Abaoe deroù ar bloavezhioù 1960 ez eo deuet Breizh da vezañ ur vro ma produer laezh en ur mod askoridik. E dibenn an dek vloaz-se e weler cheñchamantoù bras war marc’had al laezh : ur bern produerien zo ispisializet-tre bremañ, ken ez eo liammet o flanedenn da vat ouzh priz al laezh. Nag evit an embregerezhioù treuzfurmiñ (pe e vent prevez pe kooperativoù), ganto eo e vez dastumet ul lodenn vras eus al laezh produet, ha kreizennet e vezont muioc’h-mui. E deroù ar bloazioù 1970 e krog sindikalourien Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan da ziorren ur mennozh nevez e-mesk ar beizanted : bez’ e rank ar priz paeet gant an embregerezhioù treuzfurmiñ kemer e kont da begement e sav priz ar sevel chatal evit ar beizanted, kemer e kont labour ar re-se ivez, ha dreist-holl, degas d’ar re-se ur pae asur bep miz.
Taolioù a vez kaset da benn : e miz Here 1970 e teu labourerien-douar eus kanton Lokournan e Bro-Leon da sevel o mouezh da geñver bodadeg-veur o c’hooperativ ; ur c’hamionad laezh zo goullonderet gant peizanted eus ar Mor-Bihan e miz Ebrel 1971. Unan anezho, Jean Carel, zo kondaonet, ha diwar-se e sav reuz en Oriant e miz Mezheven eus ar memes bloaz. Erfin, e miz Meurzh 1972, e Liger-Atlantel, e harzer kamionoù war an hent evit goulenn ma vo lakaet un echu d’ar primoù evit ar « c’hementad » hag a ya da zrusaat o gounidoù d’ar broduerien vrasañ. E-barzh ar gont-se, an digresk mareadek war priz al laezh d’an 1 a viz Ebrel 1972 – tra ma ’z eus bet divizet gant Bruxelles kreskiñ ar priz ofisiel, er c’hontrol – n’eo ket evit bezañ komprenet gant ar saverien-saout. Nac’het eo gant ar c’hevrennoù produerien laezh e sindikadoù Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Hanternoz.
« Poaniañ a ra Yann gouer. Paeañ a ra Per brener. Yalc’hat a ra Jakez uzinier. »
D’ar 4, 6 ha 9 a viz Mae e stanker o hent d’ar c’hirri-samm e-pad ur pennad-amzer e Liger-Atlantel, hag adalek an 10 a viz Mae er Mor-Bihan hag e Penn-ar-Bed. D’an 12 a viz Mae, an FDSEA (Fédération départementale des syndicats d’exploitants agricoles) hag ar CDJA (Centre départemental des jeunes agriculteurs) eus Penn-ar-Bed a c’houlenn ma vo kresket priz al laezh a seurt da gaout « ur gopr kevatal ouzh ar SMIC ». Krenn-ha-krak eo e sav ar sindikadoù peizanted goulenn ar gopr a vez roet da Yann gouer evit e labour. Hervezo : « Poaniañ a ra Yann gouer. Paeañ a ra Per brener. Yalc’hat a ra Jakez uzinier.»
Kirri-samm a stanker o hent d’an 12 ha d’ar 14 a viz Mae. Kooperativ Landerne (Penn-ar-Bed) eo a zo taget gant peizanted en noz etre ar 17 hag an 18 a viz Mae. Goude ur pezh mell tabut, setu « skrapet » kuit pevar eus e renerien gant produerien, ha laosket pelloc’h e-kreiz ar maezioù don hag an noz du. Unan eus ar pennoù-bras zo bet goloet e wetur gant laezh hag amann, ha lakaet eo bet da zihaniñ e-pad ur pennad-amzer ar mekanikoù d’ober poultr gant al laezh. Sevel klemm ouzh X a ra ar c’hooperativ, ha skarzhañ er-maez seizh eus e izili : unan anezho, Jean-Paul Bizien, a zo e penn kevrenn al laezh e-barzh an FDSEA, hag unan all, Jean-Charles Jacopin, a zo e-touez pennoù ar CDJA. E-skeud-se, e-kichen Kemper, ez eo bet aloubet al labouradeg Entremont, peogwir n’houlle ket renerien honnezh degemer ar broduerien. Embann a ra sindikadoù labour-douar Penn-ar-Bed o skoazell evit ar saverien saout pinijet, goulenn a reont ma vo tennet kuit ar c’hlemm, ha gervel a reont ar beizanted d’en em sevel.
Adalek an 23 a viz Mae, kement kamion tapet war an hent a vez lakaet da chom a-sav, sac’het da vat. Lod anezho a vez kaset betek Gwiskriv (Mor-Bihan) ha dalc’het eno. D’an deiz-se ez eus 400 labourerez-douar o vanifestiñ dirak kooperativ Landerne (Penn-ar-Bed), hag e Kemper ez eo 1 500 a dud, kouerezed ha kouerien, hag a ya tre e-barzh labouradeg Entremont. D’ar 24 a viz Mae e c’halv FDSEA Penn-ar-Bed da stankañ an hentoù ouzh kamionoù an holl zastumerien laezh. A gantadoù eo emaint diwallet gant ar broduerien laezh e-pad un dek devezh bennak. Niverus eo al laourerien-douar o kemer perzh en daou zepartamant, hag e pep meeting en em vod meur a gantad produerien, betek meur a viliad a-wezhioù. An intrudu a zeu eus pennoù ar sindikadoù, ar re-se en em gav souezhet avat o welet pegen bras eo an emsavadeg ha pegen mennet eo kouerien Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan, penn-da-benn e-barzh ar jeu. Koulz an embregerezhioù prevez hag ar c’hooperativoù a vez abeget outo, a-wezhioù e vezont aloubet, ha dalc’het bac’het o fennoù-bras e-pad ul laziad. Start an traoù p’emañ ar stourm war an echu, kann zo gant paotred an urzh d’an 1 a viz Mezheven e Plouzeniel hag e Lokournan (Penn-ar-Bed). Ha tenn e teu da vezañ ar jeu gant ar re o kosteziñ a-enep an emsavadeg peotramant o nac’hañ tagañ ar c’hooperativoù.
Dre ar Frañs a-bezh e sav brud diwar ar pezh mell harz-labour-se, met da gentañ e choaz ar gouarnamant c’hoari a seurt da lakaat an traoù da vreinañ. N’houll ket Jacques Chaban-Delmas, ar C’hentañ Ministr, degemer ar sindikadoù. Eus Beijing e teu o urzhioù d’ar re zo e penn ar stourm, eme c’hoazh war hanter c’her Michel Cointat, Ministr al Labour-Douar. D’an 31 a viz Mae en em gav Ministr al Labour-Douar gant lod eus al labourerien-douar a zo e penn ar jeu, padal n’eus hini ebet eus ar C’hornôg en o zouez, ha setu chifet an dud e Breizh. D’an 2 a viz Mezheven, e Roazhon, e ra tro-wenn ur vodadeg kuzuliata etre ar galloudoù publik, ar broduerien hag an industriezh. E diabarzh kement embregerezh koulskoude ez a ar marc’hata war-raok a-nebeudigoù. Tapout a ra a broduerien kaout etre 3 ha 4 santim a gresk, hep dont a-benn e pep lec’h da gaout an 60 santim goulennet. Ouzhpenn-se, al labourerien-douar a oa bet skarzhet er-maez eus kooperativ Landerne zo aotreet da zont e-barzh en-dro. D’ar 4 ha d’ar 5 a viz Mezheven e stager en-dro da zastum al laezh. Bez’ o deus ar sindikalourien ar santimant o deus bet un darn eus o c’hoant, ha kaset ur stourm da benn diouzh ar gwellañ tout.
Un harz-labour… lakaet harzoù dezhañ
Un trec’h zo deuet diwar an harz-labour, sur, koulskoude e vo berrbad rak prestik e teuio harzoù an trec’h-se war wel just a-walc’h. Disouezhenn gentañ : er mizioù war-lerc’h e teu mistri an industriezh war o c’hiz e-keñver ar c’hresk o doa asantet reiñ, war zigarez ma oant bet lakaet dindan wask, hag ivez dre ober o mad eus al labourioù en em gav al labourerien-douar tapet ganto en o farkeier d’an ampoent.
Un dra all c’hoazh : n’eo ket Breizh en he fezh eo a oa er stourm. N’eo ket bet ken kreñv e Liger-Atlantel, ha dister eo bet zoken en Aodoù-an-Hanternoz hag en Il-ha-Gwilen : eno, pennoù an FDSEA a nac’he ma vije klasket abeg ouzh ar c’hooperativoù hag a save a-enep doareoù ar stourm, sed ne oant ket a-du gant an emsavadeg. Re daer eo bet kavet an doareoù stourm gant lod, alese ar rog hag an disrann a vo goude 1972 e-diabarzh sindikalouriezh al labour-douar er C’hornôg. Ur skrid zo embannet en diskar-amzer 1972 gant prezidanted sindikadoù FDSEA Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ivez Maine-et-Loire, Sarthe ha Vendée, un destenn hir o vurutellat kreñv ar gostezenn Paysans-Travailleurs a oa bet oberiant-tre e-pad an harz-labour e Penn-ar-Bed, er Mor-Bihan hag e Liger-Atlantel evit darn. Ouzhpenn da se, en desped d’ar chomzoù flour bet distaget gant ar sindikadoù peizanted ouzh bed ar vicherourien, n’eus ket bet a gejerezh da vat, e gwirionez, etre Yann gouer ha Yann vicherour. Chomet eo ar stourm war tachenn ar vicher saverien saout laezh, kentoc’h, ha n’eus ket savet diwarnañ manifestadegoù bras a-gevred gant rummadoù sokial all. Ha droukrañs da heul, peogwir e oa bet peizanted o skoazellañ harz-labour ar Joint français un nebeud sizhunioù a-raok.
Erfin, n’eus ket bet a liv rannvroelour breton war ar stourm-se (ne seblant ket ar gwenn-ha-du bezañ war zispak, ne weler ket al lugan « bevañ ha labourat er vro »), er c’hontrol da stourm al Larzac pe da hini « brezel ar gwin » el Lengadòc diwezhatoc’h.
Ur stourm warnañ merk spered 68 ?
Nevezourien eo bet ar stourmerien en harz-labour-se, wechoude, hervez meur a hini. Roll an doareoù ober bet lakaet da dalvezout (meeting, aloubadeg, piked diwall), ton groñs ar goulennoù savet (« e priz al laezh emañ hor gopr-ni »), ar ger e-unan « harz-labour » pe « grev » (implijet da zigentañ gant tud all estreget ar sindikalourien) hag ivez ar santimant, gant an holl, ez eo ar beizanted tud a vez lakaet da gorvoiñ : diwar gement-mañ tout emeur tost-tre ouzh ar stourmoù micherourien. Dichek ha disuj an dud ivez, da vat diouzh liv an amzer a oa d’ar mare-se : ha sternerien pe renerien skrapet, dalc’het, ha chefoù bihan pe patroned goapeet, ha pennadurezhioù nagennet. Ar pezh a oa nevez c’hoazh a oa e kemerje perzh er stourm-se kemend-all a labourerien-douar, en ur vro a oa chomet staget outi a-gozh ur brud mirour. Kemeret e vez an divizoù da geñver bodadegoù gant kantadoù a dud, evit ober a seurt da zegas ar brasañ niver e-barzh ar jeu, da wriziaouiñ ar stourm ha da reiñ dezhañ ur framm demokratel. Dav eo lavaret ivez n’eo ket ar galloudoù publik a vez buket da gentañ gant ar broduerien, met industriezh an treuzfurmiñ sed pennoù-bras an ekonomiezh hag a zo kiriek d’an diaesterioù o devez. Kas a reont o c’hlemmoù koulz d’an embregerezhioù prevez, koulz d’ar c’hooperativoù krouet gant labourerien-douar met deuet heñvel-mik o doareoù ouzh re ar yennad prevez. N’eo ket mui en diavaez hepken, pell eus ar maezioù, emañ bremañ an enebourien, alese ar bec’h a sav e diabarzh bed ar beizanted. Hag erfin, meur a arseller zo bet lakaet souezhet gant ar perzh oberiant-bras kemeret gant ar merc’hed en harz-labour-se, pa oad ken boazet all e chomfent dilavar. Bez’ ez eus da vat ur pleg nevez, gantañ mod ar vicherourien ha tres miz Mae 68, war stourm ar beizanted. Dalc’her a raio c’hoazh un nebeud bloavezhioù pad, hag an dra-se zo kaoz ma weler o tont war wel neuze hendadoù hag henvammoù ar sindikad Confédération paysanne.