M’eo merket hiriv an deiz Jean Moulin evit bezañ bet unan eus pennoù heverk ar Rezistañs, nebeut a dud a oar ez oa bet prefed a‑raok mont dre zindan guzh. Ur vicher a ro deomp da gompren pezh en deus bet graet dre guzh, just a‑walc’h.
Rak daoubennek eo karg ar prefed e gwirionez : diouzh un tu e rank ar c’hargad uhel aroueziañ ar Stad en departamant m’emañ ennañ, ha diouzh un tu all gwiriañ m’eo lakaet mat e pleustr politikerezh ar gouarnamant, ha kas keloù da Bariz eus an holl glemmoù a‑berzh ar velestridi, pa vez. E berr gomzoù ez eo karget da vezañ ul liamm etre ar galloud kreiz hag an tiriadoù.
Ha padal ez eo dres ar garg lakaet war chouk Rex pa zeu da vezañ er Frañs okupet dileuriad personel ar jeneral De Gaulle, e penn ar Frañs dieub. Diouzh un tu ez eo karget da unvaniñ ar Rezistañs ha da lakaat anezhi dindan aotrouniezh « paotr galv an 18 a viz Even » ur politikerezh ha oa deuet da wir pa oa bet krouet Kuzul broadel ar Rezistañs. Diouzh un tu all e oa bet karget da reiñ da c’houzout ezhommoù paotred ar stourm dindan guzh d’an dud e Londrez ha goude en Aljer, an ezhommoù a‑fed dafar kaset dre harzh‑lamm, ha dafar rekis evit kas en‑dro ar stourm armet hag ar stourm politikel. Gwir eo e ranked dija en em soñjal evit prientiñ penaos e vefe goude ar brezel, ha diarbenn politikerezh ar Frañs da zont. Degemeret e oa bet da vat an diarbennoù‑se d’ar 15 a viz Meurzh 1944 e korf programm Kuzul broadel ar Rezistañs. Harzet e oa bet Jean Moulin e Caluire ha boureviet euzhus, ha marvet d’an 8 a viz Gouere 1943.