Kenwerzh ar boued e Breizh en XVIIIvet kantved

Aozer : Sklaerenn Scuiller / Gwengolo 2021
Diwar ar studioù a-zivout ar c’henwerzh bras hag al lignezioù marc’hadourien, ar skeudenn hon dez eus ar c’henwerzh e kantved ar Sklêrijenn zo hini un « XVIIIvet kantved kaer », douget gant an trafik en trevadennoù ha merket gant kresk ar porzhioù bras. Brav ar skeudenn-mañ eta, koulskoude n’eo ket tout an traou a weler warni. Ar vevañs an hini eo an dalc’h pennañ evit ar c’henwerzh, e Breizh koulz hag er rest eus ar rouantelezh, ha seul vuioc’h a se evit kenwerzh ar boued. Pourveziñ greun a-walc’h d’an dud, sed aze ur preder a rank Stad ar roue soursial dalc’hmat outañ, hag ivez ur sujed a ren-dael etre ar fiziokrated chikanus. E-skeud-se, kig, pesked, gwin, frouezh, legumaj ha marc’hadourezh ispisiri a vez kavet bemdez war palieroù ar boutikoù pe war stalioù ar foarioù hag ar marc’hadoù. En hent a gas ar bouedoù-se eus ar broduerien d’an didailherien avat, e kemer perzh un niver bras pe vrasoc’h a hanterourien. Kement ha kompren e-barzh ar mod ma laboure an holl dud-se, tudigoù anezho alies, emañ diellaouegoù al lezioù-barn koñsuled e-touez ar mammennoù spletusañ peogwir e kaver enno enklaskoù diwar-benn ar c’henwerzh ha teuliadoù freuz-stal pe fouet-boutik.

Ur c’henwerzh breizhat liesseurt-tre

En e Dictionnaire universel de commerce e skrive Savary des Bruslons  penaos e oa daou seurt kenwerzh en XVIIIvet kantved e Breizh : « hini ar varc’hadourezh a zo a orin eus ar vro pe a vez aozet enni, hag hini ar varc’hadourezh a vez degaset di ». Ar bouedoù eo bras o ferzh er c’henwerzh-se. Kerkent hag er Grenn-Amzer e vez gwerzhet gant Breizh da ziavaez-bro an edoù, an holen, an amann hag ar gwin a vez produet a re ganti. Chatal a vez savet e Breizh ivez, a gas en-dro buhez ar foarioù hag ar marc’hadoù, ha buhezek eo ar pesketaerezh ouzhpenn-se. Abaoe pell e erru gwin Bourdel e porzhioù Breizh ivez, hag abaoe ar XVIIvet kantved e erru eno moru eus an Douar-Nevez ha bouedoù o tont eus an trevadennoù. Ar re-se a ray ul lodenn vat eus fortun ar vro en XVIIIvet kantved. E-keñver talvoudegezh, ar c’hafe, ar c’hakao hag ar sukr a sav da ouzhpenn 50% eus ar varc’hadourezh dilestret e Breizh etre 1749 ha 1754, ar pep brasañ en Naoned. Un darn hepken eus ar bouedoù-se en em gav war an daol e tiez ar Frañsizien avat. Adkaset e vez pelloc’h tost un hanter eus al lestradoù sukr, da skwer. En holl, ar bouedoù deuet eus an trevadennoù a sav o zalvoudegezh da ouzhpenn 30 % eus ar marc’hadourezh a guita ar broviñs war-zu an estrenvro (an Holland hag ar Mor Baltek peurgetket). Koulskoude, daoust d’ar bouedoù tramor ha da genwerzh an trevadennoù dre vras sikour a-benn ma vefe un nemorant e-barzh balañs ar c’henwerzh e porzhioù Breizh, ne vez ket distroadet ganto evit afer-se al lien, a chom c’hoazh ar madoù ezporzhiet ar muiañ d’ar mare-se. Naoned, a oar degemer ar batimantoù erruet eus an Antilhez, hag An Oriant, a gustum reiñ bod da listri Kompagnunezh an Indez adalek 1734, a zo er penn a-raok evit ar c’henwerzh tramor.

Plañ nevez An Oriant, Porzh-Loeiz hag o lennoù-mor, 1771. Mirdi Breizh : 2018.0000.1283.Met n’eo ket a-walc’h gwelet an eskemmoù marc’hadourezh er porzhioù bras hag er c’henwerzh etrebroadel : perzh an trafikoù lec’hel ha penn-da-benn da Vreizh dre an hentoù-mor a ranker sellet outo ivez.

Tremeniri stank a-hed an arvor  

Skignañ ar varc’hadourezh erruet en Naoned, en Oriant pe e Sant-Maloù a vez graet gant porzhioù bihanoc’h ar broviñs, hag ar re-se a servij ivez da lec’hioù pourveziñ d’ar porzhioù bras. Ar greun eo a zo e kreizig kreiz ar rouedadoù kenwerzh, diazezet mat, ha pa vefe fourgaset ingal ar rouedadoù-se gant lezennoù cheñch-dicheñch, savet evel kemend-all a skoilhoù ouzh kas ar varc’hadourezh er-maez eus Breizh. E-kerzh ar bloavezhioù 1770, porzhioù Kerne-Izel eo, hini Kemper en o fenn, a gas gwinizh da re An Oriant, Bro-Leon hag ar Mor-Bihan. Segal eo avat ar pep brasañ eus ar pezh a vez kaset d’an Naoned – lod anezho adkaset alese etrezek ar Guyenne, an Aunis hag ar Saintonge – pe da ledenez Gwenrann, peotramant e-barzh aber ar Wilen. Darempredet e vez stank an hentoù-mor a-dreuz ar Mor-Bihan ivez. Emañ porzh Gwened e penn an traou el lenn-vor-se, gant an havroù tostañ en e servij, hag alese e vez kaset gwinizh etrezek An Oriant ha kargamantoù etrezek Bourdel ha porzhioù ar Mor Kreizdouar. Ma troer war-zu arvor an hanternoz, porzhioù Treger ha Goueloù eo, dreist-holl, a ra war-dro kenwerzh ar greun, Landreger ha Pempoull paneveken. E servij Brest ha Sant-Maloù emaint, padal ez aio an trafik war ziskar en daou borzh bras-se e dibenn kantved Loeiz XIV.

Marc’hadourien oberiant

Estreget war vor e vez graet kenwerzh boued e Breizh. Eus an arvor d’an argoat, pe er c’hontrol eus an douaroù d’an aodoù ez eus maread a hentoù kenwerzh a-dreuz hag a-hed al ledenez, hag a bep seurt tud o labourat warno ha war o zro. Diouzh un tu, ar baramantourien a genwerzh a gas tout o aferioù e-ser ar beajoù a hirdreizh, hag int eo a ro d’ar porzhioù bras o finvidigezh koulz hag o skeudenn. Diouzh an tu all avat, ar goñversanted vihan eo a bourchas o boued d’ar Vretoned war ar pemdez. Tud bihan o danvez, un nebeud kantadoù pe milieroù a lurioù en o dalc’h hepken :  marc’hadourien dre damm ha/pe dre-vras, ispisourien, marc’hadourien gwin, greun, chatal peotramant kigerien. Prenañ a reont produioù evit o gwerzhañ pelloc’h, pe treuzfurmiñ anezho a-raok o gwerzhañ, gwech a vez. Ar varc’hadourien chatal hag ar gigerien a vez trawalc’h dezho, peurvuiañ, daremprediñ foarioù ha marc’hadoù ha kenwerzhañ tal-ouzh-tal gant o c’hendivizerien. Padal an ispisourien hag ar varc’hadourien gwin dre-vras a vez e darempred a-wezhioù gant koñversanted eus proviñsoù all. Al lizhiri eskemmet aketus hag ingal a zo dezho ur perzh pennañ en darempredoù-se. N’eus kaoz warno nemet eus traou ar vicher, peurvuiañ ne skriv ar varc’hadourien war al lizhiri-se nemet ar pezh o deus urzhiet, dre ober gant forzh formulennoù a zereadegezh. Lod eus an dud a vicher a ya hep termal, a zo kaeroc’h,   betek beajiñ war al lec’hioù produiñ, kement ha mont da dañva eno ar produioù a fell dezho prenañ. Meur a droiad betek Bourdel ha Libourne en doa bet graet e-giz-se Berthou yaouaer, ur marc’hadour gwin eus Roazhon, evit prenañ du-hont traou hag a oa evit marc’hadourien all, evit tavarnourien, peotramant evit hemañ-henn o chom e Roazhon pe war-dro.

