A-raok o amzer e oa bet mengleuzioù an Uhelgoad ha Poullaouen evit pezh a selle ouzh an deknologiezh. Enno e oa bet implijet da gentañ teknikoù, mekanikoù, chemet dianavezet e Frañs an 18vet kantved, lec'h ne oa kazi mengleuz all ebet. An deknikourien hag an ijinourien saoz hag alaman o doa imboudet o doareoù d'ober di. Arsellet, desket ha deskrivet e vezent goude gant studierien Skol ar mengleuzioù, a oa bet nevez-krouet, ha degaset ganto d'o lec'hioù-labour da c'houde. Gant harp renerien al lec'h e teuas ar gemplezh da vezañ ul lec'h-arnodiñ, betek desachañ ur seurt touristelezh skiantel, pa zeuas pennoù-bras kurius evel Lavoisier asambles gant dug Chartes Louis-Philippe d'Orléans e 1778.
En Uhelgoad ha Poullaouen e c'helled anavezout gouiziegezhioù lies-tre hag arbennik, evel ar savouriezh danzouar, ar sevel reizhiadoù pompañ, pe c'hoazh an ober gant fornioù. E jestroù ar vicherourien arbennik hag en arsellet anezho edo ar gouiziegezhioù arbennik ivez, enta. A-hend-all, lod eus ar mekanikoù a oa ar re nemeto war o fatrom e Frañs a-bezh. Gwir e oa dreist-holl evit ar mekanik dre golonennoù dour a oa bet staliet gant ar rener Juncker, a-orin eus Elzas, e 1831 : implij a rae an diforc'h a bouez etre an dour o tont dre ar ganol grec'h hag an dour o vont maez dre ar ganol draoñ evit lakaat war ober pistonioù a denne an dour diouzh donder an douar. Resis-kenañ e oa ar mekanik-se, ha bamet e veze an holl veajourien gantañ.
Re bell edo kemplezh mengleuziañ Menez Are diouzh an diazadoù industriel gall all, avat. Tamm-ha-tamm e voe troc'het diouzh an arc'hant postet ha diouzh red ar gouiziegezhioù hag al labourerien arbennik. Ne zeuas ket a-benn ar gemplezh da vont maez eus ar patrom energetek dour/kanolioù/keuneud evit mont e-barzh ar patrom glaou/aezhenn/dir. Staliet e voe ur mekanik dre aezhenn enni e 1747 (an hini kentañ e Breizh). Efedus e oa met koll arc'hant a rae rak ne veze ket kavet glaou tost a-walc'h. Setu penaos e teuas ul lec'h industriel a oa nevezus an teknologiezhioù anezhañ en 18vet kantved da vezañ boutin tamm-ha-tamm, a-raok bezañ warlerc'hiet da vat, betek ma voe serret erfin.