Gant an Dispac'h bras e oa deuet tud Frañs da vezañ keodedourien ha keodedourezed, hag engouestlet e oant evit sevel ur gevredigezh a ingalded. Evit gwir, lezennerien an dispac'h o doa roet gwirioù keodedel d'ar merc'hed, hag o zudelezh dezho. Met adalek 1793 e voe kaset ar maouezed maez diouzh an domani foran, tamm-ha-tamm. E 1804 e voe diazezet Kod keodedel Napoleon, ha gantañ dic'houested wirel ar maouezed dimezet : enket e voent da vat, neuze, el lec'hioù prevez. Hervez ar gevredigezh patriarkel, n'hellent nemet koll o vezañ brudet. Ar bruderezh, forzh pehini e vefe, a lakae anezho da vezañ merc'hed boutin, evel ar c'homedianezed hag ar gisti. Un ober dispac'hel a zeuas ar skrivañ da vezañ evit ar merc'hed, neuze, ha ne c'helle ket « Me » bezañ gwregel. Bevañ ha skrivañ e-pad an daou gantved pasaet a oa un taol-kaer evit an oberourezed, rak ne oa ket prest ar gevredigezh da leuskel plas dezho, mod ebet. N'eo ket deuet an eñvor anezho betek ennomp, pe nebeut, rak kalz anezho n'o doa ket bevet hervez doareoù ret ar gevredigezh : chomet e oant dizimez pe divugel dre choaz, da skouer.
« Cheñch planedenn ar merc'hed a vern, neuze »
En desped d'ar berzioù sokial e stagas ar maouezed gant ar skrivañ. E 1801 e embannas Fanny Raoul ur skrid-arnod e ditl Opinion d’une femme sur les femmes. Ul levr heverk eo anezhañ, ma fell an oberourez kinnig ennañ « mennozhioù talvoudus » : « Cheñch planedenn ar merc'hed a vern, neuze, ha tennañ anezho maez eus an netra ma vezont taolet ennañ en-dro gant ar menoioù ; embann a ran zoken e rank adreizh ur bobl komañs ganto, ha n'o do ket al lezennerien graet tra dalvoudus na padus ebet, ma ne vint ket lakaet da gred evit ar Vonreizh nevez. » Ur vaouez youl enni a oa anezhi, met resisaat a rae memes tra : « N'eo ket evel oberourez e embannan ma levr ; emañ [...] an titl doujus-se kalz re uhel a-us din, ha ne fougasin ket betek klask tizhout anezhañ. »
Seurt uvelded a oa diouzh ur mare ma veze disteraet donezon ar maouezed. Servijout a rae ivez da wareziñ an oberourezed rak an tagadennoù a gustument gouzañv a-hed an 19vet kantved. Charles Baudelaire, da skouer, a skrive : « E-touez ar c'hoskor bras a-walc'h a vaouezed o deus redet e-barzh al labour lennegel en deiz hiziv, evit nebeut-tre anezho n'eo ket bet o levrioù ur rann-galon evit o familh, evit o c'haredig zoken […] ; hon daoulagad, a gar ar brav, n'int ket deuet a-benn da gustumiñ […] ouzh kement a drevezañ disakr eus spered ar par. ». Gustave Flaubert, eus e du, a spisa en e c'heriadur Le Dictionnaire des idées reçues : « Maouez arzourez ne c'hell bezañ nemet ur c'hast. »
Ken evezhiek ha Fanny Raoul eo ar romantourez Claire de Duras, a voe bras berzh hec'h oberennoù – Ourika, Édouard, Olivier ou le Secret – embannet etre 1824 ha 1828.
En ul lizher d'he mignon René de Chateaubriand e skrivas d'an 18 a viz Du 1822 : « Ha gouzout a rit emaon o fardañ ul levr deoc'h a-benn ho tistro ? Un danvez eus ar re vravañ eo, met ret e vefe bezañ donezonet gwelloc'h ha me […]. » Ha d'ar 24 a viz Du : « Kenavo, ma breur kaer, graet em eus ur manac'h a vefe gwelloc'h eget kement tra all am boa graet, a-hervez, setu-me maouez oberour, heug hoc'h eus outo, ho pezet truez ouzhin, e gwirionez […]. »
Dindan ward o zad, o gwaz, o c'haredig emañ ar merc'hed, ouzhpenn. Hen displegañ a ra kaer Juliette Drouet el lizher-mañ da Victor Hugo :
« Gwernenez, 9 a viz Du 1858. Meurzh vintin, 8 eur (...) N'en em roan ket dit, perc'henn out warnon, sed aze tout. Disterat perc'henniezh hiziv, anzav a ran, met hen embann a ran gant kement a enor, a zinded, a nerzh hag a galon am eus evit da garout, frank ha disuj evel m'emaon. »
En 19vet kantved, rummoù lennegezh gwelet evel dister, al lennegezh yaouankiz da skouer, a oa afer ar merc'hed ha dezho o-unan evelato. Ober a raent war-dro desevel ar vugale, ha gant o levrioù e kasent anezho war an hent mat ivez. Zénaïde Fleuriot a reas berzh bras gant 83 romant evit ar re yaouank a voe embannet gant an ti-embann Hachette. Edo an tiez-embann, liammet gant ar c'hazetennoù, o kreskiñ buan d'ar mare-se.
Skrivañ evit kaout o flas er vuhez foran
E-pad an Trede Republik e kemeras perzh ar skrivagnerezed er breud foran. Ar c'hazetennerezed Marie Le Gac-Salonne ha Louise Bodin a reas anv eus ar stourmoù evit an ingalded hervez lezenn ha deskadurezh ar merc'hed, e kazetenn pep hini hag e-pad prezegennoù.
E Roazhon, peurgetket, edo Antoinette Caillot o ren L’Avenir de Rennes, ar gazetenn nemeti er gêr-se a savas a-du gant ar c'habiten Dreyfus. Etre 1931 ha 1946 e voe taolennet an Trede Republik e Breizh gant Jeanne Nabert en he romantoù : Le Cavalier de la mer, L’îlienne, Les Termagie. He zudennoù a oa maouezed modern – un itron maerez, ur vestrez-skol ruz, maouezed dishual pe didamall – a skoe o flanedenn ouzh ur gevredigezh frammet gant reizh ar relijion. Eus ar remziad maouezed nevez-se eo ar romantourez Marie Le Franc, a-orin eus ar Mor-Bihan. Mestrez-skol yaouank e oa e Frañs, ha mont a reas da Ganada da chom e 1906. Kerkent hag en em gavet eno e krogas da embann testennoù er c'hazetennoù. E 1927 e voe roet ar priz Femina dezhi evit he romant Grand-Louis L’innocent.
Rak, e penn-kentañ an 20vet kantved edo an oberourezed o vont da vestrezed o flanedenn, o skrivañ, hag o c'horf ivez. Ar skrivagnerez Colette a sinas Le Blé en herbe gant hec'h anv dezhi nemetken, oc'h achap eus gward lennegel Willy. Skrivañ a reas ar romant en he c'henkiz e Breizh e 1923. 50 vloaz e oa, neuze. Suzy Solidor, genidik eus Sant-Maloù, a embanne he c'harantez evit ar mor hag ar frankiz en he romant Fil d’Or hag en he c'hanoù martoloded. D'ar memes mare, Claude Cahun, barzhez ha neuzierez, a gustume treuzwiskañ evit hec'h ober arzel. Cheñch a rae stumm, dreist ar rummadoù, dizehan. Amzer an Années folles e oa. An etnologourez Odette du Puigaudeau hag an oseanografourez Anita Conti a rede ar bed. E gontañ a raent e danevelloù hoalus, stok ouzh ar morioù bras hag an dezerzh. E Douarnenez edo mare emsav ar Pennoù Sardin ivez, a savas a-enep d'o aozioù labour. En o c'hanaouennoù emañ eñvor o stourm. An istor skrivet eus tu ar micherourezed a gendalc'has el lennegezh, gant Le Voyage à Paimpol gant Dorothée Letessier, ha gant danevell gizidik Liza Kerivel, Mauvais départ, dediet d'he mamm-gozh, Marie Coïc, ur Penn Sardin « he deus hadet ar spi e-touez ar rouestl » a-hed he buhez labour.
Goude an eil Brezel Bed e felle d'an dud bevañ en ur gevredigezh frammet gant muioc'h a justis sokial ivez. En he romant Jabadao, Anne de Tourville a ginnigas ur sell kizidik ha denelour ouzh ur bed en deus da adkavout e vurzhudoù. Ar priz Femina a voe roet d'ar gontadenn vodern-se, gwriziennet e memor dizanvez Breizh, e 1951.
Adalek ar bloavezhioù 1950, just a-walc'h, an oberourezed a grogas el lennegezh da vat, er varzhoniezh peurgetket, gant Anjela Duval, Angèle Vannier, Hélène Cadou, Heather Dohollau, pe c'hoazh Danielle Collobert.
Abaoe-se e treuzont an holl rummoù lennegezh hag an holl harzoù, niverus ha donezonet ma 'z int.
Troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos