Strollegezhioù engouestlet evit ul labour-douar liesvod

Aozerez : Naïla Bedrani / Meurzh 2024

E-doug an 20vet kantved eo aet al labourerezh-douar war ziskar en inizi ha setu m'o deus komprenet abred-tre a-wechoù ar strollegezhioù lec'hel pegen pouezus e oa evit an diorren lec'hel, ouzhpenn da broduiñ boued, a zo e bal pennañ. Harpañ al labour-douar en inizi a dalvez stourm ouzh an dremm-vro da vezañ goloet gant fraostoù, a-raok tout. Talvezout a ra ivez delc'her postoù-labour ha klask harzañ diskar ar boblañs. Er bloavezhioù 1950, en Enez-Groe, e harp ar gumun pemp labourer-douar eder o tont eus an douar bras d'en em staliañ, pa ne oa eneziad ebet prest d'hen ober. E 1973, en Houad, e vez krouet ur gevelouri evit sevel deñved, ha padout a ra c'hwec'h vloaz. En Enez-Eusa, e-kreiz ar bloavezhioù 1970, gant harp Park natur rannvroel Arvorig, e klasker e-pad meur a zek vloaz lakaat labour-douar ar vro, bevidik hag a-vicher, da vevañ en-dro. Deuet e oa seurt mennadoù a-raok o amzer ha diaes e oa bet dezho padout rak ne oa ket bras entan an enezidi ha ne glotent ket gant marc'hadoù labour-douar skoueriekaet a lakae ar prizioù da zigreskiñ dizehan.

Etre ar bloavezhioù 1990 ha 2000 eo deuet al labourerezh-douar da gaout souten an holl evit abegoù ouzhpenn : liesaat an ekonomiezh lec'hel hag ar c'hinnig touristel, kinnig produioù eus ar vro dre rouedadoù berr, gwareziñ ar vev-liesseurted, a zo dibar alies ha na vez kavet nemet er metoù digor, stourm ouzh ar riskloù a danioù-gwall, lakaat labourerien oberiat da zont d'an enezenn da chom a-hep ar bloaz gant o familh (ur redi eo a-wechoù evit ma chomfe digor ar skol), skoulmañ liammoù sokial, hag all. Nevesoc'h 'zo c'hoazh eo deuet goulenn dalc'husted ar boued en inizi hag o sujidigezh ouzh ar pourveziñ o tont eus an douar bras da vezañ tabutet. Strollegezhioù 'zo o deus savet programmoù oberoù evit diorren ul labour-douar padus ha, nevesoc'h 'zo, Raktresoù evit ar boued en tiriad (Projets alimentaires territoriaux), evit diorren al labourerezh-douar ha tennañ gounit eus e berzhioù mat. Enez-Vriad, ar Gerveur, Enez-Euz, Enez-Ré hag Oléron o deus graet, da skouer. Er programmoù ha raktresoù a-seurt-se e vez renablet oberoù a bep seurt, adalek ar produer betek ar bevezer. Lod eus ar strollegezhioù, ouzhpenn da se, a zo perc'henn war savadurioù labour-douar (Enez-Ré, An Arzh, Enez-Eusa, Enez-Euz, Enez Aix), pa vefe penn-da-benn pe war ul lodenn anezho nemetken. Gant se eo aesoc'h en em staliañ ha sur eo e chomo gouestlet ar savadurioù d'al labour-douar, ha pa vo aet al labourerien-douar war o leve.

Ret eo menegiñ ar c'hevredigezhioù, pa vodfent tud a-vicher, keodedourien pe an daou asambles. Alies e vezont rakwardour ha kenoberourien a-bouez evit ar strollegezhioù er raktresoù-se evit souten hag adlañsañ al labourerezh-douar en inizi.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Naïla Bedrani, « Strollegezhioù engouestlet evit ul labour-douar liesvod », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 26/03/2024.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/strollegezhiou-engouestlet-evit-ul-labour-douar-liesvod

LEVRLENNADUR

  • Hourcade R., Landré A., Bedrani N, « Développement de l’agriculture insulaire et conservation environnementale : des politiques publiques entre divergence et conciliation », Colloque « ÎLES 2019 », Université de Bretagne Occidentale, octobre 2019, Brest, France.
  • Brigand L., Fichaut B., Le Démézet M., Les changements écologiques, économiques et sociologiques dans les îles du Ponant. Les cas de Batz, Ouessant et Groix, Brest, Université de Bretagne Occidentale, Institut de Géoarchitecture, 1986.
  • Landré A., « L’agriculture, problème ou solution pour l’avenir des îles ? », SESAME, 8 juillet 2022. Blog de la revue SESAME de l'INRAE. https://revue-sesame-inrae.fr/territoires-du-littoral-lagriculture-probleme-ou-solution-pour-lavenir-des-iles/

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù