Adalek dibenn ar bloavezhioù 1950 hag e‑doug ar bloavezhioù 1960 ez eus bet staliet gant ar Stad frammoù bras terkañ an tiriad. Mont a reont da heul diaweladoù steuñv pemp-bloaziek 1962 en doa kaset kevredigezh ar Frañs war-zu ar beveziñ a-vern. Ar gefridiezh Gwrizienn (kefridiezh etreministrel aveadur touristel arvor al Lengadok-Rousilhon eus he anv ofisiel) hag ar MIACA (Kefridiezh etreministrel aveadur arvor Akitania) zo bet heuliet a‑dost gant ar gouarnamant. Programmoù aveadur all zo bet douget ivez gant dilennidi o bro : ar C’HETMOR, Kevread aveadur touristel ar Mor-Bihan o vezañ bet unan outo.
Chom hep c'hwitañ war ar blegenn diouzh ar c’hiz : ar bageal
Meur a bleg a ranked bodañ evit ma yafe war‑gresk ar bageal er Frañs er bloavezhioù 1960 : kresk an amzer vak hag hini keidenn ar goproù, diorren ar c’hreizennoù deskiñ ha krouidigezh skolioù bageal-dre-lien koulz hag ar skolioù merdeiñ, implij danvezioù nevez (dar-brenn, pe koad-laonennek, poliester) setu pezh a roe tro da sevel bigi a‑steud, hag alese marc'hadmatoc'h. Dre ma tremene er mediaoù ar redadegoù a‑dreuz ar meurvor Atlantel e oa bet desachet evezh an dud : e 1964 e oa bet gounezet ar redadeg treuzatlantel saoz gant Eric Tabarly, un ofisour a-vor yaouank war e vag anvet Pen Duick II, hag hiriv an deiz e lavarer c’hoazh ez eo abaoe an trec’h‑se ez e oa bet cheñchet sell an dud war ar redadegoù en donvor.
Ar c’hêrioù gouronkañ o deus komprenet diouzhtu peseurt splet e c’hellent tennañ diouzh kresk ar bageal evit an dudi. Gant ar promotour Pierre Canto e oa bet savet e Cannes e 1964 ar porzh kentañ gouestlet d’ar bageal hepken. Ar bloavezh-se ivez e oa bet savet Porzh Sant-Pêr war enez Embiez gant ar gevredigezh Paul Ricard. Evel-se e krogas ur prantad a genlabourerezh stank etre servijoù ar Stad, ar strollegezhioù tiriadel hag ar bromotourien prevez, pezh a badas ur pemzek vloaz bennak. Tro 20 000 bag-vale a oa er Frañs e 1950. Pemp bloaz warn-ugent goude e oa tost da 320 000 outo.
E 1965 e oa bet savet ar C’HETMOR, Kevredad Terkañ Touristelezh ar Mor-Bihan, war intrudu prezidant Kuzul Jeneral ar Mor-Bihan, Raymond Marcellin, ha senedour-maer Kiberen, Victor Golvan. Ar C’huzul Jeneral ha Kef Fiziañ ha Tredeogañ a oa e gevranneien muiañ-niver. Gellout a rae bezañ reketet gant ar strollegezhioù lec’hel evit aozañ ha merañ aotreadurioù da zont ar porzhioù bageal. Ne oa er penn-kentañ nemet kumunioù Karnag hag an Drinded-Karnag o doa bet goulennet rekour e servijoù, heuliet int bet goude-se gant kumuniezhioù Arzhon ha Kiberen
Aveadurioù touristel war‑silwink tamm‑ha‑tamm
Labouret en deus ar C’HETMOR evit ma vefe kresket niver ar frammoù degemer ebarzhet en ur framm broadel, ha da aesaat diorren annez retredidi, evit ma vefe hiraet prantad an douristelezh, ha gwarantet labour d’an dud e-pad bloavezhioù, en ur c’horrekaat an divroañ. Awenet e oa an obererezhioù madoù diloc’h gant ar spered a gas en-dro terkañ arvor al Lengadok d’ar mare‑se : aozadur ul lec’h ha ne vank ket ennañ takadoù «gwerc’h», tolpet ar gêraozouriezh war dakadoù zo war an arvor, glasvez en takadoù kêraozet, diorren ar bageal.
Buan a-walc’h koulskoude en em gave ar raktresoù aveadur-se e-tal enebiezh an dud, e anv gwarez ar glad hag an endro, dreist‑holl er bloavezhioù 1970. Lakaet e oa bet ar raktresoù da dremen dre greñv, ha c’hwerv e oa an dud a gave abeg ennañ. E 1968, en doa komzet ar c’homiser‑enklasker eus un engroez trouzus dirazañ p’en doa kinniget raktres Kerjouanoù-Ar C’hroesti, met war‑lerc’h div eurvezh displegadennoù e oa ar muiañ‑niver a‑du gantañ, hervezañ, pezh a lakaas anezhañ da reiñ un ali a‑du gant ar raktres. Raktal e oa en em staliet neuze komite difenn Gourenez Rewiz, gant an SEPNB, Kevredad evit Studiañ ha Gwareziñ an Natur e Breizh, a vez graet Breizh Vev hiriv an deiz, met ivez dilennidi, sitoaianed, evit goulenn ma vefe nullet raktres Perwiz (ur gêr eus Sarzhav) ha kemmet hini Arzhon. E-doug an hañv 1970 e oa bet embannet un trakt a damalle « an arigrap lakaet war ar C’hourenez ». En ur gelaouenn evel Le Peuple breton (Pobl Vreizh) e oa bet kinniget ar C’HETMOR evel ur gourdrouz war Gwidel, an Ardeven, Arzhal, Ploermael, ha kondaonet e oa bet saverien ar pennad-se abalamour d’an tamall skrivet ganto… Ranket en doa ar C’HETMOR talañ ouzh meur a geinad el lez‑varn. E 1975 e oa bet distrujet savadur gwerzh Ramparzhioù Kerjouanoù zoken.
Deuet eo ar C’HETMOR da gas un nebeud raktresoù da benn memestra : An Drinded-Karnag (1962-1969), Portaligen (Kiberen, 1968), porzh ar C’hroesti (1974), Porzhig Gwenn (1975), Aradon (1976)... Difenn a rae e batrom ekonomikel hep e bar, hag evit‑se e c’houlenne e 1978 digant Ensavadur merañ an embregerezhioù kenwerzh ur studiadenn skogañ war ar porzhioù bageal war ekonomiezh ar vro. Gant ar studiadenn‑se e oa bet kadarnaet an dibab evit un ekonomiezh diazezet wat an douristelezh, dreist‑holl evit pezh a sell ouzh niver an implijoù‑labour. Met en em gavet eo bet ar C’HETMOR en arvar memestra abalamour da bouez e zle. Aet eo da get e 1982, ha daou framm o deus tapet e lec’h : ar SAGEMOR (Gevredad dre gevrannoù merañ ha terkañ ar Mor-Bihan) – deuet da vezañ ur c’hevredad foran lec’h abaoe 2012, Kompagnunezh Porzhioù ar Mor-Bihan –, hag ar SAM, Kevredad Terkañ ar Mor-Bihan, en doa adtapet un nebeud teuliadoù terkañ a-bouez, a voe kaset da benn vat evit ul lodenn outo, betek ma yeas da get e 1995.
Bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau