Adolphe Hélière, ar marc’hhouarner dianav marv evit Tro Frañs

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mae 2021

D’ar 15 a viz Gouere 1910 e embann ar gazetenn L’Auto ez eus deuet ur « gwallzarvoud poanius » e Tro Frañs d’ober diaes d’he dibunadur reizh. Marvet eo ar Roazhonad Adolphe Hélière en derc’hent, an hini kentañ eus rederien an Dro da vervel e-kerzh ar redadeg holl vrudet. Diwar lenn un hevelep titl, teuk-spontus ha pa vefe hiziv d’hon daoulagad-ni, ez omp kenteliet diwar-benn ar mod ma veze gwelet ar marv d’ar mare-se, a-benn ar fin, ha kemend-all diwar-benn an doare brud a oa da chom war-lerc’h ar sportour yaouank.

Ur rederig amatour n’eo ken Adolphe Hélière, 19 vloaz dezhañ hepken. A-benn gallout mont war ar renk evit redadeg e vravañ hunvreoù en deus ranket dastum kement gwenneg bet arboellet gantañ, peadra da baeañ bod ha boued a dennad da dennad. Hervez meur a hini eus e gerent ha mignoned zoken, n’eo ket gwall sirius e jeu. Unan bennak anezho en deus kontet d’ar gazetenn L’Auto penaos, a-raok loc’hañ, en doa lakaet ur mignon dezhañ klaoustre n’ez aje ket pelloc’h eget an trede tennad. Ar parier-se n’en doa ket soñjet avat pegen emroüs e vije paotr Roazhon, erruet e Nice d’an 13 a viz Gouere d’abardaez, goude ar c’hwec’hvet tennad. Skuizh-divi an tamm anezhañ, e ra e vad eus e zevezhiad diskuizh antronoz evit distanañ. E fin an endervezh, ha tomm-gor an aer er-maez c’hoazh, setu ma spluj er mor Kreizdouar evit freskaat. Beuzet ar paotr kerkent, da heul ur fallaenn-zour moarvat.

Ken poukr e oa an amzer ken ma voe divizet gant pennoù ti-kêr Nice douarañ e gorf er gêr-se da c’hortoz, anez kaout o ali gant kerent an den marv. Dre ur sav-arc’hant aozet gant ur gazetenn eus ar vro, L’Éclaireur de Nice, e voe kavet an tu d’ober dezhañ obidoù kaer. N’eo nemet goude un toulladig mizioù e teuas e dud a-benn da gaout arc’hant a-walc’h evit degas e gorf en-dro da Roazhon, hep na vije graet kalz a van eus se. Adolphe Hélière a yeas dizale en dianav adarre, hep plakenn ebet evit enoriñ e anv, padal e chom ar paotr-se unan eus ar re ez eo ardremmezet Tro Frañs ganto.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Adolphe Hélière, ar marc’hhouarner dianav marv evit Tro Frañs », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/05/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/adolphe-heliere-ar-marc-hhouarner-dianav-marv-evit-tro-frans

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité

Dielloù e liamm war Bretania.bzh