Emgann

Aozer : Jeanne Toutous / Mae 2021

Emgann zo ur strollad politikel breizhat eus an tu-kleiz pellañ bet savet e 1983. Da neuze ne oa ket laouen an tu kleiz radikal gant doare politikerezh ar gouarnamant Mauroy. En toullbac’h e oa d’ar c’houlz-se emsaverien zo eus an FLB, talbenn dieubiñ Breizh (FLB), ha difennet e oant gant ur c’henstrollad anvet «Kuzul an Distaoliadeg». Gant lod eus ar c’henstrollad e oa bet savet Emgann neuze, ha dibabet ganto an anv-se evit kas da soñjal e kelaouenn guzh an FLB. Evitañ da vezañ ur strollad politikel hervez lezenn hag anavezet, alies e seller ouzh Emgann  evel «rakstal» politikel Arme Dispac’hel Breizh. Yaouank ha radikal eo darn vras e izili, sanket enno mennozhioù sokial hag emrenelour, hag a-ratozh e klaskont mont heligentañ gant emsaverien an Unvaniezh demokratel Breizh (UDB), a zo aet diwar hent o mennozhioù orin, hervezo. Evit Emgann ez eo Breizh ur vro trevadennet gant ar Stad C’hall, hag a c’hellfe bezañ dieubet gant un emrenerezh kevelet gant ur sokialouriezh emverour hag etrevroadelour. Pa oa Emgann en e vleuñv, er bloavezhioù 1990, e oa ennañ un 200 ezel bennak. E-doug ar bloavezhioù-se ivez e oa bet harzhet lod eus e izili, tamallet ma oa dezho bezañ bet roet bod da emsaverien Bro-Euskadi, pe bezañ roet skoazell en mererezh d’an ETA (Euskadi Ta Askatasuna, Bro-Euskadi ha Frankiz), pe evit taolioù bet lakaet dindan anv an ARB, Arme Dispac’hel Breizh. Goude gwall-daol Kever a-enep an ti-debriñ McDonald's d’an 19 a viz Ebrel 2000, ez eo harzhet mouezh aotreet ar strollad ha bac’het en diarbenn. Goude ur prosez hag a bet echuet e miz Meurzh 2004, lec’h ma oa bet barnet 14 eus izili Emgann, e oa bet didamallet holl izili ar strollad a-benn fin ar gont, ha kondaonet ar gwall-daol gant ar strollad zoken. E miz Here 2009 e oa bet divizet gant izili Emgann sevel ur strollad emrenelour a-gleiz nevez anvet Breizhistance, en ur resisaat tamm-ha-tamm e oant eus «an tu-kleiz emrenelour breizhek», a-raok mont gant an anv War-Sav (Evit aozañ an tu-kleiz emrenelour) e 2020. 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jeanne Toutous, « Emgann », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/05/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/emgann

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité