« N’on ket ganet evit ober ar vicher morlaer »
Mab d’ur breutaer e oa Thomas Dulain. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Du 1704 e Bourc’h-Baz ha desavet e voe er Poulgwenn en ur familh en hec’h aez hag enorabl, diouzh a veze graet anezhi. Pa varvas e dad ez eas gant e vreur da ofisour a vor war bigi kenwerzh. Dizertiñ a reont o-daou er Martinik koulskoude, den ne oar perak, an eil e 1726 goude egile e 1723. Goude tremen ur marevezh start « o kantren » dre Inizi an Avel (un drevadenn a oa enni an inizi Martinik, Gwadloup ha Grenada) setu ma reas ar baotred Dulain o soñj da vont da gourserien e servij ar Spagnoled. E 1728, tra-penn ma oa bet muntret e vreur gant moraerien spagnol, e vroudas Thomas Dulain an ekipaj da hutinañ. Aet ar maout gantañ, e voe dilennet da gabiten gant ar vartoloded hutinet ha neuze eo e stagas gant ar vicher morlaer.
Reiñ a ra an anv Sans-Pitié d’e vatimant hag e teu a-benn da lakaat war roll e ekipaj ouzhpenn 120 a vorlaeron, « koulz gwenn, koulz du ». Ha pa vefe un nebeudig Saozon en o mesk, ar pep muiañ anezho a zeu eus ar Martinik hag ar Gwadloup. Paotred zo, avat, arbennik o micherioù evel lomaned, surjianed pe kilvizien, a vez kemeret dre heg diwar bourzh al listri bet paket. « Enebourien mab-den » a ra Dulain e-unan eus e ekipaj en ul lizher skrivet gantañ, hag anzav a ra ez eo diaes-bras dezhañ dont a-benn da herzel ouzh feulster ha taerder e baotred. Reolennoù strizh a zo lakaet gantañ da dalvezout e-bourzh, eta, kastiz evit kement emgann, mezventi, laeroñsi, hag evit an neb ne sent ket d’an urzhioù. Bez’ e c’hell ar c’hastiz bezañ ur binijenn gorf, pe ar marv.
Skrapadegoù gant unan eus morlaeron ziwezhañ ar mor Karib
Mont a ra Dulain e spi war-dro an hentoù merdeiñ pennañ, hag enez Dominika (un enezenn ha n’eo ket trevadennet, pa’z eo diwallet, sañset, evit ar bobl Kalinago) a dalvez dezhañ da doull-laeron. E-pad ar bloavezh 1728 e c’heller lakaat war e gont un ugent bag skrapet da vihanañ, ar braz anezho tro-war-dro Dominika, Gwadloup ha Martinik, peadra da lakaat da imoriñ ar gouarnour meur en e zemeurañs a Fort-Royal (Fort-de-France). Batimantoù eus forzh petore bro a vez taget gant Dulain, pe e vent bigi eus an Antilhez o verdeiñ etre an inizi, pe listri kenwerzh eus Europa.
Ul « laer war vor » e chom ar morlaer Thomas Dulain dreist pep tra, evel ar braz eus e genseurted, unan hag a glask kemer an nebeutañ a riskloù ar gwellañ, koulz evit e vag hag e baotred. Ne vez taget gantañ nemet listri bihanoc’h hag armet nebeutoc’h eget e hini. N’eo ket derc’hel penn e-barzh emgannoù glorius a oar ar forbaned ober, pep argad ganto a rank bezañ sur ha spletus. Un dornad taolioù teñs ha sevel ar pavilhon du a zo trawalc’h, peurliesañ, evit d’ar vatimant taget en em rentañ. Un abourzhaj dre stokiñ e-barzh rust ha kalet, kement-mañ ne c’hoarvez nemet ral-ral a wech, ha kalz nebeutoc’h a dud a vez lazhet gant gwalldaolioù morlaeron eget na vez gant argadoù flibisterien (kourserien Amerika) pa vez brezel. Tammig-ha-tammig eo e vez skrapet o madoù ganto moarvat, padal e teu a-benn ar vorlaeron da verniañ un teñzor a bezhioù aour hag arc’hant hag a c’helle sevel da 160 000 lur memestra, hervez testeni ur prizoniad dichapet kuit. An « arc’h vras ma oa serret o zeñzor enni » a chome dindan evezh Antoine Durand, orin eus Lyon, ha letanant da Dulain.
Morlaer n’eo ket ken, taer e chom avat
Evit talañ ouzh ar vorlaeron-se e klask gouarnour meur Inizi an Avel aozañ mod pe vod da zifenn an drevadenn. Hep tamm batimant brezel en Inizi an Avel koulskoude e rank ar gouarnour lakaat bagoù kenwerzh d’en ober, hag ar re-se n’int ket eus an efedusañ. Dulain avat, o welet an avel o treiñ, a ya da repuiñ da gichen enez Tortuga (Venezuela) e miz Genver 1729, hag aleshont e skriv meur a lizher d’ar gouarnour evit marc’hata e bardon digantañ, met nac’hañ a ra hennezh bewech.
Divizout a ra Dulain neuze traisañ e baotred : dilezel a ra ar re-se war e lerc’h en enez Tortuga goude bezañ roet aotre dezho da ebatiñ war zouar e-pad un nebeudig eurioù. Treizhañ a ra Thomas Dulain ar mor bras ha kas ar Sans-Pitié betek ar Poulgwenn, gantañ hepken un dornad martoloded feal dezhañ hag an teñzor preizet. Dre hanterouriezh e vamm, bet o c’houlenn pardon evitañ digant pennoù-bras an Naoned, e teu a-benn da gaout distaol e miz Meurzh 1729. Skoachañ a ra e arc’had evelkent, kement ha bezañ sur ne vo ket tapet e vadoù gant paotred ar roue. Kaer vo klask, biken ne vo kavet an teñzor da-c’houde. Kredabl-bras eo bet dispignet holl dre guzh, war-dro ar Poulgwenn hag an Naoned.
Dulain ne zeu ket a-benn da barfetaat, wechoude : d’an 9 a viz Ebrel 1729, hag eñ bet distaoliet un nebeud deizioù a-raok hepken, e vo serret goude klasket gantañ lazhañ un den gant un taol kleze. Fall-put e vrud da hennezh bet morlaer, ken ez eo, met diouzh an tu all arabat ober gaou da vrud vat e familh, setu ma tiviz pennoù-bras an Naoned, ken didrouz ha tra, dalc’her Dulain dindan o evezh, pell eus ar mor, e Pouancé war an harzoù etre Breizh hag Anjev. Anezhañ an diwezhañ forban bras eus Frañs er mor Karib, Thomas Dulain a ya diwar wel en dielloù, oadet a 24 bloaz, hag eñ kontet c’hoazh evel morlaer.