Menez-Mikael ha Breizh, un istor adkavet

Aozer : Michel Brand'Honneur / C’hwevrer 2021
Menez-Mikael a zo ur manati e-diabarzh rouantelezh Vreizh abaoe 867 d'an nebeutañ. En Xvet kantved emañ dindan levezon Breizh ha Neustria (ur rannvro e Reter Breizh), ha kouezhañ a ra, adalek 1009, dindan domani duged Normandi.

Ar revelatio – an diskuliadur- pe abeg krouidigezh Menez-Mikael

E diskuliadur iliz Menez-Mikael e tesker en doa eskob Avrañchez, Aubert, e 708,  hunvreet en doa gwelet an arc'hael sant Mikael, hemañ a c'houlennas digantañ sevel ur manati el lec'h m'emañ bremañ an abati. Displegadennoù disheñvel a roer d'an danevell-mañ ha da skridoù all ivez. Evit lod e vefe bet eno ur gumuniezh chalonied a badas betek 966. Evit lod all e oa menec'h, beneadiz anezho, staliet aze war-dro 920 hag o defe kenvevet gant ar chalonied betek an Xvet kantved.

Menez-Mikael, ur manati dizalc'h kouezhet dindan domani prinsed a Vreizh

E 851, Erispoe priñs ar Vretoned, a vrasaas e rouantelezh gant douaroù Naoned ha Roazhon, ar pezh a lakaas Menez-Mikael war harzoù Breizh. War e lerc'h, Salomon a berc'hennas bro Avrañchez e 867 d'an diwezhatañ. Adalek neuze, emañ Menez-Mikael war douar Breizh dindan beli renerien ar vro.

Brud Menez-Mikael en IXvet kantved

D'ar mare-se, e oa Menez-Mikael ur manati hag ul lec'h pic'hirinded brudet bras. Rabert (sic) a vMelun a yeas di e 868 da geñver ur pic'hirinded a binijenn, ha Bernard, goude bezañ bet e Roma hag e Jeruzalem a echuas e droiad e 870 e Menez-Mikael a oa renet neuze gant un abad breizhat anvet Phinimontius. En tu-hont da se ez eo meneget e buhez skrid sant Maor e oa bet aet unan eus izili an abati da Italia e 861 evit kerc'hat dornskridoù buhezioù sent. Menez-Mikael a oa eta neuze ivez ur greizenn speredel.

Ur restaol eus 1910 hervez roudoù ar savadurioù hag ar skridoù kozh, engravadur diwar «Le Mont-Saint-Michel» gant Paul Gout, pennsavour ar Monumantoù Istorel – wikimédia. An iliz a vremañ a zo bet savet e lec'h an hini a-raok a oa gant daou live er penn uhelañ. Ar pignon gant div  volz war an tu dehou a zo hini an iliz rakromanek, Iliz Itron-Varia-Danzouar. Gwelout a reer feunteun sant Alverzh en traoñ a -gleiz. An adskeudennadur-mañ n'eo ket reizh hervez ar pezh a ouier en deiz a-hiziv.

Ur manati harzus ouzh ar Skandinaviz?

War-dro dibenn an IXvet kantved hag e penn kentañ an Xvet kantved e kuitaas al lodenn vrasañ eus ar venec'h o abati peogwir e oa mennet ar Skandinaviz d'aloubiñ gwalarn Bro-C'hall. Seblantout a ra koulskoude ne voe ket dilezet o manati gant menec'h Menez-Mikael. Marteze e oa dija ar Menez  ul lec'h difenn pe neuze e oa gwarezet dre ma oa war un dachenn dindan levezon ar c'hont a Roazhon, Berenger, a vac'hatas un emglev gant ar Skandinaviz?  Ar pezh a zo sur, Raoul ar c'hentañ, roue ar Franked, a roas e 933, diwar-goust ar Vretoned, Bro Avrañchez hag ar C'hotentin d'ar Skandinavad   Gwilherm Kleze-Hir.

«Istor ofisiel» norman an abati

En ur skrid eus an XIvet kantved o tont eus Menez-Mikael e c'heller lenn istor an abati. Dalc'het e vije bet gant chalonied en Xvet kantved. Gwilherm Kleze-Hir  († 942)  en dije bet roet meur a wech donezonoù da Venez-Mikael. E vab Richard Iañ, en dije anvet Mainard Iañ da abad e 966 evit skarzhañ ar chalonied ha lakaat menec'h eus urzh sant Benead en o flas.

Un istor adwelet : levezon Breizh hag ar Mañs

An istor «ofisiel»-se a zo liammet gant ur skrid norman a c'hoantae diverkañ bezañs Breizh hag ar Mañs en abati en Xvet kantved. E gwirionez, pa studier a dostoc'h ar skridoù eo anat levezon priñsed a Vreizh. Deskiñ a reer e roe duged ar Vretoned hag o re donezoù d'an abati evit sevel prioldioù  hag ez eo beziet Konan Iañ († 992)  eno. Kaeroc'h 'zo, mab hemañ, Jafrez 1añ († 1008) a lakaas Mainard II da abad Menez-Mikael hag goude-se ivez e penn Redon.

Met levezon an abati a yae pelloc'h eget Breizh. E-touez tud all e oa Hugues, kont ar Maine, hag ar Rorgonided – kerentiezh gant kalz a c'halloud, diazezet er Maine a roe donezonoù puilh d'an abati. Anvioù tud veur ar C'hornôg kristen a gaver e levr an dud varv, ar pezh a ziskouez pegen pouezus e oa rouedad menec'h Menez-Mikael : Fulbert a Chartrez, Gauzlin a Fleury, Mayeul a gCluny.

Hag an abati aet dindan dalc'h an Normaned

An enkrog war Menez-Mikael gant an Normaned a grogas da vare minorelezh Alan III, dug ar Vretoned. Emañ hemañ dindan gwarez Richard II a Normandi, a zigarg Mainard II, an abad evit lakaat Hildebert. Kreñvoc'h c'hoazh oa ar wask e 1027-1030 da vare Roparzh an Diaoul, a breizhas an douaroù etre an div stêr : ar Selune hag ar C'houenon. Echuiñ a reas an traoù, e Menez-Mikael, gant sujidigezh Alan III da Dug an Normaned e 1030. Setu penaos eo bet staget da vat an abati d'an Normandi.

 

Troet diwar ar galleg gant : Kuzul Ar Brezhoneg (KAV)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Menez-Mikael ha Breizh, un istor adkavet », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/02/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/menez-mikael-ha-breizh-un-istor-adkavet

Levrlennadur

  • Keat-Rohan Katharine, « L’histoire secrète d’un sanctuaire célèbre : la réforme du Mont-Saint-Michel d’après l’analyse de son cartulaire et de ses nécrologes », dans Culte et pèlerinages à saint Michel en Occident. Les trois Monts dédiés à l’archange : Colloque de Cerisy-la-Salle, septembre 2000, éd. Bouet P., Otranto G., Vauchez A. Collections de l’École Française de Rome, 2003, p. 139-159.
  • Cartulaire du Mont-Saint-Michel. Fac-similé du manuscrit 210 de la Bibliothèque municipale d’Avranches, avec une introduction par Poulle Emmanuel et une traduction des textes littéraires par Bouet Pierre et Desbordes Olivier, Abbaye du Mont-Saint-Michel, Les Amis du Mont-Saint-Michel, 2005.
  • The Cartulary of the Abbey of Mont-Saint-Michel, éd. Keats-Rohan K.S.B., Tyas Shaun, Donington, 2006.
  • Margo Florence, L’abbaye du Mont-Saint-Michel à l’époque ducale, étude historique et archéologique des bâtiments monastiques et chapelles inférieures, thèse en cours, Université de Lyon II.
  • Guillotel Hubert, « Le premier siècle du pouvoir ducal breton (936-1040) », dans Actes du 103e Congrès national des Sociétés savantes (Nancy-Metz, 1978), Paris, 1979, p. 63-84.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité