Krugelloù

Aozer : Yannick Lecerf / Genver 2017

Daoust hag ar c’hoshañ savadurioù-meurvein eo ar c’hrugelloù ?

Meurvein divent-spontus e oa re an neoliik koshañ (Etre 5 000 ha 4 000 RK), krugelloù koulz ha peulvanoù (Lokmariaker, Plouarzel, Dol…). Diwezhatoc’h, marteze diwar un torr-kredennoù, e oa bet krennet ment ar savadurioù-meurvein.

Daoust ha krugelloù all zo e Breizh hag en Europa ?

N’haller keñveriañ sevenadur ar meurvein en Arvorig nemet gant hini an neolitik a-hed aodoù ar Meurvor atlantel, eus norzh Spagn betek Inizi Arkev e norzh Skos. Faziañ a rafer o klask e geñveriañ gant ar savadurioù a gaver tro-dro d’ar Mor kreizdouar pe e lec’h all.

Relegoù kalz a savadurioù a seurt-se a gaver e Breizh. Re an arvor a vez anavezet mat peurliesañ ha pa gaver reoù all e kreiz ar vro : Ti Floc’h e Sant-Toz (29) pe Kroaz DomHerri e Sant-Nikolaz ar Pelem (22), da skouer. Barnenez avat a zo unan eus ar re a gaver en arvor. Enez-Kern e Gwitalmeze, Enez-Gegnog e Landeda (29), savadurioù ar Vein Gozh Ruz e Kolpoù, daolvaen Kêrkado e Karnag, ha Dissignac el Liger-atlantel a zo skouerioù all eus bezioù-meurvein deroù an neolitik.

Rankout a raer ober anv ivez, er-maez eus Breizh, eus savadur Bougon, er Charente hag eus hini la Hogue e Fontenay-le-Marmion (Calvados).

Perzhioù hañval oute a gaver ivez gant krugelloù Gwernenez ha Jerzenez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yannick Lecerf, « Krugelloù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/01/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/krugellou

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù