D’o meno e rankje priz al laezh bezañ termenet diwar goust e broduiñ ha bezañ gopr labour ar venajerien war un dro. Bras e oa bet an emsavadeg e Penn-ar-Bed, er Morbihan hag en ul lodenn eus al Liger-Atlantel. Adalek ar 14 a viz mae e voe miret gant ar beizanted ouzh degadoù a gamionadoù-laezh da vont gant o hent. D’ar 24 a viz Mae e voe stanket pep tra e Penn-ar-Bed e-pad un dek devezh bennak. Ar pep heverkañ eus an emsavadeg-se eo an niver bras a beizanted a gemeras ur perzh oberiant enni, o vont koulz d’ar c’hoperativoù ha d’ar stalioù-laezh prevez, o c’houlenn gopr d’o labour, kalz a verc’hed en o zouez, ha gante ur prezeg amprestet digant emsav ar vicherourien (patroned eo ar stalioù-laezh, harz-labour an hini zo graet gant ar beizanted evit ar gopr zo dleet dezhe). Lakaet e voe e kaoz mod-ober koperativoù a oa bet krouet gant lod dioute koulskoude ha mont a-benn d’o renerien a voe graet gant ar beizanted. Chom a reas departamantoù zo e-maez ar stourm avat, disrann a savas etre sindikalourien oa, tra ma ne oa skoazell ebet digant renerien ar sindikajoù gall. D’an 2 a viz Even 1972 e voe paouezet gant an harz-labour ha sinet un emglev hag a voe lakaet e kaoz nebeut amzer war-lerc’h.
Doareoù nevez gantañ ha kalz a beizanted o kemer perzh ennañ e toullas Brezel al laezh hent an disrann ivez e sindikajoù al labour-douar e Breizh.