Daoust hag ar c’hoshañ savadurioù-meurvein eo ar c’hrugelloù ?
Meurvein divent-spontus e oa re an neoliik koshañ (Etre 5 000 ha 4 000 RK), krugelloù koulz ha peulvanoù (Lokmariaker, Plouarzel, Dol…). Diwezhatoc’h, marteze diwar un torr-kredennoù, e oa bet krennet ment ar savadurioù-meurvein.
Daoust ha krugelloù all zo e Breizh hag en Europa ?
N’haller keñveriañ sevenadur ar meurvein en Arvorig nemet gant hini an neolitik a-hed aodoù ar Meurvor atlantel, eus norzh Spagn betek Inizi Arkev e norzh Skos. Faziañ a rafer o klask e geñveriañ gant ar savadurioù a gaver tro-dro d’ar Mor kreizdouar pe e lec’h all.
Relegoù kalz a savadurioù a seurt-se a gaver e Breizh. Re an arvor a vez anavezet mat peurliesañ ha pa gaver reoù all e kreiz ar vro : Ti Floc’h e Sant-Toz (29) pe Kroaz DomHerri e Sant-Nikolaz ar Pelem (22), da skouer. Barnenez avat a zo unan eus ar re a gaver en arvor. Enez-Kern e Gwitalmeze, Enez-Gegnog e Landeda (29), savadurioù ar Vein Gozh Ruz e Kolpoù, daolvaen Kêrkado e Karnag, ha Dissignac el Liger-atlantel a zo skouerioù all eus bezioù-meurvein deroù an neolitik.
Rankout a raer ober anv ivez, er-maez eus Breizh, eus savadur Bougon, er Charente hag eus hini la Hogue e Fontenay-le-Marmion (Calvados).
Perzhioù hañval oute a gaver ivez gant krugelloù Gwernenez ha Jerzenez.