Ur c’hiz deuet abred er vro
Kerkent hag e fin an XIXvet kantved ez eus bet kaset en-dro redadegoù war varc’h-houarn e Breizh. D’ar mare-se e oa deuet stankoc’h-stankañ ar redadegoù er c’hêriadennoù, dre berzh ar c’hevredigezhioù beloioù a veze krouet a vil vern. Er redadegoù aozet gant ar re-se e ranke ar rederien, a bep eil, mont ar buanañ posubl hag er c’hontrol diskouez pegen ouesk e oant da vont... ar gorrekañ ma c’hallent. Goude ar berzh bras graet gant ar c’hentañ Pariz-Brest-Pariz e 1891 ez eus bet broudet kleuboù niverus da aozañ o redadegoù andur dezho o-unan, evel hini Pariz-Naoned-Pariz e 1892, hini Montroulez-Gwipavaz e 1892, pe hini Roazhon-Brest-Roazhon e 1894… Gant an diaes ma ’z int da aozañ avat, ne zeuer ket a-benn d’o lakaat da zalc’her a vloaz da vloaz.
Gant ar c’hantved nevez ez a daou dra a-du gant an aozerien redadegoù, avat. Diouzh un tu ez eus digresk war priz ar beloioù, kement ma c’hell an dud prenañ pep a unan, ar pezh a zigor ur marc’had ledan-tre. Evit lakaat anavezout o merk n’eo ket seizhdaleetoc’h al labouradegoù o postañ arc’hant er redadegoù. Ha diouzh an tu all, ar bobl a ya sod-nay gant Tro Frañs. O welet pegement a skouerennoù a vez gwerzhet gant L’Auto, kazetenn bemdeziek ar sport ha mamm-gozh ar gazetenn L’Équipe, da heul ar berzh graet gant Tro Frañs, setu ma teu skiant d’ar c’hazetennoù pemdeziek er rannvroioù eus galloud bras ar marc’hhouarnerezh evel mod kehentiñ. L’Ouest-Éclair a ro lañs d’he redadeg « Tro Breizh » e 1911, adanvet ganti prestik e galleg « Hentad ar C’hornôg » evit dedennañ he holl lennerien. Torret eo al lañs a-daol-trumm gant ar Brezel Bras, ha kalz redadegoù en em gav nullet, evel hini Pariz-Brest-Pariz a oa da vezañ graet e 1916.
Oadvezh aour ar redadegoù war varc’h-houarn e Breizh ?
Goude ar brezel emañ adarre ar redadegoù en o bleuñv e Breizh. Ar re vrudetañ anezho eo ar re a vez paeroniet gant un embregerezh kazetenniñ, sed a vez taolet warno sklêrijenn ar mediaoù-se. Hentad ar C’hornôg (Le Circuit de l’Ouest) ha Manche-Océan zo bet lakaet o-daou e-giz-se e-kreiz al leurenn, an eil lusket gant Paris-Soir e 1938 pa oa bet adlañset egile gant Ouest-Éclair e 1931. E-skeud-se e vez ivez kant ha kant redadeg e bourc’hioù ar vro, divrud-krenn ha nann-ofisiel ar braz anezho. Pe e ve graet ar redadegoù-se war an hentoù pe en ur velodrom e sav birvilh hag entan e-leizh diwarno.
Ur c’halz eus ar redadegoù-se zo bet dihanet e-pad an Eil Brezel Bed. Daoust d’an dihan avat int deuet prestik e-barzh, diouzhtu goude ar brezel. Ha graet berzh adarre, kerkent. Muioc’h-mui a rederien eus broioù estren a vez sachet gant Tro ar C’hornôg (le Tour de l’Ouest) a gaver neuze war-lerc’h Hentad ar C’hornôg, koulz ha gant Manche-Océan. Honnezh a zeu a-benn da zedennañ ar re a oa pennoù-bras ar marc’h-houarn da neuze, evel Charly Gaul, Jean Brankart peotramant Tom Simpson. Engroeziadoù bras a zeu d’ar redadegoù-se bep bloaz. Betek 100 000 arvester zo bet kontet gant La Liberté du Morbihan a-hed an hent evit Manche-Océan e 1958. N’eus ket da souezhiñ o welet un hevelep kont, rak un « oadvezh aour » a zo ivez d’an ampoent-se e kriteriom Kallag hag e Hentad ar Stêr-Aon e Kastellin. A-viliadoù eo e teu an dud da arvestiñ bep bloaz ouzh kampioned vrasañ ar marc’h-houarn : Jacques Anquetil, Raymond Poulidor, Eddy Merckx, Luis Ocaña…
Redadegoù diasur o flanedenn, niverus avat
Aner e vije klask sevel al listenn eus an holl redadegoù marc’h-houarn a zo bet e Breizh abaoe an Eil Brezel Bed. Bresk an traou koulskoude, peogwir e vez diazezet ar redadegoù-se war an arc’hant roet gant sponsorien, ar yalc’hadoù publik, ha bolontez hag amzer an aozerien a ra war-dro a-youl-vat. Diasur e vez ar jeu ken e vez, dalc’hmat, n’eo ket ur wech hepken. Gwir eo an dra-se evit kement redadeg a zo, brudet bras ha pa vefe ar re-se. Aet Tro ar C’hornôg da get e 1959, Manche-Océan e 1964 (a-raok dont da vev adarre e 1983)… Heñvel tra evit a sell ar c’hriteriomoù, e barr o brud er bloavezhioù 1990, hag aet da netra dindan a-boan dek vloaz, war-bouez unan a ranker menegiñ : Rond ar C’horriganed e Kamorzh.
Endra ma ya redadegoù zo da get, bep bloaz, e teu reoù all da gemer o lec’h e-pad pellik pe pellikoc’h amzer, evel Redadeg ar Greunit (Ruban Granitier Breton) adalek 1967 pe Tro Bro-Leon adalek 1984. Hedro ha pa vefent, e chom stank ar redadegoù war varc’h-houarn dre ar vro. E-kichen reoù zo, a-ratozh evit ar baotred a vicher (Bretagne Classic, Route Adélie, Priz Meur Pluveleg, Tro Penn-ar-Bed…) e vez reoù all gouestlet d’an « amatourien » (Manche Atlantique, Essor Breton, Souvenir Louison Bobet, Kreiz Breizh Elites…). Diskrapañ ha keveziñ start a vez graet enno, sed e vezont evezhiet a-dost gant renerien ar skipailhoù a vicher. Deuet eo Trofe Kreiz Mor-Bihan da vezañ unan eus ar redadegoù dave a vez merket war an deiziadur etrebroadel. Gouestlet eo d’ar re yaouank hag aet eo ar maout eno er bloazioù diwezhañ gant paotred talantet-bras evel Mathieu van der Poel pe Remco Evenepoel… Erfin, diouzh tu ar merc’hed emañ ar marc’hhouarnerezh o tiorren ivez, da heul Priz Meur Ploue ar merc’hed, ur redadeg a-bouez war deiziadur UCI World Tour ar merc’hed. Div redadeg etrebroadel nevez zo deuet war wel abaoe 2018 : Kreiz Breizh Elites Dames ha Bretagne Ladies Tour.
Degemerus ar vro
Ouzhpenn ar redadegoù bloaziek e vez degemeret ingal e Breizh Tro Frañs ha Tro an Dazont (le Tour de l’Avenir). Bras eo ar skiant-prenet er vro ivez evit a sell aozañ kampionadoù : trizek gwezh kampionad Frañs war an hentoù ha seitek gwezh kampionad Frañs cyclo-cross abaoe 1954. Dre deir gwezh eo bet aozet kampionad ar bed ar cyclo-cross e Breizh abaoe 1982. Brasañ enor a zo : Ploue en doa roet bod da gampionad ar bed war an hentoù e 2000.
Brudet eo Breizhiz bremañ evit o barregezh da aozañ ur redadeg eus ar re vrasañ dindan berr-berr amzer diouzh ret. E 1982 o doa kroget an dud a-youl-vat ken prim ganti ma oa bet gallet aozañ diwar dizh ur redadeg a-benn d’an eur dre skipailh, etre An Oriant ha Pluveleg, e-lec’h an hini a oa bet ranket nullañ 72 eurvezh kentoc’h tra-penn d’un diskrog-labour gant micherourien govelioù bras Usinor. E miz Gwengolo 2016 ez eo kampionad Europa a voe roet bod dezhañ e Pluveleg ar wezh-mañ, e-lec’h Nice bet drastet daou viz kentoc’h gant gwalldaol spontus ar 14 a viz Gouere. E Ploue eo, pevar bloaz goude, e-kreiz kleñved-red ar c’hovid-19, e voe degemeret prim-ha-prim ar redadeg a oa da vezañ graet en Italia. Hag e Gregam eo e voe kavet an tu da saveteiñ kampionad Frañs ivez.