Sindikajoù al labour-douar e kornôg Bro-Frañs : kresk ha disrann

(Bloavezhioù 1960-1970)
Aozer : Jean-Philippe Martin / Eost 2020
Er bloavezhioù 1960 e tostaas sindikajoù labour-douar ar c’hornôg an eil ouzh egile evit klask bezañ klevet gant ar galloud publik diouzh un tu hag evit kas goulennoù ar saverien-loened war-raok e diabarzh sindikajoù gall al labour-douar diouzh un tu all.

D’ar 26 a viz Even 1967 e teuas eus 10 da 15 000 labourer-douar da vanifestiñ e Redon, galvet gant Kevredad sindikajoù labourerien-douar ar c’hornôg. Tenn e voe ar c’hrogad gant ar boliserien da heul ar vanifestadeg-se.  (FNSEA 353, CHT, Naoned)
Er bloavezhioù 1960 e tostaas kevredadoù departamant sindikajoù labour-douar ar c’hornôg an eil eus egile evit klask bezañ selaouet gant ar galloud publik diouzh un tu ha kas war raok goulennoù ar saverien-loened e diabarzh sindikajoù gall al labour-douar diouzh un tu all. Manifestadegoù bras a voe savet e 1967, dekmiliadoù a broduerien enne. Tostaat ouzh emsav ar vicherourien a reas lod eus ar sindikalourien-se ha savet e voe gante un devezh stourm bras, « l’Ouest veut vivre » e anv, d’an 8 a viz Mae 1968, a-raok na tarzhfe an traoù e Pariz. Unvan, kreñv ha startijenn gantañ e tiskoueze ar sindikalouriezh-se bezañ. Rannet e voe avat gant darvoudoù miz Mae-miz Even 1968 ha gant Brezel al laezh. Mont a reas darn da heul renerien ar sindikajoù labour-douar mod-kozh, o sevel a-enep an harz-labour-se hag o vont a-du gant ar gouarnamant. Er c’hontrefed e kemeras ar Beizanted-labourerien penn ar stourm da goulz Brezel al laezh tra ma tostaent da strolladoù politikel an tu-kleiz. Er bloavezhioù war-lerc’h avat e voe rannet ar beizanted disuj kenetreze. Lod, hag en em gonte « dispac’hourien » a savas aozadurioù damsindikal e-maez ar sindikajoù pennañ tra ma tivizas reoù all, damdost d’ar Strollad sokialour, en em frammañ enne gant ar soñj kas o mennozhioù war-raok eus an diabarzh. Gant un tamm mat a sach hag a vount en em strollas an div rann-se e 1987 a-benn ar fin, o vont d’ober Kengevrad ar Beizanted

 

D’ar 26 a viz Even 1967 e teuas eus 10 da 15 000 labourer-douar da vanifestiñ e Redon, galvet gant Kevredad sindikajoù labour-douar ar c’hornôg. Tenn e voe ar c’hrogad gant ar boliserien da heul ar vanifestadeg-se.  (FNSEA 353, CHT, Naoned)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Sindikajoù al labour-douar e kornôg Bro-Frañs : kresk ha disrann », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/sindikajou-al-labour-douar-e-kornog-bro-frans-kresk-ha-disrann

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité