1341-1343 : ur mare stank
Marv Yann III : Penn-kentañ Brezel an Hêrezh
7 a viz Gwengolo 1341 : Diferad Conflans a ro an tu da Janed Pentevr.
Miz Du 1341 : ¨Tapet eo Moñforzh en Naoned ha toullbac’het e Pariz
1342 : Seziz an Henbont
Dilestret ar Saozon e Brest
Brezeliadennoù Saoz ha Gall en dugelezh
1343-1362 : sac’het ar brezel evit ur prantad
Miz Genver 1343 : Siellet un dreverz etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall e Malastreg, pezh a lakaas un termen d’an emgannoù evit daou vloaz.
1343 : Edouarzh III e Breizh
Kaset eo d’ar marv uhelidi a Vreizh tamallet dezho bezañ skoazellet ar Saozon
1344 : Kemeridigezh Kemper ha lazhadeg hec’h annezidi gant Charlez Bleaz
1345 : Divac’het eo Yann Moñforzh a zoug gwazoniezh da Edouarzh III
1346 : Emgann Crécy
1347 : Emgann ar Roc’h-Derrien, paket eo Bleaz ha kaset da Vro-Saoz
Paket eo Bleaz gant ar Saozon. Savet eo bet urzh ar Gabestrell
1349 : Mont a ra Olier Klison da gaout Yann IV e Bro-Saoz
1351 : Emgann an Tregont
Echu eo gant an dreverz etre Bro-C’hall ha Bro-Saoz
1352 : Trec’het eo ar vegenn eus marc’heien Frañs urzh ar steredenn e Maoron
1356 : Divac’het eo Charlez Bleaz evit ur rañson
Trec’het e Poitiers, bac’het eo Yann II «ar roue mat»
1356-1357 : Troioù-kaer Gwesklin e-doug difenn Roazhon
1358 : Kevreier Londrez
1359 : Torret ar marc'hatadennoù etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall
Marc’hekadenn Edouarzh III en Enez-Frañs
1360 : Feuremglev Brétigny
1361 : Bodadenn Saint-Omer
Marvet eo Marc’harid a Vro-Saoz (gwreg kentañ Yann Moñforzh, an hini a vo Yann IV)
1362-1364 : an danvez-duged tal-ouzh-tal
1362 : Distro Yann Moñforzh da Vreizh
1363 :En Evrann, strivoù da gompezañ dre varc’hatadennoù en ur rannañ an dugelezh.
Du Gwesklin kaset da Vreizh
1364 : Marvet eo Yann II ar roue mat e Londrez. Sakradurezh Charlez V
29 a viz Gwengolo 1364 : Emgann Alre