Buhezioù sent Breizh

Aozer : Philippe Lanoë / Du 2016

Aozer al levr-man embannet e 1752, adembannet ha kresket un 20 gwech bennak betek 1927 a zo an abad Claude-Guillaume Marigo (1693-1759). Da notenniñ : «  El levr-mañ e kaver kalz muioc’h a Zent euz a Vreiz eget el Levrioù Buez ar Zent moullet araok » - Mammenn : Plumes et mots

Skrivet ez eus bet bet buhezhioù sent e Breizh etre ar VIIvet hag ar XVvet kantved.

Buhez sant Samzun a zo bet savet etre ar VIIvet hag an IXvet kantved. Er-maez eus un nebeut skridoù evel buhez sant Wenole (Urdisten) pe sant Maloù (Bili) meur a aozer a zo ganto. Disoc’h meur a gopienn int hag adskrivet meur a wech evit klotaat gant spered ha blaz an amzer.

Galvet int da gontañ deomp istor (historia) ar sant, met ivez da ziskouez penaos, evit ar boblañs a zo boaz d’e enoriñ, e chom bev, dre ar burzhudoù graet gantañ pe ganti peurgetket.

Ur gefridi liturgek a zo ganto, bezañ lennet e rankont (legenda) e-pad an ofis hag e servijont ivez da skouer evit kenteliañ ar gristenien.

Ret eo lec’hiañ anezho en un endro istorel. Ar youl bolitikel da ziazezañ ur penneskob e Dol, distag eus hini Tours, a zispleg evit un darn, bleuniadur buhezioù sent Breizh da vare a garolingianed.

En XIvet ha XIIvet kantved, skridaozadur buhezioù sent gant an eskibien, da skouer hini Tudual gant Martin eus Landreger pe re Ronan ha Kaourintin gant Bernez eus Chartres, a ambroug luskad an adreizh Gregorian.

En-o-zouez e kaver un nebeud eus ar skridoù koshañ anavezet e brezhoneg evel Buez Santes Nonn, bet savet er XVvet kantved.

Ur pal kenteliañ ar Vretoned nemetken a oa gant Albert Le Grand pa savas e labour kendastum La Vie, gestes, mort et miracles des saincts de la Bretaigne Armorique. Al levr embannet e 1637 a ra berzh bras. Memes mod, al levrioù Buhez ar sent e-lec’h ma tesker ar c’hatekiz, met ivez da lenn, en XIXvet hag e deroù an XXvet kanved a vez kavet en ur bern tiez.

Gant Dom François Plaine ez eus ar raktres ober un embannadur klok eus ar buhezioù sent (Acta Sanctorum Britanniae Armoricae), met, daoust da baeroniezh arc’heskob Roazhon, ne yelo ket ar raktres da benn.

E dibenn ar Grennamzer, ar gronikerien (kronik Sant-Brieg) a gorvo ivez ar buhezioù sent evit sevel istor orinoù Breizh. En e bennoberenn embannet e 1725, Les Vies des saints de Bretagne, Dom Lobineau a zo kalz disfiziusoc’h war ar splet istorel da dennañ anezho, ar pezh ne vir ket ouzh Arthur de La Borderie da vagañ e labour istorel ganto e dibenn an XIXvet kantved. François Duine a zislavar anezhañ en e levr Mémento des sources hagiographiques de l’histoire de la Bretagne (1918), pa vez nac’het krenn kement talvoudegezh istorel d’ar buhezioù-se gant ur skol dreistburutelerien.

Labour Bernard Merdrignac en deus roet e wir d’ar vamenn a-bouez-mañ evit komprenn istor relijiel ha sevenadurel e Breizh. Ur « vengleuz burzhudus evit sevenadur ar bobl » eo ar buhezioù sent hervezañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Buhezioù sent Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/buheziou-sent-breizh