Lizher kaset eus Roazhon gant ur c’henwerzhour a fell dezhañ urzhiañ kafe, sukr, marteze moka, hag o kas gouzout ar prizioù. Mirdi Breizh : 993.0017.7.Evit pourveziñ o stalioù e rank an ispisourien kontañ war kenwerzhourien An Oriant hag An Naoned. Lod eus an te hag eus ar pebr gwerzhet gant Kompagnunezh an Indez a vez kaset etrezek kêrioù pennañ ar broviñs, alies dre hentoù an argoad evit fed kêrioù an arvor e hanternoz al ledenez. Alies ivez avat, Montroulez, Rosko ha Sant-Maloù n’eus anezho nemet pazennoù war un hent hiroc’h, rak d’an tu all d’ar mor eo e vez kaset ar varc’hadourezh pelloc’h, dre floderezh, da Vro-Saoz. Heñvel dra evit produioù an Antilhez : kaset e vezont amañ hag ahont e Breizh, war vor, a borzh bras da borzh bras. Aesoc’h ar bagoù hag an aocherezh, pa lak ar c’hirri tri devezh evit mont eus an Naoned da Roazhon peurvuiañ. Livret e vez ar varc’hadourezh e seier, kesadoù pe paneroù, ha gwerzhet dre damm goude-se e-barzh boutikoù ha n’int ket fichet gwall gaer peurvuiañ : un daol da gontouer, balañsoù evit gallout muzuliañ, marc’hadourezh war ziskouez e-barzh boestoù pe kinniget eeun-hag-eeun er sac’h ma oant bet degaset. Endra ma teu ar sukr, ar c’hafe hag an te, hepdale, da vezañ debret hag evet gant tud kêr, n’en em gav ket ar maezioù lezet a-gostez evit afer-se. Stank eo ar prouennoù a ziskouez e veze debret sukr hag evet kafe an Antilhez ha te gant an dud diwar ar maez : gant ar re en o aez da gentañ, met ivez gant an dud vunut. Er Roc’h (-Derrien) e Bro-Dreger e veze gwerzhet ar produioù-se gant Yann Toudig, e-touez reoù all, ha kavet o doa fred muioc’h-mui e-kerzh ar bloavezhioù 1770. Ar skeudenn a zo da zerc’hel soñj anezhi evit a sell kenwerzh ar boued e Breizh en XVIIIvet kantved zo hini ur c’henwerzh liesseurt ha dizingal e stummoù. Un darn eus ledenez Breizh a zo troet war-zu ar mor, digor war ar bed, ha diwar un hevelep digoradur e vez ur mordeadur stank a-hed an arvor. E-skeud-se avat, an argoat n’eo ket ken liammet all ouzh an ekonomiezh marc’had. Kement-mañ evelkent ne vir ket ouzh argoadiz, labourerien-douar ar braz anezho, da sellet en tu-hont da harzoù ar broviñs, na da vezañ sachet gant saourioù nevez deuet eus Azia hag Amerika.

 

Be troet diwar ar galleg Gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Sklaerenn Scuiller, « Kenwerzh ar boued e Breizh en XVIIIvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/09/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/kenwerzh-ar-boued-e-breizh-en-xviiivet-kantved

Levrlennadur

  • Kimizuka Hiroyasu, Bordeaux et la Bretagne au xviiie siècle. Les routes du vin, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, 2015.
  • Letaconnoux Joseph, Les subsistances et le commerce des grains en Bretagne au XVIIIe siècle, essai de monographie économique, Rennes, imprimerie Oberthur, 1909.
  • Michon Bernard, L’aire portuaire de Nantes aux XVIIe et XVIIIe siècles. Construction d’une aire portuaire, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, 2011.
  • Quéniart Jean, La Bretagne au XVIIIe siècle (1675-1789), Rennes, Ouest-France, 2004.
  • Scuiller Sklaerenn, Le commerce alimentaire dans l’Ouest de la France au XVIIIe siècle, thèse de doctorat, université Rennes 2, 2015.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité