War-lerc’h an Eil Brezel Bed e tiskoueze ar stourm evit emrenerezh Breizh bezañ aet da get, abalamour da genlabour meur a vroadelour breizhat gant rennad Vichy ha gant an nazied zoken. Ha pa ziflukas klemmoù sevenadurel buan awalc’h en-dro, digant Kuzul ar brezhoneg, Emgleo Breiz pe Kendalc’h, ha klemmoù armerzhel digant ar CELIB (Komite Studial ha Kevreañ Interestoù Breizh), ne voe ket koulz war an dachenn bolitikel ken na voe embannet splann ur rannvroelouriezh vreizhat gant ar MOB (Emsav evit Frammidigezh Breizh) e 1957, hag eñ « na dehoù na kleiz », hervez kont. Emsavourien lies o sonjoù a oa e gwirionez el luskad-se, bet roet lañs dezhañ gant Yann Fouere.
Ar yaouankiz penn-a-raok
Er framm-se e krogas un dornad tud yaouank, studierien e Roazhon, gant ar stourm : Ronan Leprohon, Yann-Cheun Veillard ha Loeiz ar Beg en o zouez. Tomm ouzh ar mennozhioù sokialour hag izili an UNEF (Unvaniezh Studierien Bro-Frañs) e oa ar rese ha stourm a raent a-enep ar brezel en Aljeria. Alese ne oant ket en o bleud en ur strollad dalc’het-mort gant broadelourien gozh a nac’has sevel o mouezh a-enep an OAS zoken e 1962. Pa nac’has Komite stourm evit Breizh, ur bodad berrbad eus an tu kleiz breizhat, emezelañ d’ar MOB e 1963-64, e reas o soñj ar re yaouank-se, damvarksourien anezhe, troc’hañ gantañ ivez.
Emrenourien a-gleiz
D’ar 4 a viz Genver 1964 en em vodas c’hwezek den yaouank da grouiñ Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB), ur strollad emrenour breizhat gwriziennet-splann en tu kleiz. Embann a rae e garta e oa eus Breizh « danvez ur vroad ». Disklêriañ a rae ivez bezañ perzh eus ar stourm evit « diskar al liberalouriezh ekonomik », evit « trec’h al labour war ar c’hapital » ha displegañ a rae e oa « ret planifiañ an armerzh ». Diouzh an daou du eus ar c’hleuz eta e faote d’ar strollad nevez kregiñ ebarzh : kas mennozhioù an tu kleiz war-raok en Emsav ha, muioc’h c’hoazh, toullañ an erv d’ar stourm rannvroelour e park an tu-kleiz gall mod-kozh. Bezañ degemeret gant strolladoù all an tu kleiz, SFIO, PSU ha PCF an hini voe stourm kentañ an UDB e bed politikel ar c’houlz-se, daouduek ken e oa, un douflez don en e greiz. Start e voe ar foenn da sachañ avat gant ar vrud fall a oa gant emrenourien Vreizh d’ar c’houlz-se, pa vezent lakaet e-barzh ar memes sac’h ha kollaboed an okupasion ha pa veze graet « Breiz atao » dioute, forzh piv e oant. Daoust da-se e savas UDB a-du gant François Mitterand p’en em lakaas hennezh war ar renk da vont da brezidant ar republik, ar wech kentañ ma voe galvet an holl da votiñ en dilennadeg-se.
Torret he lañs
Evit streviñ he mennozhioù ha kas he stourm politikel war-raok e krouas UDB ur gazetenn diouzhtu, Le Peuple breton (Pobl Vreizh) hec’h anv, ha derc’hel a ra d’hec’h embann dibaouez abaoe. Kerkent hag er bloavezhioù 1960 e kasas drezi ar skeudenn « Breizh = trevadenn » a zeuas da vezañ he lugan pennañ er bloavezhioù 1970. Goude 1968 e kreskas ar strollad e-pad un dek vloaz bennak hag hervezañ e oa 2 000 ezel anezhañ e 1980.
War an diskar avat en em gavas ar strollad er bloavezhioù 1980 tra ma veze perc’hennet lod eus e vennozhioù gant ar PS. Er bloavezhioù 1990 e voe arnevesaet e vennozhioù diazez gantañ ha kreñvaet e zarempredoù gant strolladoù all damheñvel outañ, er Stad c’hall (bodet e Régions et Peuples solidaires) hag en Europa (bodet en Alliance libre européenne) ; ken brav ken e tapas UDB ul lañs nevez er bloavezhioù 2000, tapet ganti - asambles gant ar Re c’hlas - kas dilennidi da Guzul-rannvro Breizh e 2004 hag evit ar wech kentañ, e 2012, ur c’hannad da Vreujoù Bro-Frañs (Paul Molac).
Bilañs
Penaos emañ he c’hont gant UDB hanter-kant vloaz war-lerc’h he c’hrouidigezh ? Ar strollad padusañ, solutañ hag ar muiañ a gred dezhañ eo UDB, hep mar na marteze, e-touez holl strolladoù an Emsav, bet gounezet gantañ ur plas stabil e strollegezhioù lec’hel ar Vro. Asambles gant frammoù all ez eo deuet UDB a-benn da sevel pontoù etre an tu kleiz ha klemmoù Breizh, da reiñ kred d’ar stourm evit emrenerezh Breizh ha da vezañ anavezet, gant hec’h enebourien zoken, evel ur strollad a c’heller kaout fiziañs ennañ.
Pouezet he deus UDB war an tabutoù a zo e-kreiz ar preder war dazont ar Vro : dazont ar brezhoneg, an digreizennañ, patrom armerzhel ar Vro, digempouezh diorroadur an tiriennoù hag ar stourm evit adunvaniñ Breizh. Ur seurt milin soñjoù, frouezhus anezhi, eo bet ar strollad e-doug an hanter-kant vloaz diwezhañ, koulz war dachenn an ensavadurioù hag ar sevenadur ha war re al labour-douar, ar mor hag an energiezh.
Bet troet diwar ar galleg gant : JD Robin