Bertrand d’Argentré (1519-1590) : Disklêrour meur Kustum Breizh.

Aozer : Thierry Hamon / Genver 2021

Bertrand d’Argentré (1519-1590), unan eus disklêrourien bennañ Kustum Breizh. Poltred bet engravet gant Thomas de Leu (tresour hag engravour bet ganet e Pariz e 1562), tennet diwar embannadur - war-lerc’h e varv - e holl oberennoù war ar gwir, bet kaset da vat gant Nicolas Buon e Pariz e 1608. (Bertrandi d’Argentre… commentarii in patrias Britonum leges : seu… Consuetudines Antiquissimi Ducatus Britanniae / Disklêriadennoù Bertrand d’Argentré diwar Lezennoù bro ar Vretoned pe Kustum hendugelezh Breizh) Aotre : dastumadeg prevez. Foto gant T. Hamon

 

Buan-tre e voe burutellet skrid kentañ Kustum Breizh, pa ne oa ket disi, pell a-se, evit a sell ouzh ar gwir.

Burutelladennoù Bertrand d’Argentré eo ar re vrudetañ. Barner senesaldiez Roazhon e oa-eñ e 1547, unan eus lezioù-barn-galv pennañ Breizh, a-raok ma oa bet savet Breujoù Breizh e 1554.

E latin, peurliesañ, e oa bet skrivet e evezhiadennoù a denne da bleustr ar gwir dreistholl. Taer eo lod anezhe avat pa glemm ouzh « difoultregezh ar reformourien ».

E 1568 e krogas da embann e evezhiadennoù, rannet dre beder levrenn hag a denn pephini eus :

  • Aozadur ar justis ha kefridi ar brokulourien e-karg eus ar prosediñ, kuit a vreutaat (1568),
  • An diaezamantoù a sav diwar rannañ hêrezh an noblañsoù (1570),
  • Prosezerezh treuzkas ar madoù-leve diouzh mod « appropriances par bannies et prescriptions » a oa herverk da Vreizh (1576),
  • An dilezoù - pe ar roidigezhioù – (1580),

Dalc’het e oa bet kont eus burutelladennoù d’Argentré, evit ar braz anezhe bepred, pa oa bet kempennet ar C’hustum e 1580. Perzh e oa bet-eñ eus ar c’hempenn-se ivez.

Talvezout a reas e labour en tu all da Vreizh dre ma voulc’has ur preder a-vras war ar gwir, dreist d’an distokoù ha d’an enebiezh zoken a gaved alies er Grennamzer eus an eil kustum d’egile. Sellet e vez eus e « deorienn ar statutoù », en tu all d’he zalvoudegezh lec’hel hag er Grennamzer, evel pa vije anezhi unan eus diazezoù ar Gwir prevez etrebroadel a-vemañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Hamon, « Bertrand d’Argentré (1519-1590) : Disklêrour meur Kustum Breizh. », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/bertrand-d-argentre-1519-1590-disklerour-meur-kustum-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité