Dilhad labour e Breizh

Istor berr un araokaat sokial
Aozer : Pascal Aumasson / Du 2023
Er gevredigezh vreizhat, ne zoujer ket ouzh an dilhad labour kement hag e toujer ouzh an dilhad hengounel, alies. Disheñvel int rak n'eus ket a ginkladurioù heverk warno, evel broderezhioù pe gwiadoù lakaet an eil dreist egile evit diskouez identelezhioù ar vro. Ha gant an holl e vezont gwisket dreist-holl, bep devezh labour hag e pep lec'h.

E-pad pell amzer o deus ranket al labourerien en em renkañ gant an traoù dister o doa. En em wareziñ a raent gant rikoù ouzhpennet da zilhad ar pemdez : gargenoù graet gant leien dalc'het gant tammoù bouzellennoù-rod evit ar vengleuzierien, tavañjerioù kreñvaet evit ar faouterien, ar votaouerien hag ar c'hovien, paltokoù ha kabelloù evel ar galabousenn evit bezhinaerien bro-Leon. War vor e kustume ar vartoloded gwiskañ kapotennoù frank, anvet kapo bras, graet gant ar memes lien ha gouelioù o bigi. Evit stourm ouzh ar glav, ar strink-mor hag an avel pa 'z aent d'an donvor da besketa e wiskent « sirajoù », dilhad oberiet gant lien induet gant eoul lin evit o lakaat dizintrus.

En eil lodenn an 19vet kantved, da vare an dispac'h industriel, e laka ar vekanikelezh hag al labourioù bras korfoù al labourerien en argoll e taolioù-labour poanius ha dañjerus. Dibab a reont neuze gwiadoù start ha diaes da louzañ, stummoù tost ouzh ar c'horf na vezont ket diframmet ken aes gant al lêrennoù nag ar rodoù dantet, ha gwiskamantoù klok, enno bragoù ha chupenn evel er « bleuioù labour » a vez implijet muioc'h-muiañ adalek penn-kentañ an 20vet kantved. Lod a ranko tremen gant saroioù e-pad pell koulskoude. Daoust dezho bezañ bresk e reont gwiskamant boutin labourerien ar vengleuz plom arc'hantus e Lokmaria-Berrien e 1839, da skouer. Saroioù eo ivez ar pezhioù-dilhad kentañ bet pourchaset da goskor milin-boultr Pont-ar-Veuzenn e 1845.

Abretoc'h o deus ranket micherourien gentañ an uzinoù talañ ouzh doareoù ar gevredigezh vreizhat hengounel e lec'h « dilezel ar hiz pa n'eo ket red, a dremen c'hoaz d'eun dinah ha d'eur holl-galloud pe dost », evel ma skriv Per-Jakez Helias e Marh al lorh e 1986. Gant o gwenneien dezho o-unan e prenont o dilhad-labour ha hir eo bet ar stourm evit ma cheñchfe. N'eus nemet en aozadurioù ar Stad ma vez deroet pezhioù-dilhad d'al labourerien. Evel-henn, e 1929 e lak michererezh butun Montroulez ober 210 chupenn, 240 bragoù ha 25 saro.

Koskor an atalier poultr ha pakadenn e Michererezh butun Montroulez. Albom embannet gant Tourlé et Petitin, 1927. Dastumad : Mirdi Montroulez.

Unvan eo ar bleuioù gwisket gant ar vicherourien rak pourchaset int bet dezho gant ar vichererezh. Kemm-mat a zo gant saro gwenn ar mestr-micherour, abid an ijinour ha liested dilhad ar maouezed na vezont ket gwisket gant an embregerezh.

Neuzioù nevez

Dont a ra an oberourien a-benn da asuriñ al labourerien hag an embregerezhioù e vint pourvezet diouzh an druilh evel ma fell dezho oc'h oberiañ dilhad sur, aes, yec'hedus hag eeun o froduiñ, ha padal e vezont e dalc'h uzinoù an Hanternoz evit gwiadiñ ha livañ an danvez. Ken abred ha 1913 e klask an embregerezh Le Mont St Michel, staliet e Pontorson hag e Roazhon war-lerc'h, tizhout bed ar vicherourien kement ha pratikoù brezhonek ar maezioù, gant luganoù brezhonek peurgetket, evel « dilhad labour, dilhad nevez atao » pe « dilhad labour, nevez bepred ».

Bruderezh brezhonek evit ar merk Mont-Saint-Michel Ariès. « Dilhad labour Mont Saint-Michel, dilhad nevez atao  ». Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 983.0075.33.3

Graet e vez heñvel gant ar merkoù Le Glazik, ar stal Bonneteries d’Armor deuet da vezañ Armor Lux e Kemper pe an embregerezh Dolmen e-kichen Gwengamp. Abaoe 1934, en atalier ar mestr kemener war borzh-mor Brest e oberier stropadoù saeoù-labour ha fragoù lien glas evit micherourien an arsanailh, e-kichen an unwiskoù a vez kaset da vartoloded ar Morlu broadel.

« Maison Roubaud », e Brest war-dro 1900. Mammenn : Dastumadoù Brest Meurgêr.

E 1898, en ur bajenn vruderezh embannet er gazetenn L’Ouvrier du Finistère, ar stal Maison Roubaud « en em erbed da renkad al labourerien evit kalite mat e varc'hadourezhioù ha disterded e brizioù a ra goap ouzh ar c'hevezerezh. »

Memes amzer, tro-dro d'ar bloavezhioù 1900, e kinnig oberourien brud vat dezho (Braillon, Belle Jardinière, Leconge et Willmann, Manufacture de Saint-Étienne…) hag o devez adwerzherien e Breizh, pezhioù-dilhad oberiet gant mekanikoù. Deuet int da vezañ kustumet mat d'al livuzennoù sintetek, a c'hell unvaniñ sioù al livioù naturel ha tapout kaout livadoù stabil na garzont ket pa vezont gwalc'het. O burevioù studi a gas enklaskoù war-raok, o fal gwellaat harz ar gwiadoù ivez. Padal e kendalc'h ar c'hemenerezed, pa labourfent er gêr pe a di da di, da werzhañ pellig c'hoazh o barregezhioù hollbouezus war ar frammañ hag ar peñseliat, evit espern prenadennoù koustus er stalioù an dilhad prest da wiskañ.

Tamm-ha-tamm, adalek ar bloavezhioù 1880 e ouzhpenner neuzioù all da neuzioù hiniennel an dud. Arouezioù a reont d'ar c'humuniezhioù micherel : bleuioù ar vicherourien, tavañjerioù an implijidi hag an artizaned, saroioù ar mestrezed hag ar vistri-skol, tonegoù ar c'hlañvdiourezed, abidoù ar vurevourien... Awenet gant unwiskoù an arme a-wechoù, dilhad-labour paotred al lizheroù hag an hentoù-houarn a ziskouez roll ekonomikel ar Stad d'an holl dud, ha memes amzer, gant pompad e tiskouez an tonegoù, ar bragoù, ar gouzougennoù mod ofiser hag ar c'hepioù gwisket gant gwazourien gentañ ar melestradurezhioù-kumun, o devez ar c'hêrioù ar galloud polis.

Un implijad eus an hentoù-houarn e ti-gar Sant-Nikolaz-ar-Pelem, e penn-kentañ an 20vet kantved. Poltred : Jean-François Gouriou. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 986.0001.112

An dilhad labour, ur yezh

Dont a ra ar saro, doublet war e vañchoù gant mezher-seiz a-wechoù, da vezañ gwiskamant boutin ar gelennerien hag an implijidi a labour er burevioù, rak fell a ra dezho chom hep louzañ o dilhad. Met ouzh ur redi sokial ouzhpenn a blegont : bezañ dereat o doare. Renet eo emzalc'h ar gelennerien gant kemennadurioù ofisiel. Rankout a reont gwiskañ « dereat ha gant poell » ; bec'h a vez taolet war « dimezelled ar pellgomz » pe « itronezed ar berrskrivañ hag ar bizskrivañ » a vefe fall o buhezegezh pa « tiskouezont o c'horfoù » o chom hep gwiskañ ar saro. En uzinoù hag en atalieroù e verk ar saro an hierarkiezh ouzhpenn : n'eus nemet ar vistri-vicherourien a wisk saroioù gwenn. N'eo ket chomet pennoù an industriezhioù hep gwelet e veze eztaolet traoù gant an dilhad-labour. Adalek ar bloavezhioù 1960 e oberiont aes dilhad-skeudenn, o fal talvoudekaat o merk.

Normalizañ war-lerc'h unvaniñ

Ken abred hag ar bloavezhioù 1950 eo bet desket gant pennoù an agrobouederezh kentel ar gwallzarvoudoù labour grevus bet c'hoarvezet en o embregerezhioù e Breizh. Rediañ a reont o implijidi da wiskañ biz-manegoù, manegoù-houarn, fragoù graet gant mailh dir, tavañjerioù ispisial. Hobregonet korfoù ar vicherourien hag ar micherourezed ganto, a-raok ma teufe boutin gwiskañ dafar gwareziñ hiniennel (an EPI) er bloavezhioù 1990, pezhioù-dilhad reoliet mat anezho.

Sae-labour gwisket gant lod eus izili koskor ar produiñ en atalieroù an uzin Citroën e La Janais e Karnod. Implijet e vez evit ar postoù-labour louzusañ, an trezalc'h peurgetket. Mammenn : Dastumadoù Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2011.0041.9

Ar saeoù-labour, ar brodikinoù surentez, ar botoù krogennek, an dilhad uhel o gwellusted, ar jiletennoù-saveteiñ, an tokarnoù, ar manegoù gwareziñ a deu neuze da dresañ dremm-skeudoù kustum war chanteroù al labourioù foran, en uzinoù, en atalieroù, e servijoù teknikel ar strollegezhioù... kement ha war ar bigi-pesketa, al listri-uzin, an dougerioù-endalc'herioù...

Neuzioù kozh met implijoù nevez

Adalek ar bloavezhioù 1950, lod eus an dilhad-se, e-lec'h chom war al lec'hioù-labour, a goll goustadik o statud a zilhad-labour evit dont da vezañ arouezioù sokial pe identelezh. Ha setu touristed, strolladoù sonerezh breizhat, arzourien ha tud yaouank eus ar c'hêrioù c'hoant ganto diskouez o c'harantez evit o bro da wiskañ sireoù, chupennoù martolod pe kaboù an aod bezhinaerien ar vro Bagan, ha ne vezent gwisket gwechall nemet gant ar vartoloded o labourat. Nevesoc'h-zo eo bet dilezet o dilhad labour gant an dud e metoù 'zo, evit diskouez splann an droug a oa enno : setu penaos, e penn-kentañ ar bloavezh 2020, eo bet taolet o saroioù d'an traoñ gant klañvdiourezed a-enep d'ur raktres adreizh al leveoù, pa rae heñvel alvokaded e Sant-Brieg, e Naoned hag e Caen en un huchal « me 'm eus poan d'am sae ».

 

Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Dilhad labour e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/11/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/dilhad-labour-e-breizh

LEVRLENNADUR

  •  AUMASSON Pascal, Habits de travail, du labeur à la mode. Editions Coop Breizh, 2022

  • BRUCKER Jérémy, Avoir l’étoffe, une histoire du vêtement professionnel en France des années 1880 à nos jours. Edition L’Arbre Bleu, 2021

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù