Sent Breizh

Aozer : Philippe Lanoë / Du 2016
Al listennad eizh kant anv sent a orin eus Breizh a c’heller dibunañ a zo penn orin al lavarenn « Bro ar sent eo Breizh » daoust ma n’eus nemet un dornad anezho anavezet gant Roma. E pleg ur chapel, un iliz, ur feunteun pe ur pardon e tizoloer ar sent-se. Stag int ouzh feizh ar bobl, ur feizh diouzh ar mareoù gwelet a dreuz pe talvoudekaet gant an Iliz.

Ar mamennoù

An anvioù- lec’h a ro da anavezout an darn vrasañ eus an anvioù sent, kalz muioc’h eget ar mamennoù all. An diasurañ eo ivez evit kadarnaat gwiriegezh ar sent-se.

Ur roll-all ez eus tu da sevel a-drugarez da zedi an ilizoù. Ar sant da biv ez eo dediet un iliz n’eo ket dre ret an hevelep hini en deus roet e anv d’ar barrez nag a zo paeron an hevelep parrez. C’hoarvezout a ra ivez e vez laeret plas ur sant kozh ha divrud gant ur sant brudetoc’h, da skouer Ciferian a zo bet kemeret e blas e Paoul gant sant Sinforian, merzher eus ker Autun en IIIvet kantved.

Ar re vrudetañ o deus ar chañs da vezañ meneget en testennoù relijiel (deizhataerioù, brevieloù) ha dreist-holl e c’hellomp anavezout istor o buhez a-drugarez d’ar buhezioù sent.

Ster ar ger « sant »

A-benn disheñveliñ diouzh ar baganiz e oa implijet an anv-gwan « sant » gant ar gristenien kentañ. Pa teu ar gristeniezh da vezañ relijion an impalaeriezh roman er IVe kantved e vez roet ur ster enorus d’ar ger sant ha implijet nemet evit ar veleien.

Daou c’hanved war lec’h ez eo steuziet an doare-se da envel ar veleien er C’hornôg ha n’eus mui nemet ar pab hag a zo anvet « Tad Santel ».

Kloer enez Breizh, menec’h dreist-holl en o zouez ha chomet distag eus peurrest ar gristenelezh, a vir ar boaz-se hag eñ ezporzh en Arvorig pa tivroont.

N’eo nement adalek 1234 e vez dalc’het gant ar pab ar gwir da lakaat un den da sant. Ne dalv ket an disentez-mañ evit sent Breizh, ken niverus hag enoret da vat kalzig a-raok.

Gwerenneg iliz-veur Dol, XIIIvet kantved. Sant Samzun o vageal war mor Breizh war-du an Arvorig (adsavet er XVvet kantved). War an tu dehoù sant Samzun gant e gabell-eskob ambrouget gant daou vanac’h. Un diaoul a dorr penn ar wern. Gwirioù : Inventaire général ADAGP - Base Gertrude. Skeudenner Bernard Bègne.

Chapel Sant-Weltaz e Bizhui - Gwirioù : Art dans les Chapelles

Sent diazezer ha brientinien

Merzherien da gentañ ( Rogasian ha Donasian e Naoned) hag eskibien o deus avielet ar vro (Melen e Roazhon, Feliz e Naoned, Padern e Gwened) a zo ar sent a orin eus Arvorig a gejer en neñv.

En enez Breizh, sant Ildud, mab bihan ur roue ha diskibl sant Jermen Auxerre, a sav manati Lanildud Veur (Llantwit major, bro Gembre). Ur greizenn avielerezh a-bouez eo ha meur a sant eus Breizh vihan a zo bet stummet eno : sant Samzun, diazezer manati Dol, pe Paol Aurelian, ganet en ur familh brudet, an Aurelianii, e Kastell-Paol.

Ar sent-se, kar da uhelidi Breizh pa ne vezont ket roue o unan evel sant Yuzikael, a zo diazezerien abatiez (Gwenole e Landevenneg, , Mewen e Sant-Meven, Tudual e Landreger, Maloù e Sant-Maloù). Eskop e c’hellont bezañ ivez evel Kaourintin e Kemper. En o zouez eo e kavet ar seizh sent diazezerien Breizh liammet gant pic’hirinaj an Dro Breiz.

Sant Paol Aurelian (Iliz-veur Kastell-Paol). Buhez sant Paol a gont penaos e vestronias an aerouant a veve war enez Vaz. Sant paol a a dro gouzoug an aerouant gant e stol. Deuet al loen da vezañ reizh e c’hell ar sant kas anezhañ davet ar mor e lec’h ma veuz. Gwirioù : Ti an douristelezh e Kastell-Paol, Skeudenn Pierre Sauty

Sent lec’hel

Darn vrasañ sent Breizh a zo anavezet nemet en ur barrez pe en un nebeut d’ar gwellañ, rak techet e oa kloer Breizh gwechall da bourmen.

Stag eo ar sent-se ouzh rouedad kentañ parrezioù al ledenez, ar parrezioù a grog o anv dre « Plou » o tont eus al latin plebs renet gant pennoù keodedel ha relijiel. Anvioù ar pennoù-se a zo bet santelaet, met moarvat ne oant ket holl kloer ( da skouer Fragan e Ploufragan).

E-kreiz ar rouedad parrezioù-mañ e spumanter diazadurioù menec’h da vat, minic’hi bihan pe abatioù hag a zalc’h, en o anv a grog gant ar rakger « lan- », koun eus anv an den en deut savet al lec’h (da sk. Lannedern = Lan+ edern).

Diskred a zo e gwirionez war kalzig eus an anvioù sent lec’hel-se, ret eo e hen anzav. Santez Trifina a c’hellfe derc’hel sonj eus ul lec’h emgav etre bevennoù teir keoded gall-ha-roman (trifinium) hag a-dreñv Kornely bezañ kuzhet un doue galian a oa kernioù gantañ.

Er Grennamzer uhelañ, ez oe bet rediet an Iliz da gristeniekaat al lec’hioù azeuliñ a oa darempredet ingal gant ar boblañs, o liammañ anv ur sant pe ur santez ouzh ar feunteunioù, ar gwez pe ar vein azeulet ganti.

Darempredet eo al lec’hioù-se seul vuioc’h ma n’eus ket kalz a relegoù da enoriñ. Kalz anezho a zo bet kaset gant ar c’hloer a derc’he kuit da vare aloubadegoù an Normaned e deroù au Xvet kantved.

Sent istorel

Mat eo menegiñ sent a zo testeniekaet mat en istor : Emilian, a orin eus Gwened a gavas gwelloc’h chom e bro Bourdel ; Friard ha Secondel e Gwennenid ; Konwoion e Redon, Salaun, roue Breizh en IXvet kantved santelaet daoust da vuntr e genderv Erispoe (Erispoù) ; Maoris Duault (tro 1113-1191), anvet Sant Maoris Karnoed, n’eo ket anavezet gant an Iliz ; Yann Diarc’hen (Divoutoù), aet da anaon e Kemper e 1349 ; Gwilherm, eskop Sant-Brieg en XIIIvet kantved. Hemañ a zo kentañ sant Breizh santelezhet gant Roma e 1247 ; heuliet eo bet gant Erwan Helori Kervarzin, ur c’hantved diwezhatoc’h, e 1347. Tostoc'h ouzhimp, Franseza Amboise a zo bet gwenvidikaet e 1866, Charlez Bleaz e 1904, Loeiz-Vari Grignon Moñforzh santelezhet e 1947 ha Janed Jugan e 2009.

 

Janed Jugan (Kankaven, 1792-Sant-Pern, 1879) diazezet he deus kongregadur C’hoarezed bihan ar re baour. Gwirioù : Wikimedia

Ar sent er c’hoari politikel

Er Grennamzer izel, ar vrientinien uhel a ra o vat eus mojennoù ar sent evit gwriziennañ donoc’h o lignez en istor kozh roueed Breizh. Setu perak e vefe ar Roc’haned diskenidi eus Meriadeg, pa vez lakaet war wel Yuzikael ha Salaun gant Charlez Bleiz hag ar Moñforzhed da-c'houde.

Ar bras eus buhez relijiel ar Vretoned az a gant al lidoù gouestlet da sent ar vro (sk. Pardonioù), met an Iliz a fell dezhi kontroliñ al lidoù-se. En ur gadarnaat plas ar sent er relijion (sened-Iliz Trente), an Disivoud-meur a c’houlenn e vefe erlec’hiet ar brizhkredennoù hag an diroll a zo tro dro dezho e-pad ar gouelioù, gant ur feizh personnel donoc’h.

Eskibien Breizh a vroud al lidoù gouestlet d’un nebeut sent eus Breizh met dreist holl ar sent hollvrudet. Pardonioù enframmet gwelloc’h gant an Iliz a zispak d’ar mare-se evel hini Santez-Anna-Gwened. War zigresk e vo koulskoude an niver a dud ouzh o taremprediñ en XVIIIvet kantved met e reter ar vro nemetken.

Nevezamzer e eil tamm an XIXvet Kantved

A-benn stourm ouzh an digristenidigezh hag enepkloeregezh ar republikaned, Iliz Breizh a zibab ober gant karantez ar bobl evit sent ar vro evit azbevaat ar feizh e Breizh. Ar plas roet endro da sant Konwoion e Redon e 1868 pe da sant Kaourintin e Kemper a zo skouerioù splan. Gwerelloù an ilizoù nevez savet a ro ur plas a zoare dezho. Ul lañs nevez a zo gant ar pardonioù (Troveni Lokorn, Ar Folgoad, Santez-Anna-ar-Palud). Goulenn a reer digant an arzhourien sevel bouestoù-relegoù (sant Goneri e Plougouskant e 1883, sant Paol e Kastell-Paol e 1897). Sent Breizh a zo ur skouer a feizh evidomp hag o buhez « ur vammenn evit istor Breizh eus ar re fonnusañ hag ar re surañ » a lavar deomp Dom Plaine. Emeur d’ar mare-se en ul lanv a studioù tro-dro d’ar yezh, al lennegezh (Barzaz Breiz) hag an istor (La Borderie).

Burutellet o deus an istorourien ar buhezioù sent en ur derc’hel kont eus ar splet a zo da dennañ anezho. Chom a ra ar feizh a vleun hiziv en Dro Breiz pe e Traoñ ar sent.

 

 

Troet gant Philippe Lanoë

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Sent Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/sent-breizh