Chalonied Breizh e pad kantved ar Sklerijennoù

Aozer : Olivier Charles / Genver 2021
E-doug an XVIIIvet kantved ez eus bet ouzhpenn 750 chaloni o kas oferennoù ul lid padus, ofisiel, tonius ha foran en nav iliz-veur a Vreizh (Dol, an Naoned, Kemper, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloù, Kastell-Paol, Landreger ha Gwened). Aktourien pennañ ar silvidigezh boutin, izili ar c’horfoù micher a bouez bras e kevredigezh ar Renad Kozh e oant, met ivez dileuridi uhelidi ar vro, pezh a lak anezho e touez ar vegenn eus kevredigezh Bretoned ar c’hêrioù.

Ar Sklerijennoù, oadvezh aour chalonied Breizh ?

P’eo bet lammet ar chabistroù e 1790 gant Lezenn diazez ar gloer eo aet da get ensavadurioù o doa padet meur a gantved. Un taol fall‑tre evit ar chalonied, abalamour ma oa gant an dud‑se ul leve‑iliz a veze graet chaloniezh outi, hag ul leve‑gopr anvet preband : aze eo doa kollet ar plas o doa bet war an dachenn lezennel, hag echu ar perzh a c’hoarient er gevredigezh. A-boan ma oa bet paouezet gant al lidoù – etre hanter miz Here 1790 en Naoned ha Sant‑Maloù hag hanter miz Kerzu e Roazhon ha Kastell-Paol – ma oa splann d’ar chalonied e oa disoc’h mare o brud, ha krog e oant dija da sellet gant melkoni ouzh an amzer dremenet, en ur ober  outañ ur mare bravoc’h eget ne oa bet. Dre ziv wech e c’heller adkavout roudoù ar santimant‑se : pa oa bet adstaliet ar chabistroù hag ar chalonied e 1802, hag e pleg an XIXvet hag an XXvet kantved, pa oa stenn an endro politikel ha relijiel.

Piv eo chalonied Breizh an XVIIIvet kantved ?

E meur a geñver e c’heller lâret e oa ur plas enorus-bras graet d’ar chalonied e kevredigezh dibenn ar Renad Kozh. Dileuridi eus urzh kentañ ar gevredigezh e oant, hag istimet-mat e oant dre ma oant tud a Iliz. Alies-kaer e veze grazoù skol-veur ganto, hag an darn vras anezho a oa tremenet dre skolajoù an eskopti, dre ar c’hloerdioù pe skolioù-meur Pariz. Lod anezho o deus implijet an deskadurezh-se evit skrivañ pe evit dastum levraouegoù meur, en o zouez Christophe Michel Ruffelet eus Sant Brieg, hag a oa en e gerzh en tu all da 4 000 levr, hag en doa bet savet Annales briochines (Dielloù Sant Brieg, 1771).

Iliz-veur Sant-Brieg. Stamp an XIXvet kantved. Mirdi Breizh : 876.0005.64.Dileuridi uhelidi ar politikerezh hag ekonomiezh ar vro e oa eus ar chalonied ivez. E chabistr Roazhon neuze e veze degemeret bugale noblañsoù an arme, pe bugale kannaded ar Parlamant, e hini Sant-Maloù e veze kavet bugale marc’hadourien vras ar vro. Bet e oa un toullad mat eus ar chalonied‑se e penn-kentañ ar gizioù nevez e kêrioù Breizh : ar c’hoant kaout evajoù a‑ziavaez‑bro, an arrebeuri «giz Sina», ar blijadur gant ar skiantoù, kement boaz a veze en o mesk a verke ul lodenn eus ar sevenadur a enorioù.

Kantved ar sklerijennoù : bed ar chabistroù en e vleuñv ?

