Pont-Aven : diveuz kêr al livourien

Aozer : Estelle Guille des Buttes-Fresneau / Mezheven 2017
Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen.

Paul Gauguin, « mestr » skol Pont-Aven, bet o chom eno alies-mat etre 1886 ha 1894 an hini a vezer techet da lakaat da bennkaoz brud Pont-Aven, « kêr al livourien » anezhi, dre ar bed-holl. Gouzout mat a ouzer koulskoude e oa en em staliet an arzourien gentañ eno adalek kreiz an XIXvet kantved. Amerikaned e oa ar re-se dreist-holl, desachet gant ar maezioù gwirion hag an henvoazioù chomet bev. Ur pleg bras eo bet alies, e buhez an arzourien-se, ar prantad o doa bevet el lec’hioù nevez-se, e norzh Europa peurliesañ, asambles gant kumuniezhioù arzourien all.

Ul lec’h kaer

E 1794 e oa bet taolennet Pont-Aven evel-henn gant Cambry en e destenn Beaj e Penn-ar-Bed : « (…) Trowardroioù Pont-Aven ha Kêr Pont-Aven muioc’h c’hoazh a gaver enno pezhioù kurius e-leizh a rofe d’an arzourien danvez o studiadennoù mar karfent. » ; e 1832, e Hendraoù Penn-ar-Bed, e kinnige c’hoazh ar marc’heg a Fréminville Pont-Aven evel ul lec’h a oa dleet e livañ : « (…) Kêr vihan Pont-Aven (…) a zo anezhi un arvest kaer ha laouen, treuzet en he c’hreiz gant froud bouilh ha sklaer an Aven o jilgammat etre kerreg a bep seurt stumm, mesk-ha-mesk gant ar milinoù e gwasked ar gwern hag ar pupli. Ober a rafe ul livour maezioù danvez puilh e studiadennoù dudiusañ e-touez al labouradeg-se, strollet aze hag ahont war glann ar stêr. »

An arzourien gentañ : Amerikaned

En ur stal-livañ – Edward Field (1856-1914) – Eoulivadenn war goad – 1884 – Mirdi Pont-Aven

Hag an diougan-se da zont da wir un nebeud dekvloavezhiadoù pelloc’h pa zeuas an Amerikaned kentañ da beurachuiñ o stummadur war an arzoù e Bro-Frañs. Eus skolioù war an arzoù e Philadelphia pe Boston e teuent, da gas o studioù da vad en akademiezh Julian pe en akademiezh suisat e Pariz. E Barbizon, e Pont-Aven hag e Giverny e teue ur c’halz anezhe ivez avat. Ha pa ne oa al lec’hioù-se nemet arsavioù war droiadoù kalz brasoc’h, e oa priziet-kaer al lec’hioù-se e-pad an hañv, pa veze serret stalioù-livañ Pariz. E 1864, sañset, e vije en em gavet Henry Bacon e Pont-Aven evit ar wech kentañ, dre zegouezh. Hag eñ distro e Pariz da gas ar vrud d’e geneiled amerikan, Robert Wylie (1839-1877) en o zouez. Hag ar re-se ha dibab skeiñ war-zu Breizh neuze, seul aezetoc’h mont di gant an hent-houarn.

Degemer dibar an ostizezed madelezhus

E Leti ar Veajourien, dalc’het gant an Itron Feutray, an hini e voe roet bod da gentañ da v/Bridgman, Champney, Roberts, Shinn, Wight ha Way, ar « Seizh pec’hour kentañ » anezhe, bet bodet gant Wylie. Rak eno, e korn gwalarn ar blasenn veur, dres e-keñver al leti-se, e oa arsav ar c’hourier a zegase ar veajourien eus Kemper. E 1862, pa voe digoret an hent-houarn eus Pariz da Gemperle e krogas letier all d’ober berzh, ti Gloaneg ha leti Julia en o zouez. Anzav a ra an holl eo ar mod dibar ma oa bet degemeret an arzourien gant ostizezed mat Pont-Aven pennabeg o dibab chom el lec’h-se. Darempredoù eus ar gwellañ a oa ouzhpenn-se etre tud ar vro hag an arzourien-se hag aezet-tre e veze dezhe kavout bod, stalioù-livañ ha patromoù.

 

Maner Lez-Aven, stal al livourien

Gant Wylie, c’hoazh hag adarre, diwar ur c’hinnig bet savet gant an notaer Tangi, e voe digoret stal an arzourien amerikan e maner dirapar Lez-Aven, damdost da vourc’h Pont-Aven. Unan eus bodoù Gauguin e teuas da vezañ diwezhatoc’h. Meur a wech e talvezas e leur-vein hag e oaledoù meurdezus da leurenniñ taolennoù diabarzh-tier a zo dasparzhet bremañ e meur a virdi pe e dastumadegoù prevez. Adal ma reas Wylie e soñj chom da vat e Pont-Aven e voe desachet gantañ eno meur a vignon dezhañ deuet da guriusat. E-touez ar re-se e oa Earl Shinn a embannas, e 1866, un danevell diwar strollad kentañ Amerikaned Pont-Aven er Philadephia Evening Bulletin. Diwar neuze e voe brudet Pont-Aven en estrenvro ha disac’hañ a reas arzourien norzh-Europa war roudoù an Amerikaned : Iwerzhoniz, Hollandiz, Daniz hag all. Gwashoc’h c’hoazh da heul berzh bras Wylie e Saloñs an arzoù e Pariz e 1872. An arzour amerikan kentañ e voe-eñ o tapout ur vedalenn a eil renk e Pariz ha dre-se e voe astennet c’hoazh brud Pont-Aven, lec’h-meur al livouriezh hag arsav hollret kement danvez-livour. Kement ha ken brav ken e veze un hanter-kant bennak anezhe bep bloaz eus 1865 da 1875, hag ur c’hant bennak etre 1975 ha 1885. A-benn ar fin e teuas Pont-Aven da vezañ annez nemetañ ur c’halz anezhe, abalamour da brezel 1870 hag da emsavadeg Komun Pariz. Interet eo bet Wylie eno, er memes bez hag an Dimezell Julia, perc’hennez al Leti bet roet hec’h anv dezhañ ganti.

Teirzaolenneg gant Franck Penfold (1849-1921) Eoulivadenn war blakenn-goad – war-dro 1880 – Mirdi Pont-Aven

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Estelle Guille des Buttes-Fresneau, « Pont-Aven : diveuz kêr al livourien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/06/2017.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/pont-aven-diveuz-ker-al-livourien

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh