Hag a-c’hiz kozh e oa al labour-douar e Breizh e fin an eil Impalaeriezh ?

Aozer : Anthony Hamon / Mae 2021
Cheñch doare a reas al labour-douar e Bro-Frañs dindan ren Napoleon an trede ha frouezhusoc’h e teuas da vezañ. Ar greantaat, diorrroadur an hentoù hag ar c’hêrioù an hini zo bet pennkaoz d’ar c’hemmoù-se. Koulskoude e roe darn eus ar genbredidi da soñjal e oa al labour-douar e Breizh a-c’hiz kozh ha diamzeriet zoken. Ha gwir eo oa kement-mañ ?

Ul labour-douar warlerc’hiet

E-doug hanterenn gentañ an XIXvet kantved e roas un toullad arvesterien eus diavaez-bro da soñjal e oa warlerc’hiet al labour-douar e Breizh. Sed amañ an daolenn druezus  a oa bet livet gant ar Suisad Lullin de Châteauvieux en e « Voyages agronomiques » : « Ha pa zo ur blaenenn anezhi (emezañ !), dous he hin ha lec’hiet mat ez eo paourañ kornad Bro-Frañs, dezhañ ar fallañ douar zo ha rouezh ar greanterezh eno ». Evit peizanted Breizh avat, e oa « doareoù gouez » warne, hervezañ.

Ur strollad peizanted. Livadenn gant H. Baillif, bloavezhiad dianav. Mirdi Breizh : 998.0058.40Kaoz zo c’hoazh eus « dilañs » al labour-douar e Breizh en un enklask bet kaset gant ar gouarnamant e 1886 : pa oa gouestlet 84% eus an douar d’an trevadoù ha d’ar peurvanoù en Normandi – Manche, Calvados, Eure ha Orne – n’ez ae nemet 71% eus douaroù Breizh gante d’ar c’houlz-se. Gant al lanneier ez ae 18% eus gorread Breizh pa ne oa nemet 4% eus hini an Normandi. Splannoc’h c’hoazh, hervez an enklask-se e oa kement a lanneier e Breizh hag a beurvanoù en Normandi ! N’eus ket peadra da vezañ souezhet avat pa ouier pegen pouezus e oa al lanneier e ekonomiezh hengounel al labour-douar e Breizh. Koulskoude e rae unan eus an enklaskerien meneg eus kemmoù bet c’hoarvezet abaoe ar bloavezhioù 1840. Hervezañ e vije « krog Breizh da vont war wellaat » abaoe 1853. Hag eñ ha resisaat e rankje peizanted Breizh strivañ kalz c’hoazh mar felle dezhe « adtapout an dilañs zo etreze hag ar re a zo er penn a-raok-tout ». Embann a rae an enklasker-se e oa eus ar brezhoneg hag eus al lanneier un ampich bras ouzh araokadur al labour-douar. Kement-all e soñje d’ar pennoù bras, koulz gall ha breizhat. Ha gwir eo eta e oa ken kreñv liamm ar brezhoneg hag al lanneier gant doareoù hengounel al labour-douar e Breizh ?

Dalc’hoù dibar

Meur a dra all zo kaoz, e gwirionez, d’ar gorrek m’eo bet ar modernaat e Breizh, perzhioù dibar ar poblañ paneveken, pa veze ganet muioc’h a vugale war maezioù Breizh evit na veze e Bro-C’hall, well-wazh. Betek re dioute, ha war re nebeut dreist-holl, dre forzh rannañ an atantoù ha lodennañ ar parkeier, kement ha ken bihan ken e oa deuet o ment da vezañ ur skor ouzh araokadennoù al labour-douar. E kornioù all eus Bro Frañs e c’helle ar beorien kavout labour e kêr hag en uzinioù dreist-holl. E Breizh avat e oa ken rouezh ar c’hêrioù birvidik ha ken dister ar greanterezh ken e ranke ar re-se chom en o c’hêriadennoù. Pa ne oa kresk ebet ken war boblañs maezioù Bro-C’hall a-hed ar bloavezhioù 1850, e talc’has ar c’hresk-se e maezioù Breizh betek fin an XIXvet kantved daoust ma tivroas kalz eus ar re baourañ war-zu Naoned, an Havr-Nevez ha Pariz. Ha dre ma oa nebeutoc’h a labour da gaout evit a dud o klask kaout, n’ec’h ae war-raok ken na goproù an devezhourien na ar gwerzhañ d’ar gêriz. Ar prenadennoù-se, digant tud ar c’hêrioù, an hini a sache an arar war-raok just-awalc’h.

Daou beizant a Gemperle er bloavezhioù 1870-1890 Mirdi Breizh : 2011.0000.567.

Evit afer-se, n’eo ket kresk ar poblañs pennkaoz nemetañ an dilañs a oa bet tapet gant al labour-douar e Breizh neuze. An douaroù diaes, lanneier ha gwarimeier, koulz hag an diouer a hentoù da gas marc’hadourezh d’an diavaez-bro a oa skoroù bras ouzh an araokadur ivez. Hag evit a sell ouzh difoultregezh - sañset - an aotrouien diwar-ar-maez o dije kavet gwell postañ o arc’hant bras e lec’h all estroc’h evit el labour-douar, pour ha trichin zo da gaout er brud-se.

Abalamour d’an dalc’hoù dibar-se just-awalc’h ne c’houzañvas ket labourerien-douar Breizh diwar diskar ar boblañs hag an ekonomiezh a gasas e reuz e maezioù Bro-C’hall adalek diwezh an eil impalaeriezh.

Gizioù-kozh… diwar skiant vat.

Birvilh an hini a oa gwirionez e maezioù Breizh dre ma oa gounid da gaout o vagañ ar re vras a dud a oa o chom warne. Difraostet e voe al lanneier d’ober douar-labour dioute. E departamant Il-ha-Gwilun paneveken e voe hadet 60 000 devezh-arat a lanneier etre 1835 ha 1865. Unan eus brasañ gwinizheg Bro-Frañs e oa Breizh o tont da vezañ.
Pa ne voe ket freuzet douaroù nevez ken e Bro C’hall adalek 1862, e talc’has an tachennoù labouret d’en em ledañ e Breizh betek deroù ar bloavezhioù 1890 ! Tamm-ha-tamm hag e meur a lec’h e tapas ar gwinizh lerc’h an ed-du, d’ober bara gwenn, gwelloc’h evit bara brizh. Evit afer-se e viras al lanneier ur plas bras e buhez ar menajoù e Breizh. E 1866 e skrivas enklasker ar gouarnamant er Morbihan kement-mañ : « Al lanneier, dreist-holl, danvez peuriñ ha gouzilh da gentañ, lann ha brug anezho, a vez ledet neuze er porzhioù d’ober temz hag er c’hrevier d’ober teil. »

Lanneier Pierger. Un dresadenn gant Henri Saintin (1882) Mirdi Breizh : 888.0005.39.Estroc’h evit ar gounid-ed a oa eus al labour-douar e Breizh avat. Tamm-ha-tamm, e-doug an eil impalaeriezh  en em ledas ar sevel chatal hag ar gounid trevajoù liesseurt war-un-dro da batrom diazez an derc’hel douar e Breizh. Astennet e voe ar peurvanoù hag ar gounid boued-chatal diouzh un tu. Diouzh an tu all e taole ar chatal temz d’an douar… puilhoc’h-puilhañ an trevadoù diwarnañ. Boued a veze serret diwar ar sevel-loened ivez ; laezh, amann, fourmaj, uioù…, d’o dwerzhañ war ar marc’hadoù. Alies-mat e veze gouestlet ul lodenn eus an atant d’ar gounid legumaj (kaol, avaloù-douar) ha plantet e veze gwez-avaloù ha gwez-per er pradeier d’ober chistr. N’eus nemet e Bro Naoned e voe diazezet al labour-douar war un drevad hepmuiken : ar winieg.

Deroù un aodvezh-aour ?

Ur mod-bevañ kentoc’h vit ur vicher e oa al labour-douar d’ar c’houlz-se. Birvidik-tre e oa maezioù Breizh e fin an eil impalaeriezh. Steuziañ kuit a reas an dienez ha kemm a reas ar mod d’en em vagañ : muioc’h a gig a veze debret gant an tiegezhioù diwar ar maez. Dont a reas ul lodenn vat eus ar verourien da vezañ perc’henned war an douaroù a veze labouret gante. E meur a lec’h e koazhas beli an aotrouien. Evit ar bersoned avat e chome kreñv o gwask war soñjezonoù hag emzalc’h an dud diwar ar maez - ken kreñv ken e chom bev-mat ar feiz katolik e maezioù Breizh bremañ c’hoazh - daoust ma oa krog sevenadur ar c’hêrioù da doullañ e hent enno neuze. Evit ar skridoù ivez, ne oant ket c’hoazh evit an hengoun dre gomz. Rak distro awalc’h e oa maezioù Breizh d’ar c’houlz-se, dirapar an hentoù  da vont betek enne… pa veze unan anezhe c’hoazh, evit mont betek kêrioù ha menajoù zo. Dizarempred-mik en em gave kêriadennoù zo er Morbihan e-pad ar goañv ; ken gwazh ken e kave da labourerien-douar ar Morbihan e oa « gwalenn ar vro » eus an digevannez-se. Hag unan anezhe o kas goût : « Ha talv a ra an hentoù-houarn d’an dud diwar ar maez ma n’eus karrhent ebet dezhe da gas o zrevadoù betek enno ? » Labourioù a veze kaset gant gouarnamant an impalaer koulskoude, met difonn ez aent war-raok. E Penn-ar Bed e oa 1 037 km hent war nevesaat e 1866, diwar an 3 100 km a oa eno d’ar c’houlz-se. A-benn ar fin e oa rannet Breizh dre bastelloù-bro a vil-vern, distank an darempredoù kenetreze ha bev-mat henvoazioù dibar an eil hag eben anezhe.

Un devezh-dornañ e Perroz-Gireg. Gwerenn ur polred (fin an XIXvet- deroù an XXvet kantved) Mirdi Breizh : 989.0093.36.A dolead da dolead e chome kenskoaz ha kengred an dud diwar ar maez. Ne c’helle an devezhioù brasañ, eostiñ pe dornañ, dioueriñ nerzh gwazh na maouez ebet. Un digarez d’an ebatoù e oa dioute ivez, sonerien o kas anezhi e-pad ar friko - chistr ha lagout dezhi !... hag er fest-noz goude-se. Kenstrivadegoù etre ar gwersed a oa eus an devezhioù bras-se ivez. E 1870, er Morbihan ec’h ae gant ar gwellañ marrer ur ruban, ur boked-bleunioù ha choaz ar plac’h a zañzje gantañ. Gant an ardivikoù kentañ, an dornerez da gentañ ec’h eas an henvoazioù-se da get tamm-ha-tamm. E Breizh avat ne voe graet o zoull gante nemet e fin an eil impalaeriezh.

Daoust ha deroù un oadvezh-aour e voe neuze evit maezioù Breizh ? Ya avat, a dra-sur, ha padout a reas keit ha ne voe ket dibradet henvoazioù al labour-douar e Breizh gant ar reveulzi digent a grogas diwezhatoc’h e maezioù Breizh.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anthony Hamon, « Hag a-c’hiz kozh e oa al labour-douar e Breizh e fin an eil Impalaeriezh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 31/05/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/hag-a-c-hiz-kozh-e-oa-al-labour-douar-e-breizh-e-fin-an-eil-impalaeriezh

Levrlennadur :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité