Sinadur Karta sevenadurel Breizh e 1977

Aozer : Francis Favereau / Genver 2022
Kemennet e oa bet Karta sevenadurel Breizh gant ar prezidant Valéry Giscard d’Estaing e Ploermael en e brezegenn d’an 9 a viz C’hwevrer 1977, ha sinet e oa bet gantañ d’ar 4 a viz Here 1977. Ganti eo « personelezh sevenadurel » Breizh a voe anavezet ez ofisiel evit ar wech kentañ, o harpañ kelennadurezh ar brezhoneg hag o krouiñ Kuzul sevenadurel Breizh.

D’ar 4 a viz Here e voe sinet Karta sevenadurel Breizh gant ar Stad, gant an EPR (« Ensavadur publik rannvroel »  e oa anv a Rannvro a-raok ne vije dilennet e guzul gant an holl) ha gant pemp departamant Breizh.

Anv oa bet diouti evit ar wech kentañ gant Giscard-d’Estaing e Ploermael dindan un deltenn vras d’an 9 a viz C’hwevrer 1977 : anavezout « personelezh sevenadurel Breizh » ha fiziañ er Rannvro he folitikerezh sevenadurel an hini oa he c’hefridi, o respont da « youl poblañs ha dilennidi Breizh ma vefe doujet d’o identelezh. »

Kelennadurezh yezh ha sevenadur Breizh

Evit ma vo « anavezet talvoudegezh ha dellid »  yezh ha sevenadur Breizh e voe kinniget gant ar Garta diorren ar c’helenn e galleg diwar glad sevenadurel Breizh e stern programmoù nevez « da bep live ar c’helennadurezh e Breizh a-bezh ». Renabliñ a rae ar Garta an enklaskoù istor a oa da vezañ kaset er skolioù-meur ha menegiñ teñzorioù Bro-C’hallo.

Sellout a rae ar pep brasañ eus an araokadennoù, war gont ar Stad, ouzh ar brezhoneg : kentelioù diret er 6vet hag er 5vet klas, kelenn dre zibab (yezh ha sevenadur Breizh) er 4re hag en 3de klas adalek adkrog-skol miz Gwengolo 1979, war batrom ar yezhoù estren, kement ha reiñ da opsion brezhoneg ar vachelouriezh « talvoudegezh un eil yezh vev » en holl rummadoù anezhi.

Ha gwelloc’h c’hoazh : lakaet e voe an eurvezhioù-se e-barzh implij-amzer ar skolaj ha servij ar gelennerien aet war ar renk. Stajoù meret gant an deskadurezh-Stad a oa da vezañ aozet evit peurstummañ ar gelennerien-se.

Radio ha tele

Berr e chome ar Garta war ar c’hraf-mañ ha pa anzave e oa dioutañ ur « elfenn hollret da diorraoadur ar sevenadur rannvroel ». Ne gase ket he disentezioù da wall bell : skignet e vefe bep sizhun un abadenn dele 20 mn… ha kresket e vefe ar programmoù adalek fin ar bloavezh 1978 !

Glad sevenadurel

Krouiñ un Atalier teknik rannvroel (kevredigezh hervez lezenn 1901) ha prometiñ kas war gresk ar skoazell arc’hant ha teknik da « kevredigezhioù sevenadurel Breizh » (Kendalc’h, da skouer), sell aze danvez ar striv a oa da vezañ graet evit difenn ar glad hag anavezout sevenadur Breizh.

Ar chapelioù, « tier bro » anezhe, a oa meneget ivez, e-touez aozadurioù all evel ar c’hreizennoù diorren d’ar sonerezh…

Kuzul sevenadurel Breizh

Kinnig a rae ar Garta krouiñ Kuzul sevenadurel Breizh, 61 ezel anezhañ, e anv ar strollegezhioù lec’hel, ar c’hêrioù, ar skolioù-meur, ar c’hevredigezhioù sevenadurel (dek plas), prefed ar Rannvro ha rektor an akademiezh en o zouez.

Bep bloaz e vefe embannet gantañ e ali war ar mod ma vefe dasparzhet ar skoaziadoù  ha war « linennoù-stur politikerezh sevenadurel Breizh » evit ur bodad etredepartamant ennañ dileuridi ar Stad ( 9 dileuriad, ar 5 prefed en o zouez) ha re ar c’huzulioù-departamant par-ouzh-par.

Skol Uhel ar Vro

Plediñ a raio Skol uhel ar Vro da zont gant ar brezhoneg hag ar galloeg, o lennegezh « koulz dre gomz ha dre skrid » ha gant a bep seurt elfennoù eus an arz hag eus ar glad. Arc’hantet e vefe he obererezh bep bloaz gant 3 million a lurioù digant ar Stad ha kement all digant an EPR. Evit he mont en-dro e vefe rannet dre zaou etre ar Stad (1,5 million a lurioù) ha kuzulioù-meur ar pemp departamant.

Bilañs

En tu all da skeudenn un « demokratelezh c’hall » nevez diouzh ar c’hiz ha pismiget gant an tu kleiz (an UDB paneveken) e voe eus ar Garta un araokadenn ouzhpenn an disentezioù liesseurt laosket gant ar c’haolisted da heul miz Mae 1968. Kemer a ra ar Garta plas al lezenn Deixonne bet votet e deroù ar bloavezhioù ’50, an disentez nemetañ a dalveze evit meur a yezh war un dro war dachenn ar Stad c’hall. Votet e oa bet diwar un emglev ledan awalc’h, taer an tabutoù kent avat ha strizh-tre he dalvoudegezh a-benn ar fin, o tegas un heklev d’ur stourm a oa bet kroget gantañ er bloavezhioù ’30 paneveken.

Deuet eo Kuzul sevenadurel Breizh da vezañ un ensavadur ofisiel eus Kuzul rannvro Breizh,  sammet gantañ kefridioù ar Garta, dre vras.

 

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Francis Favereau, « Sinadur Karta sevenadurel Breizh e 1977 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/01/2022.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/sinadur-karta-sevenadurel-breizh-e-1977

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité

Dielloù e liamm war Bretania.bzh