Meur a abeg a vefe evit lâret kement-mañ. Rak n’eo ket dister oberoù ar bedennerien er chabistroù. En iliz-veur e veze bamet an dud gant al lidoù bemdeziek, koulz ha gant al lidoù dreistordinal. Prosesionoù niverus ‑ evel da geñver Gouel ar Sakramant- a roe digarez d’ar sakristed da vezañ gwelet e kreiz-kêr. Ha kreñvaet e oa al lidoù-se gant bagadoù sonerien a veze taolet evezh bras outo (30 % eus dispignoù ker‑Gwened e 1790). Hag ur vrud vat a veze gant lod eus ar vistri‑sonerien, evel Claude Hermant de Saint-Benoist e kêr-Wened, pa rene war ur strollad kanerien, kloareged koulz ha laiked, ambrouget gant lazoù‑kanañ kolisted ha benvegerien a veze holl o kas en‑dro oberennoù kan‑plaen ha simfoniennoù.

Meur a abeg a vefe evit lâret kement-mañ. Rak n’eo ket dister oberoù ar bedennerien er chabistroù. En iliz-veur e veze bamet an dud gant al lidoù bemdeziek, koulz ha gant al lidoù dreistordinal. Prosesionoù niverus   evel da geñver Gouel ar Sakramant- a roe digarez d’ar sakristed da vezañ gwelet e kreiz-kêr. Ha kreñvaet e oa al lidoù-se gant bagadoù sonerien a veze taolet evezh bras outo (30 % eus dispignoù ker Gwened e 1790). Hag ur vrud vat a veze gant lod eus ar vistri sonerien, evel Claude Hermant de Saint-Benoist e kêr-Wened, pa rene war ur strollad kanerien, kloareged koulz ha laiked, ambrouget gant lazoù kanañ kolisted ha benvegerien a veze holl o kas en dro oberennoù kan plaen ha simfoniennoù.

Ma ne oant ket e-touez ar re uhelañ er rouantelezh - 2 200 lur evit ar re uhelañ en Naoned - prebandoù Breizh a zegase memestra ul leve dereat-tre d’ ar re a oa titlet ganto. Ha pa veze un dinite - ul leve iliz pe iliz-veur - ouzhpenn, ha madoù personel gant chalonied zo, lod outo o doa gellet dastum un tamm mat a beadra. Ar Roazhonad Julien Gibon du Pargo da skouer a reseve tost da 10 500 lur ar bloaz a-raok an Dispac’h ; ha chomet e oa madoù a dalveze moarvat en tu all da 19 000 lur gant e geneil Pierre Gilles Aulnette pa oa marvet er bloaz 1751.

Hag ur perzh eeun pe dieeun o deus ar c’hompagnunezhioù er merañ aferioù an eskopti. Evit gwir e veze an eskibien o tibab an darn vras eus o c’henlabourerien – sekretourien, vikeled bras, ofisialed – e diabarzh ar chabistroù. E Sant Brieg da skouer, ar vikel vras Jean Gabriel de Robien en deus servijet pevar eskob etre 1761 ha 1790. Diouzh an tu all, da geñver ar  mareoù etre-eskobel e veze meret da vat an eskoptioù gant ar chalonied, pa veze anvet ganto vikeled ar chabistroù. Merañ a raent ivez an treuzkas, pa vezent o kas en‑dro lidoù obidoù an eskob kozh, ha lid tronidigezh an eskob nevez.

Un oadvezh aour, gwir pe gaou ?

N’eo ket ken sklaer ar respont, rak pa soñjer mat, ken abred hag er XVIvet kantved eo bet tennet digant ar chabistroù lod eus o gwirioù, evel dilenn an eskibien, hag an diskarg eus gweladennoù an eskibien, e-touez traoù all. Ha ma c’hell ar chabistroù dirouestlañ o c’hudennoù reolennoù, ret-mat eo anzav eo ral a wech e veze ar peoc’h da ren en o mesk. E meur a gompagnunezh – evel e Landreger e penn kentañ ar c’hantved - e oa darn eus ar chalonied a veze remerket abalamour d’o emzalc’hioù direizh... ha memestra a veze adkavet e-touez ar vasikoded : kunujennoù, mezventi, largentez diwar statudoù ar chabistroù a veze kavet ingal.

Diouzh un tu all e ranke ar chabistroù talañ ouzh tagadennoù enebourien mennet mat. Rak en ur gevredigezh m’eo termenet splann plas pep hini e ranker stourm kalzig evit derc’hel d’e renk ha reiñ da bep hini e blas, pezh a gas d’ un aotrouniezh ha d’ar stabilded en ensavadur. Da gentañ e rankont mirout ouzh an eskibien da lakaat da dalvezout dre nerzh an aotrouniezh bet dereet outo gant sened-Iliz Trento war hollad ar gloer, hag ar chalonied en o zouez. Pa seller pizh eo e 1729, e Sant-Maloù ez eus bet eus an tabut meur diwezhañ. Met ne oa ket pell eus an tabut-se beleien ar parrezioù  diservijet en ilizoù-meur e Dol, Kemper, Sant-Maloù, Kastell-Paol, Landreger ha Gwened. Pennadurezhioù kêrioù an ilizoù-meur – tiez-kêr, prezidialoù, parlamant- ne vankont ket da gaout abeg e statud ar chalonied.

Chapel Sant Erwan e Roazhon. Maen-dresadenn war baper leuegen. Mirdi Breizh : 2016.0000.3280.Hag ar reuz-se da dremen en un endro hag e-barzh savadurioù a veze pell a-wechoù diouzh live ar gefridi bet fiziet er c’hompagnunezhioù. Gwir eo e oa stad an ilizoù-meur o vont war fallaat. E Roazhon ez eus bet ranket dilezel Sant-Pêr zoken evit bezañ degemeret e Sant Erwan er bloaz 1754. Ha kement-se abalamour da ziaesterioù arc’hant ar chabistroù az ae war washaat.

Ur bed hedorr ?

An XVIIIvet  kantved zo bet ur mare stabil evit an ensavadurioù anavezet mat gant ar bobl d’ar mare-se. Alies-kaer e veze gwelet kloer an ilizoù-meur e kalon ar c’hêrioù a oa sez an eskoptioù, pa oan ar gloer-se e‑touez an uhelidi a gemere perzh e melestradur ar c’hêrioù hag ar rannvro. Ha koulskoude, da vare an tad mat – ar beleg bepred prest da rentañ servij d’e barrezianiz – e c’hoarveze d’ar re-mañ oc’h ober goap outo... ha pell-mat eo bet ar gloer bet o teurel pled ouzh ar gourdrouz. Ne oa ken met pa oa bet aergelc’h an dispac’h war ar vro ma oa bet broudet chabistroù Roazhon, Sant Brieg ha Kastell-Paol da geler perzh en Unvaniezh chabistroù ar Frañs, e miz Ebrel 1789. N’he doa ket padet pell an unvaniezh-se a glaske difenn gwirioù hag interestoù ar pennadurezhioù ar rouantelezh,  da heul chabistr Itron-Varia Pariz…

 

Bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Olivier Charles, « Chalonied Breizh e pad kantved ar Sklerijennoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/chalonied-breizh-e-pad-kantved-ar-sklerijennou

Levrlennadur :

 

  • Charles Olivier, Chanoines de Bretagne. Carrières et cultures d’une élite cléricale au siècle des Lumières, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2004.
  • Loupès Philippe, Chapitres et chanoines de Guyenne aux xviie et xviiie siècles, Paris, Éditions de l’École des Hautes Études en Sciences Sociales, 1985.
  • Bourdin Philippe, « Collégiales et chapitres cathédraux au crible de l’opinion et de la Révolution », Annales historiques de la Révolution française, n° 331, 2003, p. 29-55.
  • Charles Olivier, « a meilleure vie du monde ? Entre discrétion et ostentation. Les chanoines des cathédrales bretonnes et la richesse au xviiisiècle », in Bourquin Laurent et Hamon Philippe (dir.), Fortunes urbaines. Élites et richesse dans les villes de l’Ouest à l’époque moderne, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2011, p. 129-149.
  • Restif Bruno, « Les paroisses desservies dans les églises cathédrales et collégiales. Enjeux, concurrences et conflits (xvie-xviiie siècle) », in Bonzon Anne, Guignet Philippe et Venard Marc (dir.), La paroisse urbaine du Moyen Âge à nos jours, Paris, Cerf, 2014, p. 183-198.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité