Dilhad labour ar merc'hed

Aozer : Pascal Aumasson / C’hwevrer 2024
Nac'het e oa d'ar merc'hed gwiskañ « bleuioù », a oa anezho dilhad graet evit ar baotred ha gwisket ganto nemetken. Un hent dezho o-unan o deus bet evit ar gwiskañ el labour. Gant ar saro e vez naet ha sur al labourerezed. Dilhad all a vo empennet evit klask goloiñ pe kuzhat korfoù ar merc'hed zoken. E Breizh e teuio dilhad-labour ar merc'hed da vezañ arouez kumuniezhioù 'zo ivez a-wechoù.

E-pad pell o deus ranket ar merc'hed diwar ar maez, en Arvor kement hag en Argoad, ober dilhad-labour gant an traoù dister o doa. Alies ez eus bet lavaret ne oa mantell-c'hlav ebet neblec'h, nemet seier rous pe seier kanab a veze dastumet daou gorn anezho an eil en egile gant ar merc'hed evit ober kabelloù. Ar merc'hed a ziskarge ar bigi e porzhioù Loktudi ha Pont-'n-Abad etre 1914 ha 1918 a c'holoe o zivskoaz ganto ivez evit bihanaat ar boan a rae ar c'hargoù dezho. Ar seurt lien tev-se a veze graet gantañ ivez evit oberiañ ur pezh dilhad a veze anezhañ dalc'hmat : an davañjer, gwisket asambles gant ur justin ha loeroù. Evit en em wareziñ rak an heol pe ar yenijenn e kustument skoulmañ ur mouchouer tro-dro d'o gouzoug ha gwiskañ ur chapelinenn lien a gouezhe hec'h erien war o ziskoaz evit goloiñ o choug.

Diboullerezed war gaeoù porzh Pont-'n-Abad. Kartenn-bost. Mammenn : Mirdi ar gartenn-bost, Baod. Font Ballet-Lebrun. Niverenn an dastumad 2286. Munud an notennig 22720

El labouradegoù

Kalz a dud diwar ar maez o deus labouret en uzinoù an dispac'h industriel, ha dalc'het o deus ar maouezed da wiskañ seurt traouachoù. E spered an dud, forzh penaos, ne oa ket rest d'ar merc'hed kaout dilhad labour dezho o-unan. Poent a zo deuet o deus santet o doa ezhomm da gaout ur gwisk oberiet un tamm ha disheñvel eus o dilhad pemdez. Gant ar saroioù labour o deus graet a-benn ar fin. Dont a reont eus ar saroioù hengounel a veze gwisket gant ar beizanted hag an artizaned. Oberiet e oant gant lien tev ha du, ha hir a-walc'h da wareziñ elevez ar re a wiske anezho. Serret e vezent gant boutonoù pe gant lasoù, strishaet war an arzorn ha gant ur gouriz, evit diarbenn an danvez da nijal tro-dro d'ar mekanikoù, ar pezh a zo dañjerus. Ha frank a-walc'h e oa ar c'houzougenn evit ma c'hellfe ar merc'hed ouzhpennañ peadra da bersonelaat o gwiskamant.

Micherourezed friturioù Douarnenez a gustume gwiskañ koefoù penn sardin, a oa arouez o identelezh ouzhpenn bezañ akomod. Merc'hed all, er-maez eus Douarnenez, a zo krog da wiskañ anezho ivez evit an daou abeg-se. Gant ar c'hoefoù penn-sardin e veze paket ar blev ha ne gouezhent ket war an dremm. Aesoc'h e oa neuze fiñval ar penn a-gleiz hag a-zehoù : gwelet e vez skiant-prenet ar micherourezed en endroioù louzus. Gant tammoù berr a zanvez marc'had-mat, aes da walc'hiñ, e veze oberiet ar gwarezioù-se evit ar penn. Sec'hiñ buan a raent, hag aes e oa neuze cheñch anezho alies a-raok na vefent kramennet. Erfin e oa plijet al labourerezed ganto rak oberiet e oant gant kotoñs ha dantelez asambles, evel ma veze plijet o mammoù-gozh diwar ar maez ganto dija, pa oant deuet da vezañ arouez o bro.

Hiziv e-lec'h koefoù e wisker charlotennoù graet evit respont da reolennoù ar yec'hederezh nemetken, pa vezont taolet bemdez. Ouzhpenn da se e pourchas an embregerezh un doneg, manegoù, gwarezioù kleved hag un davañjer. Bras eo ar cheñchamant, rak e-pad pell amzer, e kement industriezh a zo, o deus ranket paotred ha merc'hed paeañ evit o dilhad-labour gant o arc'hant dezho. Ouzhpenn da se ne c'helle ket ar merc'hed kontañ war gatalogoù an oberourien a oa troet war an dilhad-labour evit ar baotred dreist-holl ha na asantent kinnig dezho nemet « tavañjerioù maouezed » pe « saroioù itronezed ».

An dilhad, merkoù ar c'humuniezhioù

E fin an 19vet kantved o deus ranket kalz a verc'hed en em zizober eus gwiskamantoù al leanezed o doa graet o micher araozo. Evit se o deus graet gant ar saro.

Pajennoù tennet diouzh ar c'hatalog « dilhad labour » gant ar merk Braillon, Aux Halles Centrales, Pariz. Miz Ebrel 1914. Mammenn : Levraoueg Forney, Pariz. Niverenn renabl : CC MODT 6 Plano pajennoù 32-33.

Kinnig a ra ar c'hatalog « saroioù maouezed » ha tavañjerioù. Ouzhpenn deskrivañ anezho ha reiñ munudoù ar prizioù hag ar mentoù e embann erbedoù evit kempenn anezho. Aliet e vez neuze d'ar prenerezed « chom hep ferañ ur saro nevez-tout », « nompas gwiskañ anezhañ re bell hep gwalc'hiñ anezhañ » pe c'hoazh « nompas aplikañ ar soavon a-rez ar saro ».

E gennad ar servijoù ez eo « itronezed ar bizskrivañ » ha « dimezelled ar pellgomz » o deus asantet gwiskañ saroioù e bloavezhioù kentañ an 20vet kantved. Ganto e oant gwarezet rak ar merkoù a voe lezet war o mañchoù gant seizennoù-ankriñ ar skriverezioù hag ar pluennoù liv a veze graet ganto evit ar berrskrivañ. En o lec'hioù-labour e veze paotred ha merc'hed asambles, hag ar saro a ziverke o brozhioù, o loeroù, o c'horfennoù hag o c'horf a-bezh. Gantañ e klaskent neuze diwall diouzh harellerezh ar baotred kenseurted dezho, ha diouzh ar godisoù a veze klevet a-enep d'ar re o doa dilezet anezhañ, tamallet a-wechoù da ziskouez o c'horfoù.

D'ar skolaerezed e asped o melestradurezh « da wiskañ dereat ha poell ». Da gentañ e tibabont saeoù du hir, un doare evito da ziverkañ o c'horfoù hag o dilhad, ha war-lerc'h ur saro na verke nag an hierarkiezh, nag an hended, nag ar rez. Er bloavezhioù 1920 e krogont da wiskañ brozhioù sklaeroc'h ivez (war ur gorfenn wenn) gant loeroù louet – gant ma ne weler ket drezo – dindan ur vantell louet.

E memes mod, ez ae saro hir ar c'hlañvdiourezed kentañ dreist an hiniennoù. Ar yec'hederezh a redie anezho da gaout dilhad-labour a c'holoe anezho penn-kil-ha-troad. Ret e oa digontammiñ, cheñch ha gwalc'hiñ anezho bemdez. Da 90 °C e oant kannet, hag ouzh ar wrez-se ne harz nemet ar c'hotoñs hep liv ebet, setu perak e oant gwenn. War-lerc'h an eil Brezel Bed eo deuet ar gwiennoù sintetek, na vezont ket distummet na dislivet gant gwrezioù bras ar c'hannañ, da vezañ boutinoc'h ha ganto ar saroioù da vezañ muioc'h akomod, aesoc'h da gempenn, dezho muioc'h a arlivioù.

Adalek ar bloavezhioù 1960 eo deuet an doneg-bragoù oberiet gant danvez poliester-kotoñs da vezañ boutinoc'h eget ar sae-saro. Hi, avat, a zo chomet kustum er skolioù klañvdiourezed.

Ar c'hiz da awenañ ingal dilhad-labour ar merc'hed

Klasket o deus an oberourien, e-pad pell, asuriñ ar merc'hed e vefe doujet ouzh « ar c'hinklerezh stag ouzh o reizh », evel ma skrive e 1916 Madame Commard, kemenerez parizian anezhi, he doa marilhet ur breou en Ensavadur broadel ar berc'henniezh industriel (INPI) evit ur gwisk empennet evit ar merc'hed nemetken hag anvet « La Françoise ».

Setu just a-walc'h an doare sae-labour a zo bet dibabet gant milin-boultr Pont-ar-Veuzenn evit gwiskañ ar micherourezed bet tutaet en atalieroù oberiañ danvez-tarzh ha poultr, da gemer plas ar baotred aet war an talbenn. Dientanus e oa an 3 500 sae-labour gloan koumanantet gant an embregerezh e 1917 ; troc'het frank ha berr e oant, strishaet e c'hellent bezañ gant ur gouriz war an dargreiz ha serret war an arzorn hag an divhar evit herzel ouzh ar boultrenn bistrius da zont e-barzh. Nozelet e oa ar sae-labour, gant se e c'helle bezañ gwisket hep na touchfe pennoù ar micherourezed, rak eno, daoust d'ar boned ledan o doa, e oa riskloù ez afe an danvezioù dañjerus chomet war o blev da vezañ kaset war o c'hroc'hen. Awenet e oa e gwirionez gant giz ar vrozh-vragez krouet gant an ti Béchoff-David, hag a veze gwisket e tachenn redadegoù Auteuil a-raok ar brezel. Souezhus eo e vije bet goude-se arouez emsav micherourezed an uzinoù armoù, o deus goulennet goproù gwelloc'h adalek 1917 hag o deus manifestet e ruioù Pariz gwisket gant ar saeoù-labour-se.

Merc'hed e milin-boultr broadel Tolosa. 1914-1918. Mammenn : Dielloù kêr Tolosa. Niv. renabl : 16 Fi 22/94

Ar memes sae-labour a vez roet d'ar micherourezed e Pont-ar-Veuzenn hag e Tolosa, bet dibabet gant an embregerezh peogwir e oa gouest da wareziñ anezho diouzh poultrennoù pistrius an atalieroù.

Ar merc'hed, labourerezed an dilhaderezh

Diouzhtu p'eo deuet an dilhad-labour da vezañ gwisket gant ar baotred ez eus deuet kalz a gemenerezed da gemer perzh en oberiañ anezho. Gant al labour-se e vezent paeet gant moneiz, en ur gevredigezh hengounel ma oa rouez ar micherioù aotreet dezho. Pa ne raent ket o micher o vont a di da di war ar maez gant o mekanik da wriat e oant tutaet gant oberourien a ouie pegen bras e oa an niver a verc'hed prest da labourat e maezioù Breizh.

Ur strollad kemenerezed hag ur c'hemener e Gwegon, nepell eus Josilin (56) e penn-kentañ an 20vet kantved. Mammenn : dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 993.0010

Adalek 1913 e fizias an embregerezh Le Mont St Michel, staliet e Roazhon hag e Pontorson, peuraozañ he dilhad produet a-steud bras da gemenerezed a laboure er gêr. Gwriat a raent an tikedennoù, ar stagadennoù metalek, ar stirennoù, ar serroù-prim. Degadoù a oberourezed a laboure er gêr evit atalier mestr kemener ar porzh-mor, e Brest, a rae war-dro oberiañ miliadoù a unwiskoù evit ar Morlu ha kantadoù a bezhioù-dilhad-labour evit micherourien an arsanailh. « Micherourezed ar sac'h », evel ma veze graet anezho, a z ae d'an atalier da leuniañ ur sac'h a bezhioù danvez ha kas anezhañ en-dro leun a bezhioù dilhad oberiet. Asambles gant kemenerien hag implijadezed a laboure er porzh, karget da adrenkañ an dilhad, da dresañ o stumm, da droc'hañ an danvez, da oberiañ ar chupennoù, ar jiletennoù, ar bragoù, e oa anezho 108 kemenerez dre un niver a 230 micherourez e 1947.

E doareoù disheñvel eo bet gwisket paotred ar merc'hed el labour gant ar re a oa e karg anezhañ, hep na vefe hollbouezus nag an diforc'h etre paotred ha merc'hed nag ar c'hiz. Hiziv, avat, eo bet reolataet ha skoueriekaet an dilhad-labour gant an dafar gwareziñ hiniennel (EPI), a vez implijet stank en industriezhioù an agrobouederezh dreist-holl.

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Dilhad labour ar merc'hed », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/02/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/dilhad-labour-ar-merc-hed

LEVRLENNADUR

  • Aumasson Pascal, Habits de travail, du labeur à la mode, Spézet, Coop Breizh, 2022, 224 pages.
  • Brucker Jérémy, Avoir l’étoffe. Une histoire du vêtement professionnel en France des années 1880 à nos jours, Nancy, Arbre bleu éditions, 2021, 406 pages.
  • Knibiehler Yvonne (dir.), Cornettes et blouses blanches. Les infirmières dans la société française (1880-1980), Paris, Hachette, 1984, 366 pages.
  • Francequin Ginette, Le vêtement de travail, une deuxième peau, Toulouse, éditions Érès, 2008, 280 pages.
  • Pinto Josiane, « Une relation enchantée : la secrétaire et son patron » dans Actes de la recherche en sciences sociales, n° 84, septembre 1990.
  • Lhez Pierrette, De la robe de bure à la tunique pantalon, InterEdition, 1995, 188 pages

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù