E 1461 e voe krouet kentañ skol-veur Breizh e Naoned gant an dug Frañsez II. Ur bazenn vras e oa war-zu dispak Stad Breizh. Kentoc’h e ranke studierien Breizh mont da Angers, Orleans pe Pariz zoken. Pemp rann skol-veur a oa anezhi : an arzoù, an deologiezh, kanon an liz, ar gwir boutin, hag ar vezegezh. En XVIIIvet kantved avat e koazhas ar skol-veur-se, ken bihen ken e voe kaset rann ar gwir da Roazhon.
Da vare an Dispac’h ez eas ar skolioù-meur d’an traoñ e Breizh koulz hag e lec’h all. E Roazhon e voe adsavet skol-veur Breizh en XIXvet kantved. Addigoret e voe rann skol-veur ar gwir e 1806, ha rannoù al lizhiri hag ar skiantoù e 1839-1840. E 1896 an hini e voe savet skol-veur Roazhon, an teir rann a oa dioute c’hoazh o vont d’he ober, asambles gant skolioù mezegezh Roazhon ha Naoned. Ne oa ket kalz a studierien enni avat. E 1910, da skouer, ne voe kadarnaet nemet 15 aotregezh war al lizhiri ha 23 war ar skiantoù.
Goude an Eil brezel Bed an hini ez eas an niver a studierien e Breizh war gresk da vat. 5 892 studier a oa e skol-veur Roazhon e 1949-1950. E 1961-1962 e voe krouet skol-veur Naoned. 13 425 studier a oa neuze d’an div skol-veur-se asambles. E 1969 e voe krouet skol-veur Breizh-Izel tra ma voe rannet skol-veur Roazhon e daou. E 1972-1973 e oa 39 346 studier da beder skol-veur Breizh ha 53 139 e 1981-1982. E 1995 e voe krouet ur bemvet skol-veur, hini Su-Breizh e Gwened hag en Oriant. E 1996-1997 e oa skol-veur Breizh en he barr, dezhi 104 489 a studierien. E 2006 e reas skolioù-meur ha skolioù uhel Breizh o soñj en em strollañ da zont da vezañ skol-veur europat Breizh.