Ar Beizanted-labourerien

Bernard Lambert, penn a-raok « tu-kleiz nevez ar beizanted » ?
Aozer : Jean-Philippe Martin / Eost 2020
Bras eo bet perzh Bernard Lambert e krouidigezh al luskad peizanted disuj a veze graet « Tu-kleiz nevez ar beizanted » anezhañ, deuet da vezañ Kengevredad ar beizanted e 1987.

Bugel disuj Yaouankizioù katolik al labour-douar (JAC)

Bernard Lambert (Liger-Atlantel, 1931-1984) a oa menajerien e dud. Abred en doa paouezet hennezh gant e studioù da sikour anezhe war o menaj, pa ne oa nemet 17 vloaz . Gant ar JAC e voe stummet dreist-holl. Deuet da ezel anezhañ, e sammas kargoù ennañ, war derez ar rannvro da gentañ ha hini Bro-Frañs goude-se. Ennañ ivez e kejas gant Marie-Paule Cassagne a zimezas dezhi e 1959. Tud yaouank ar JAC a oa lorc’h enne bezañ peizanted mennet da vodernaat o menajoù, d’o silañ e lusk bras an armerzh ha da wellaat o buhez pemdeziek. War an diazezoù-se an hini e kemeras Bernard Lambert e blas e sindikajoù al labourerien-douar (Kreizenn vroadel al labourerien-douar yaouank-CNJA ka Kevredad broadel sindikajoù al labourerien-douar-FNSEA). Dilennet e voe da depute zoken, e sirkoñskripsion Kastellin, etre 1958 ha 1962.

Ur sindikalour hag a yae dezhi

D’ar 24 a viz Mae 1968 e kemeras peizanted perzh er vanifestadeg e Naoned, o vont war-zu Plasenn ar Roue a voe graet « Plasenn ar Bobl » anezhi. Emañ Bernard Lambert en tu dehou war ar foto-mañ. (FDSEA 353, CHT Naoned)

War dachenn ar vicher an hini e plede Bernard Lambert dreist-holl. Adalek 1962 e krogas er stourm da vat en e zepartamant, asambles gant keneiled dezhañ, evit ma vije strollet sindikajoù labourerien-douar ar c’hornôg. E miz Du 1966 e voe krouet Kevredad rannvro sindikajoù labour-douar ar c’hornôg, strollet ennañ meur a sindikad eus rannvroioù Breizh ha Broioù-al-Liger, ha dont a reas Bernard Lambert da vezañ e sekretour meur. Efedusaat ar stourm difenn interestoù peizanted ar c’hornôg a oa pal ar c’hevredad. Tamm-ha-tamm avat e savas Bernard Lambert ha darn eus sindikalourien ar c’hornôg a-enep renerien an FNSEA dre ma ne rae ket ar re-se kalz a van eus ar venajerien vihan pe etre, saverien-loened al lod brasañ anezhe e kornôg Bro-Frañs, pa ne soursient nemet eus interestoù produerien vras edeier ha betarabez Bro Bariz. Stegn e teuas an traoù da vezañ pa dostaas Bernard Lambert hag e geneiled eus emsavadeg Mae 68, tra ma save Michel Debatisse, penn-rener sindikajoù gall al labourerien-douar, a-du gant de Gaulle. Kemer harp war stourm an niver brasañ ha klask kaout skoazell digant rummadoù sokial all, micherourien dreist-holl, an hini a felle dezhe ober evit ma vije sevenet goulennoù ar beizanted vihan ha bastet d’o ezhommoù. Hag int mont e darempred gant peizanted disuj rannvroioù all neuze ha krouiñ luskad ar Beizanted-labourerien.

Ur peizant disuj

Reiñ un dalvoudegezh politikel d’e stourm ha nac’hañ spered strizh ar c’houchoù-micher war zigarez bezañ « neptu » evel darn eus e enebourien, tost d’an tu dehou e gwirionez, sell pehini oa savpoent diazez Bernard Lambert. Tostaet e oa-eñ d’an tu-kleiz adalek deroù ar bloavezhoù 1960 ha deuet e oa da vezañ ezel eus ar PSU eus 1966 da 1972. Nevesaat mennozhioù Marx d’o lakaat e pleustr sko ouzh emdroadur al labour-douar a glaske ober. En e levr « Les paysans dans la lutte des classes » ( Seuil, 1970) e tisklêrias e oa krog lod eus ar beizanted giz-nevez da vont da broletaerien. Abalamour d’o dleoù ha da emdroadur prim ar vicher en em gavent ken stag ouzh ar stalioù bras ken e teuent da vezañ gopret da labourat evite er gêr. Kalz eus sindikalourien ar c’hornôg, asambles gantañ, a save o mouezhioù a-enep d’ar sindikalouriezh mod-kozh. Disrann a savas kenetreze avat.

Darn dioute, Lambert en o zouez, a yeas gant un hent nevez o krouiñ luskad emren ar Beizanted-labourerien, a-skouer gant sindikajoù ar c’hopridi, o nac’hañ sindikalouriezh ar batroned a oa, d’o meno, hini sindikajoù pennañ ar beizanted. Reoù all a glaskas en em frammañ e diabarzh ar sindikajoù mod-kozh-se a-raok kuitaat anezhe da vat e 1982. E deroù ar bloavezhioù 1980 e strivas Bernard Lambert evit tostaat an eil rann eus eben e-keit ma roe lañs d’ar skoazell ledan da stourm peizanted al Larzac o sevel galv manifestadeg vras 1973 eno. Astenn levezon tu-kleiz nevez ar beizanted a reas evel-se war un dro. A-benn ar fin e vroudas e breder an embannoù a oa krog, adalek 1980, da lakaat e kaoz ar broduouriezh el labour-douar, ur c’hraf ouzhpenn e stourm al luskad-se. Abalamour da gement-mañ e vez graet eus Bernard Lambert un diagentad eus Kengevredad ar beizanted, gant Jose Bove hag e gamaladed.

En e levr « Les paysans dans la lutte des classes » (Seuil, 1970) e klaskas Bernard Lambert nevesaat ar selloù ouzh al labour-douar ha degas a reas war-wel penaos e oa labourerien-douar zo, modernaet ha dleoù gante, o vont da broletaerien.
Gant Bernard Lambert hag ar Beizanted-labourerien e oa bet roet lañs d’ar gerzhadeg skoazell peizanted al Larzac en hañv 1973. Vent d’Ouest, nenn 39, miz Mae 1973 ( PT, CHT Naoned).

 

Bernard Lambert, mouezh sindikad ar Beizanted-labourerien – FR3 / INA

 

troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Ar Beizanted-labourerien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-beizanted-labourerien

Levrlennadur

  • Bourrigaud René, Paysans de Loire-Atlantique. 15 itinéraires à travers le siècle, Nantes, Éditions du Centre d’histoire du travail, 2001.
  • Chavagne Yves, Bernard Lambert, 30 ans de combat paysan, Quimperlé, La Digitale, 1988.
  • Lambert Bernard, Les paysans dans la lutte des classes, Paris, Seuil, 1970.
  • Leclerc Henri et Lambert Bernard, Répression des luttes : des paysans parlent, Paris, Maspéro, 1972.
  • Martin Jean-Philippe, Histoire de la nouvelle gauche paysanne. Des contestations des années 1960 à la Confédération paysanne, Paris, La Découverte, 2005.
  • Martin Jean-Philippe, La Confédération paysanne aujourd’hui. Un syndicat face aux défis du XXIe siècle, Paris, L’Harmattan, 2011.
  • Bibliographique complète [pdf]

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité