Ar c’habig, pe penaos e troas dilhad labour da zilhad giz-kêr

Aozer : Pascal Aumasson / Du 2022
E Breizh e veze gwisket dilhad gouel evit mont d’ar gouelioù hag al lidoù relijiel. Met ur chupenn implijet evit mont da labourat eo he deus graet ar muiañ a berzh e-touez holl c’hizioù hengounel ar vro. Aet eo ar c’habigoù betek chom evel dont da vezañ un elfenn a-bouez eus ur c’hiz padus e-touez an dud, ha betek bezañ un arouez eus Breizh zoken, pell eus e dachenn orin a oa bro-Bagan e reter Leon.

Er Vro Bagan, e reter Bro-Leon, eo e veze gwisket Kab an aod gant ar vezhinaerien dreist-holl, dre ma vezent alies o labourat dindan ar seizh amzer, pa veze start -tre al labour skrabañ goumon diwar ar reier. Degemeret e veze ganto ar chupenn-se a wareze anezho diouzh ar yenijenn, dre ma oa savet diwar ul lien start ha padus. Ha skoet eo bet spered an dud kement gant personelezh ar vartoloded, stumm dibar troc’h an danvez, ha liv gwenn hep par o c’habigoù.  A-drugarez d’un tresour baleant, entanet ma oa gant gizioù ar rannvroioù, ez eo chomet ganeomp ar c'hoshañ tresadenn eus ur c’habig. Oc’h ober un droiad e Breizh e-doug an hañv er bloaz 1844 e oa François-Hippolyte Lalaisse (1812-1884), kelenner e Skol Politeknik Pariz, p’en deus treset ur c’habig, hag embannet e oa bet an engravadur outañ en un dastumad stampoù a oa bet embannet bloaz goude.

Gwel eus un aocher e Kerlouan, gwisket gantañ un doare "kab gwenn" pe "kab an aod", e gorn-butun war-enaou gantañ. Stamp gant Hippolyte Lalaisse. Diwar : Dastumadennoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 921.0007.4

Dre-se e oa bet treuzkaset pell ar skeudenn-se. Kement a berzh en doa graet al levr Galerie armoricaine (Poltredaoueg an Arvorig), bet embannet en Naoned gant Pierre-Henri Charpentier, ma oa bet adtapet e-barzh meur a  eiladur all : stampoù romantel, eiladurioù er c’hazetennoù, betek ur gwiskamant evit al leurenn en abadenn « Le Fanal » (Al Letern), bet krouet e C’hoariva an Opera e 1849…

Adlañset eo bet dre ma oa un arouez gwirion eus micherourien ar vro

Er Vro-Vigoudenn eo koulskoude eo bet adlañset ar c’hiz dilhad-se, daoust ma ne veze ket anavezet dre eno. Mark ar Berr (1899-1968), ezel eus ar Seizh Breur, emsaver ha broadelour a gredas kregiñ e-barzh gant ar mennad klask sevel ur c’hiz breizhek eus ar mare. Adalek 1937 e voe dedennet gant ar c’habigoù, dre ma vezent gwisket da neuze gant vakañsourien eus Brest, Landerne, Kemper pe Roazhon, a zeue da Vrignogan da chom.

Kabig Le Minor Skeudenn bruderezh, luc’hskeudenn gant Jos an Doare, 1952.

Goapaet eo bet ar c’hiz-se gant tud ar vro, a rae eus outo « lakizien », tud didalvez, ne raent tamm labour ebet. Met goude an Eil Brezel Bed, Mark ar Berr, diouzh e du, a glaskas adkavout linennoù gwirion dilhad ar vezhinaerien, hag evit-se en doa savet un eilad eus ur stumm kozh a oa e-barzh dastumad Mirdi Breizh an Departamant. Ur wech tapet ur gentel diwar ar stumm-se a ziskoueze splann dezhañ an troc’h, ar bontonoù, ar c’hranelloù, an eil-pikadoù, ar gwrimennoù, ar c’habuchoù, ar c’huzhioù-dorn war an dilhad hengounel e krogas Mark ar Berr d’oberiañ dilhad en atalier gwriadeg e Kernizi e Kemper, ha goude-se e atalier ar familh anvet Les Tissages de Locmaria (Gwiadurioù Lokmaria), er stal L’enfant d’Armor (Bugel an Arvor), pe en ti Ruallem, e Kemper bepred.

 

Kabig ar Berr. Bloavezhioù 1950-1960. Dastumad prevez. Luc’hskeudenn gant: Marc Guilloud

Kenderc’hel a-drugarez d’ar spered embreger

E 1950 e voe divizet gant an ti Le Minor da vont war un hent kenwerzhel da vat, hag evit-se e oa digarez a-zoare da gaout fred gant ar c’habigoù hag o broderezhioù brudet. Kemenet e veze ar c’habigoù koulz evit gwazed hag evit maouezed pe evit bugale. Hir e vezent peurliesañ, ha lakaet ez oa bet outo godelloù war-draoñ e-plas ar godelloù-kof a veze da gentañ-penn, un dro-c’houzoug a oa bet ouzhpennet outo. Hag evit echuiñ e vezent savet diwar lien livioù liesseurt ha lakaet broderezhioù dezho. 6 000 skouerenn eus kabigoù Le Minor eo a zo bet fardet gant an 300 labourerez ha labourer e-doug ar bloaz 1974, hag ur wech deuet er-maez eus labouradeg ar Vro-Vigoudenn ez int bet brudet hardizh en holl gelaouennoù ar Frañs.

Ur padusted entanet e metoù an emsav sevenadurel 

M’eo bet tizhet ar vegenn eus ar c’hinnig kenwerzhel war e dachenn ez eo abalamour ma oa bet uhel meurbet ar goulenn kaout kabigoù ivez. Ha gwir eo e oa bet ar bagadoù, e Breizh-Izel koulz hag e Breizh-Uhel o tegemer ar c’habigoù evit o gwiskamantoù : bagadoù Plougerne, Brest, Kemper, Kleger, Ploermael, Felger, Montroulez, Naoned, Roazhon, Redon, Pariz pe zoken Marsilha... E-pad 4 pe 5 bloaz e oant bet gwisket evel-se a-raok dont da vout dilhad Breizh dre ar bed-holl, dre ma c’hellent talañ ouzh diaezamantoù ar gwiskamantoù lec’hel hengounel a veze re gêr ha ne glotent ket bepred gant ar fed dougen binviji sonerezh e-doug an dibunadegoù. D’ar mare-se eo ivez eo bet divarc’het an anv hengounel «kab an aod» evit dont da vezañ anvet «kabig», un anv a veze implijet betek-henn evit an dilhad bugale.

Er memes tro e weler kabigoù war ar skrammoù : diwar ali Herri Kaouissin e oa bet gwisket kabigoù glas gant aktourien ar filmoù Dieu a besoin des hommes, diwar romant Henri Queffélec Un recteur de l’île de Sein  bet embannet e 1944, ha Le Mystère du Folgoët (Mister ar Folgoad) : ne veze gwisket gant martolod ebet war Enez Sun koulskoude, nag er Folgoad kennebeut. Met gwellañ arouez ar vartoloded eo hiriv an deiz. Ha ken engouestlet eo un toullad stilourien entanet gant ar c‘habigoù, tud yaouank evel Val Piriou, Bleuenn Seveno pe c’hoazh Owen Poho, pezh a ziskouez splann e kendalc’h tres ar gwiskamant-se da zesachañ. Er bloavezhioù 1960 dija e oa bet an etnologour René-Yves Creston  o reiñ d’ar c’habigoù plas « gwiskamant broadel holl yaouankizoù Breizh ». Dek vloaz war-lerc’h e chome entanet emsaverien rannvroelour all, deuet a-benn da eilpennañ ur santadur negativel a-walc’h a oa bet stag ouzh dilhad-labour ar vezhinaerien a-wechoù. Goulc’han Kervella, leurenner strollad c’hoariva Ar vro Bagan e Plougerne, a vez gwisket gantañ ar c’habig, gant ar santimant reiñ korf d’e vreizhadelezh, ha gant ar youl da « chom ha labourat er vro ».

M’eo chomet bev e-pad ken pell an eñvor eus dilhad-labour ar vezhinaerien, an eñvor-se n’eo ket bet trawalc’h evit derc’hel bev an dilhad o-unan. Tri mare zo bet er cheñchamant-se. Da gentañ e oa bet tennet digant «kab an aod» e garg a zilhad-labour, goude-se en deus ranket dont da vezañ deuet mat e-touez meur a strollad sokial er Vro-Bagan, lec’h ma veze implijet gant an dud evit o micher, hag erfin en deus ranket dont d’en em staliañ e tiriadoù liesseurt ivez, hag er c’hêrioù da gentañ-penn. Ur skouer vat eus an tremen eus an implij lec’hel d’unan rannvroel ha betek broadel zoken.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Ar c’habig, pe penaos e troas dilhad labour da zilhad giz-kêr », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/11/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-habig-pe-penaos-e-troas-dilhad-labour-da-zilhad-giz-ker

LEVRLENNADUR

Aumasson Pascal, Bigouin Yannick, Le Berre Gwenaël, Kabig, Le destin d'un habit de grèves, éditions Coop Breizh, 2020.

Cuisenier Jean, Delouche Denise, Lossignol Simone, F-H Lalaisse : de la Bretagne et autres contrées, aquarelles et dessins, Brest, éditions de la Cité, 1985.

Arzel Pierre, Les Goémoniers, éditions de l’Estran - Le Chasse-marée, Douarnenez, 1987.

Faber Thibault, Couilloud Nathalie, « Le Kabig breton : un vêtement porteur d’identité », in ArMen, n° 109, janvier 2000.

« Kabig, kab-gwenn, kab-aod », in Pagan n° 10, les Cahiers de l’écomusée de Plouguerneau, juillet 2007.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité