Plozeved hag an afer Morin

Brudoù, rendaeloù, disputoù
Aozer : Bernard Paillard / C’hwevrer 2023

Hanter-kant vloaz war-lerc'h an enklaskoù e chom burutelladennoù a ziskuilh torfedoù un embregadenn barizian, lec'h an enklaskerien divrezhoneg anezho n'o defe ket komprenet kalz a dra diwar-benn ar Blozevediz. Anv a zo ivez eus an eneberezh taer a savas a-enep da levr Edgar Morin, La Métamorphose de Plodémet pa voe embannet. Evel ma vefe chomet an eneberezh da gentañ en eñvor an dud, un eneberezh a oa bet anv anezhañ d'ar mare-se e lod eus mediaoù ar Vro, evel en abadenn-mañ bet skignet ouzh an tele rannvroel e miz Meurzh 1968, Plozévet contre Plodémet. Kavet e vez enlinenn bremañ. Gallout a reer soñjal ivez e oa an oberour-mañ e penn an holl enklaskoù, betek ar filmoù, ha kiriek anezho. Faot dezhañ a vefe neuze kement tra en deus hegaset an dud. Met gwech ebet ne vez sellet ouzh danvez al levr, pa vefe aesoc'h kompren, bloavezhioù war-lerc'h, ha reizh pe faziet e oa e zielfennadurioù.

Munudoù ar rendael a zo anv anezho e lec'h all ha meur a wech en deus komzet Edgar Morin diwar he fenn. Ne 'z aimp ket pelloc'h enni neuze, nemet evit adlavar e oa doubl. Eus un tu e oa bet dismantret spered « pennoù bras » eus Plozeved, dilennidi ha kelennerien en o zouez, gant elfennoù 'zo el levr. Gwall negativel e oa skeudenn Plozeved degaset ganto emezo, ha betek skritur al levr he doa mil-hegaset anezho. En aner e oa bet cheñchet an anvioù-familh kement hag an anvioù-lec'h. Kuriusted a oa bet da gentañ, a-raok rebechoù. Klask a rae an dud gouzout piv e oant el levr (ha faziet e oant a-wechoù) hag anavezout ar re all, ha setu pezh-c'hoari ar vuhez e Plozeved diskouezet ha disklêriet d'an holl. Deuet neuze ar vrud e vefe al levr leun a ginkanelloù a glever en ostalerioù pe tro-dro d’ar poulloù-kannañ. Ouzhpenn da se e felle d'an oberour chom feal da berzhioù heverk ar fedoù hag an dud, ha neuze e oa deuet an traoù a eil renk, an deberzh, ar chañs-dichañs, da vezañ e-kreiz evit al lennerien. Implij ar gerioù nevez en doa degaset droukfazioù ha treuzkompren da echuiñ.

Eus an tu all e oa bet burutellet an embannadenn gant enklaskerien ha pennoù 'zo en DGRST. Tamallet e oa bet dezhi ne vije ket bet aotreet en a-raok, met ivez ne vije enni nemet fripañ labourioù all, ha leun a fazioù war ar memes tro. Dre zegouezh e oa bet kelaouet Edgar Morin e oa riskloù e vije kastizet gant ur garez skiantel. Tremen dirak ur bodad enklask en doa goulennet neuze gant an DGRST, daou a balioù dezhañ : diskouez peseurt fazioù en doa graet ma oa anezho, ha peursellout ouzh labour ar skipailhoù all, o arc'hantaouiñ hag o disoc'hoù. E zoare a vije bet da ziskouez en doa kaset un tamm mat a labour gant nebeut a arc'hant, pa oa bet skrivet nebeutoc'h gant enklaskerien all muioc'h a gredoù dezho. A-benn ar fin e oa bet kollet pep tra e kammdroioù miz Mae 1968 pa oa aet da get an emglev berr-amzer etre enklaskerien yaouank nagenner ha mandarined an ensavadurioù. N'eo ket aet pelloc'h an afer velestradurel : n'eus ket bet na vodad enklask, na garez. Met o skeud o deus taolet an div rendael-mañ war ar stad a veze graet eus enklaskoù Plozeved, bloavezhioù war-lerc'h. Betek dibenn ar bloavezhioù 1990 e oa padet, pa 'z eo deuet neuze ar sell outo da vezañ unan istorel.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Paillard, « Plozeved hag an afer Morin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 1/02/2023.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/plozeved-hag-an-afer-morin

BIBLIOGRAPHIE

PAILLARD Bernard, « À propos de Plozévet. Retour sur une polémique académique », Edgar Morin, aux risques d’une pensée libre, Hermès La Revue 2011/2 (N° 60), CNRS Éditions, p. 176-181. En ligne : https://www.cairn.info/revue-hermes-la-revue-2011-2-page-176.html

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité