Ur brezel evit ur c’haer a hêrezh
Dek vloaz a-raok an darvoud-se e varvas dihêr Yann III, dug Breizh. Jeu a savas neuze diwar hêrezh Breizh etre e nizez, Janed a Benteür, merc’h nemeti e vreur kentañ, Gi Vreizh, aotrou a Benteür diouzh un tu, ha Yann Vreizh, kont Montfort-l’Amaury (e-tal-kichen Pariz), eil breur Yann III diouzh an tu all. Dre varn Conflans (d’ar 7 a viz gwengolo 1341) e voe dibabet Janed gant Philippe VI, roue Bro C’hall, abalamour ma oa-hi gwreg Charles de Blois (« Bleiz », evit ar Vretoned), e niz. Sevel a-enep a reas Yann a Vontfort ha touiñ le da Edward III, roue Bro-Saoz, oc’h anavezout anezhañ da roue Bro-C’hall war un dro.
Toullbac’het e voe-eñ gant roue Bro-C’hall. Tapout a reas skampañ kuit. Mervel a reas avat, nebeut amzer goude-se. Kerkent en em gontas Edward III merour an dugelezh war anv mab Yann a Vontfort pa ne oa hennezh-bihan nemet c’hwec’h vloaz. Gantañ e oa an tu kreñv : friket e oa bet armeoù roue Bro-C’hall gant e re e Crécy (1346) ha pilet re Charlez Vleiz er Roc’h-Derrien (1347) ken brav ken e oa bet toullbac’het hennezh. Riñset e oa an holl avat a-benn neuze. Klask repu a reas tud Charlez er c’hastilli dalc’het gante, e norzh Breizh dreist-holl. Ingaliñ a reas Edward III ar c’hastilli dalc’het gantañ e su Breizh etre e gabitened hag un nebeut noblañsoù breizhat aet a-du gant Montfort.
Gwarnizon ouzh gwarnizon
Tapout kastell Ploermael, dor su Breizh dalc’het gant o enebourien, e oa pal tud Bleiz e 1351. En o fenn e oa Jean de Beaumanoir, marichal Breizh. Bodañ e wazed wellañ a reas e kastell Josilin, ur c’hreñvlec’h meur bet fiziet ennañ gant Marie de La Cerda, kontez Porc’hoed hag Alençon, kenitervez da Charlez de La Cerda, konestabl Frañs, mab-kaer Janed a Benteür ha mignon ar roue.
Pa ne oa kistion ebet ken a lazhadeg vras e teas hennezh kabiten Ploermael, ar Saoz Bembro, d’en em gannañ e mod un tournamant evel marc’heien an Daol grenn.
Derc’hel penn a reas Bembro d’an dae ha lakaat niver an emgannerien da dregont a bep tu. Termenet e voe deiz ha lec’h an emgann da derc’hent pevare sulvezh ar C’horais, da lâret eo ar sadorn 26 a viz Meurzh 1351, e-tal derwenn lanneg Hanter-Hent, keit-ha-keit eus an daou gastell.
D’an deiz bet lakaet e teuas an tri-ugent gwaz-se (muioc’h e gwirionez, sellit ouzh ar roll) da selaou an oferenn - war yun zoken evit Jean de Beaumanoir. War varc’h e teujont betek an dachenn bevennet gant armoù siket en douar ha mont tre war o zreid, gwisket o hobregonoù gante, berzet oute mont er-maez diouti adal-neuze, nemet ha koll o enor a rajent.
Un emgann dreist-ordinal
Ha bec’h dezhi neuze, mesk-ha-mesk, korf-ha-korf. Tri gwaz a voe lazhet ha meur a hini gloazet diouzh tu Bleiz en argad kentañ. Un ehan a voe graet gante goude-se kement ha terriñ o sec’hed ha tapout startijenn en-dro oc’h evañ gwin Añjou.Kerkent hag adstaget ganti e kouezhas Bembro, marv-mik, aet goaf Alan a Gêranreiz a-dreuz e gorf. Hag ur soudard alaman, Croquart e anv, ha kemer e lerc’h e penn strollad Montfort ha renkañ e geneiled war ur regenn, gwarezet kostezioù pep hini gant egile. Un emgann d’ar marv an hini e voe, kuit a druez ebet. Lazhet e voe tri gwaz c’hoazh diouzh tu Bleiz ha pevar diouzh tu Montfort.
Pa oa Beaumanoir, gloazet, o c’houlenn evañ e taolas Geoffroy du Bois ar bomm-mañ outañ, deuet e vrud betek ennomp : « Evit ho kwad ‘ta Beaumanoir, torret e vo deoc’h ho sec’hed ! ». Ha Beaumanoir, deuet e nerzh dezhañ en-dro da gregiñ e-barzh adarre. Kerkent avat e stummas Croquart e vagad e stumm un heureuchin. Klask o gronnañ a reas reoù Bleiz neuze met derc’hel mat a rae ar voger houarn ouzh o zaolioù. Neuze e lammas Gwilhom a Vontauban war e varc’h, evel ma oa aotreet d’en ober, ha skeiñ d’ar pevarlamm ouzh an heureuchin o pennbouzellañ dek enebour raktal. Ha reoù Bleiz da ziredek en ode neuze ken brav ha ken prim ken e voe dilouzet-propr ar Vonforted. Deuet e oa gant Beaumanoir hag e geneiled. Eus 15 da 26 gwaz a voe lazhet a-benn ar fin : etre 10 ha 17 eus tu Montfort hag etre 5 ha 9 eus tu Bleiz.
Un emgann evit ket ha netra
Evit Bleiz da vezañ trec’h, hag evit kêr Bloermael da vezañ bet sezizet mizioù-pad gante goude-se, ne voe ket-hi tapet gant ar Vleized. Dont a reas soudarded roue Bro C’hall da harpañ ar re-se ha klask a rejont dont a-benn diouti e emgann Maoron e lec’h e voe lazhet an holl anezhe (14 a viz Eost 1352). Kroget e voe gant ur brezel-harellat neuze, hag a gasas e reuz e Breizh dek vloaz-pad, betek emgann an Alre d’an 29 a viz Gwengolo 1364. Eno e voe pilet ar Vleized a-benn ar fin ha dont a reas Yann a Vontfort da vezañ Yann III, dug Breizh.
Teul bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin