Er bloavezhioù 1960 e tostaas kevredadoù departamant sindikajoù labour-douar ar c’hornôg an eil eus egile evit klask bezañ selaouet gant ar galloud publik diouzh un tu ha kas war raok goulennoù ar saverien-loened e diabarzh sindikajoù gall al labour-douar diouzh un tu all. Manifestadegoù bras a voe savet e 1967, dekmiliadoù a broduerien enne. Tostaat ouzh emsav ar vicherourien a reas lod eus ar sindikalourien-se ha savet e voe gante un devezh stourm bras, « l’Ouest veut vivre » e anv, d’an 8 a viz Mae 1968, a-raok na tarzhfe an traoù e Pariz. Unvan, kreñv ha startijenn gantañ e tiskoueze ar sindikalouriezh-se bezañ. Rannet e voe avat gant darvoudoù miz Mae-miz Even 1968 ha gant Brezel al laezh. Mont a reas darn da heul renerien ar sindikajoù labour-douar mod-kozh, o sevel a-enep an harz-labour-se hag o vont a-du gant ar gouarnamant. Er c’hontrefed e kemeras ar Beizanted-labourerien penn ar stourm da goulz Brezel al laezh tra ma tostaent da strolladoù politikel an tu-kleiz. Er bloavezhioù war-lerc’h avat e voe rannet ar beizanted disuj kenetreze. Lod, hag en em gonte « dispac’hourien » a savas aozadurioù damsindikal e-maez ar sindikajoù pennañ tra ma tivizas reoù all, damdost d’ar Strollad sokialour, en em frammañ enne gant ar soñj kas o mennozhioù war-raok eus an diabarzh. Gant un tamm mat a sach hag a vount en em strollas an div rann-se e 1987 a-benn ar fin, o vont d’ober Kengevrad ar Beizanted