar mod perc’henniezh a oa war an douaroù gwellañ hag eus ar c’hounidigezh a denne ar vrientinion dioute.