E fin brezel Hêrezh Spagn, e 1713, en em gav dilabour kantadoù a flibisterien bet gopret evit difenn trevadennoù Amerika. Tra ma kav lod ur vicher all, lod all, kustumet da breizañ war vor, « a ya da forban » hag a gendalc’h da dagañ batimantoù, nemet ar wech-mañ e-maez a lezenn penn-da-benn. Paotaat a ra ar bed torfedourien-se ivez diwar meur a gouch tud : ar re bet kondaonet d’an harlu en inizi, soudarded ha martoloded o deus dizertet, foeterien-bro war glask o boued, peotramant sklaved war dec’h. An dienez a ra he reuz e-mesk ar boblañs-se o vont hag o tont, da heul lañs nevez ur gevredigezh diazezet war ar sklaverezh e deroù an XVIIIvet kantved, a vroud ar re zizesperañ – hag ar re daerañ – da vont da vorlaer.
Etre 1713 ha 1718 ez eo Nassau, en inizi Bahamas, an toull laeron pennañ war-dro ar mor Karib, p’en em gav eno tost da 5000 forban, ar re vrudetañ anezho Hornigold, Teach, Vane, Rackham pe Levasseur. Ur wech adlakaet he c’hrabanoù war Nassau gant Breizh-Veur, e 1718, ez a kuit kalzik morlaeron etrezek Afrika hag ar meurvor Indian. Diwar neuze, ma n’eo ket ken stank ken ar forbanerezh war-dro ar mor Karib, e teu a-wezhioù da vezañ taeroc’h avat, gant morlaeron evel Edward Low pe Bartholomew Roberts. Morlaeron Frañs (deuet o c’habitened eus porzhioù Breizh, alies) n’eo ket disheñvel o jeu, met kentoc’h war-zu gwareg an Inizi Antilhez eo e vez graet ar braz eus o skrapadegoù. Adalek 1722-1723, diwar ur politikerezh gwaskañ koulz ha distaoliañ diouzh un tu, diwar ur surentez kreñvaet en hentoù-mor hag er plegoù-mor diouzh an tu all, ez a prestik da get al laerezh war vor er meurvor Atlantel. Gant merdeerezh diwezhat Thomas Dulain, e 1728-1729, e vo lakaet un echu e-giz-se da « oadvezh aour » al laerezh war vor.