![Bertrand d’Argentré (1519 –Bertrand d’Argentré (1519-1590), unan eus disklêrourien bennañ Kustum Breizh. Poltred bet engravet gant Thomas de Leu (tresour hag engravour bet ganet e Pariz e 1562), tennet diwar embannadur - war-lerc’h e varv - e holl oberennoù war ar gwir, bet kaset da vat gant Nicolas Buon e Pariz e 1608. (Bertrandi d’Argentre… commentarii in patrias Britonum leges : seu… Consuetudines Antiquissimi Ducatus Britanniae / Disklêriadennoù Bertrand d’Argentré diwar Lezennoù bro ar Vretoned pe Kustum hendugelezh Breizh) Aotre : dastumadeg prevez. Foto gant T. Hamon posthume complète de ses œuvres juridiques, imprimée en 1508 à Paris par Nicolas Buon (Bertrandi d’Argentre… commentarii in patrias Britonum leges : seu… Consuetudines Antiquissimi Ducatus Britanniae / Commentaires de Bertrand d’Argentré sur les Lois nationales des Bretons : ou Coutumes du très ancien Duché de Bretagne). Crédit : Coll. particulière, cliché T. Hamon. Bertrand d’Argentré (1519-1590), unan eus disklêrourien bennañ Kustum Breizh. Poltred bet engravet gant Thomas de Leu (tresour hag engravour bet ganet e Pariz e 1562), tennet diwar embannadur - war-lerc’h e varv - e holl oberennoù war ar gwir, bet kaset da vat gant Nicolas Buon e Pariz e 1608. (Bertrandi d’Argentre… commentarii in patrias Britonum leges : seu… Consuetudines Antiquissimi Ducatus Britanniae / Disklêriadennoù Bertrand d’Argentré diwar Lezennoù bro ar Vretoned pe Kustum hendugelezh Breizh) Aotre : dastumadeg prevez. Foto gant T. Hamon](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/la-coutume-de-bretagne/encart%203/D%27Argentr%C3%A9%20%28notule%20Coutume%202015%3D.jpg)
Buan-tre e voe burutellet skrid kentañ Kustum Breizh, pa ne oa ket disi, pell a-se, evit a sell ouzh ar gwir.
Burutelladennoù Bertrand d’Argentré eo ar re vrudetañ. Barner senesaldiez Roazhon e oa-eñ e 1547, unan eus lezioù-barn-galv pennañ Breizh, a-raok ma oa bet savet Breujoù Breizh e 1554.
E latin, peurliesañ, e oa bet skrivet e evezhiadennoù a denne da bleustr ar gwir dreistholl. Taer eo lod anezhe avat pa glemm ouzh « difoultregezh ar reformourien ».
E 1568 e krogas da embann e evezhiadennoù, rannet dre beder levrenn hag a denn pephini eus :
- Aozadur ar justis ha kefridi ar brokulourien e-karg eus ar prosediñ, kuit a vreutaat (1568),
- An diaezamantoù a sav diwar rannañ hêrezh an noblañsoù (1570),
- Prosezerezh treuzkas ar madoù-leve diouzh mod « appropriances par bannies et prescriptions » a oa herverk da Vreizh (1576),
- An dilezoù - pe ar roidigezhioù – (1580),
Dalc’het e oa bet kont eus burutelladennoù d’Argentré, evit ar braz anezhe bepred, pa oa bet kempennet ar C’hustum e 1580. Perzh e oa bet-eñ eus ar c’hempenn-se ivez.
Talvezout a reas e labour en tu all da Vreizh dre ma voulc’has ur preder a-vras war ar gwir, dreist d’an distokoù ha d’an enebiezh zoken a gaved alies er Grennamzer eus an eil kustum d’egile. Sellet e vez eus e « deorienn ar statutoù », en tu all d’he zalvoudegezh lec’hel hag er Grennamzer, evel pa vije anezhi unan eus diazezoù ar Gwir prevez etrebroadel a-vemañ.