Ar C’hornog a venn chom bev
Abaoe ar bloavezhioù 1950 en em sante ar Vretoned lakaet muioc’h-mui a-gostez, koulz war dachenn ar bolitikerezh ha war hini an diorren sokial hag ekonomik. Stourmoù sokial a darzhe un tamm e pep lec’h abalamour d’an diaes ma oa lakaet ar Vro gant an divroañ diehan, o vont da heul an digresk bras war an niver a beizanted. En em skoazell an eil hag ar re all a rae muioc’h mui ar vicherourien hag al labourerien-douar, en desped d’an troc’h bras a veze etre ar rummadoù-tud e Breizh betek-henn. Ha stourmoù ar re-se, neuze, da reiñ mouezh da glemmoù ar CELIB bet kaset e brogramm diorren ar vro da stoupañ gant gouarnamant de Gaulle. A bep tu e save ar gounnar.
Dres pa oa ar gounnar-se e go e lakaas ar sindikajoù en o soñj sevel manifestadegoù d’an 8 a viz Mae 1968 e kêrioù Breizh, hag e reoù Broioù-al-Liger ivez, lusket gant al lugan « Ar C’hornôg a venn chom bev ». Tost da 100 000 a dud a voe o vanifestiñ e Breizh a-bezh d’an deiz-se (25 000 e Brest, 16 000 e Kemper, 10 000 e Naoned hag en Oriant, 7 000 e Roazhon, 6 000 e Sant-Brieg…). Gervel ar gouarnamant a oa pal ar vanifestadegoù-se ; goulenn e zilez ne oa ket evit c’hoazh. Ha pennoù-bras an tu-kreiz da gemer perzh enne zoken, evel an depute Edouard Ollivro, Maer Gwengamp. Evel-se an hini e krogas Breizh gant emsavadeg miz Mae 1968 da vat, diouzh he zu, distag-krenn diouzh luskad studierien Pariz, ha pa gejas an eil re gant ar re all goude-se, ken splann ha stêrioù o redek war an hevelep dinaou.
Miz Mae ar studierien
Nebeut a studierien (un tamm ouzhpenn 30 000 anezhe) a oa e Breizh e 1968 pa ne oa dezhi nemet div skol-veur - Roazhon ha Naoned – ha div skolaj skol-veur e Brest, stag ouzh skol-veur Brest. Kerkent hag en distro-skol 1967 avat e oa tommet mat o fennoù gant studierien an teir c’hêr skolveuriek-se, ha stankoc’h-stankañ ar c’hrogadoù eno, koulz hag e skolioù-meur Pariz.
Prim en em ledas darvoudoù Pariz betek Breizh. D’ar 6 a viz Mae e tibunas 500 a studierien e straedoù Roazhon da skoazell o c’heneiled. An deiz war-lerc’h e harzas 95% eus studierien Brest gant o labour. Da heul manifestadegoù an 8 a viz Mae e stagas luskad studierien Breizh gant un hent all avat, ledanoc’h evit straedoù Pariz, pa oant dija skoaz-ouzh-skoaz gant sindikajoù ar vicherourien hag al labourerien-douar. An tu-kleiz pellañ avat ne oa ket kalz a roud dioutañ e Breizh war-bouez ar vaoisted e Roazhon hag ar bellgleizourien, frammet-mat e Naoned.
Harz-labour an holl
D’an 13 a viz Mae 1968 e voe embannet harz-labour an holl. Manifestadegoù istorel a voe e meur a gêr e Breizh : ouzhpenn 20 000 a dud e Naoned, 15 000 e Brest, 12 000 e Roazhon hag e Sant-Nazer, 10 000 en Oriant. An deiz war-lerc’h e tiskrogas ar vicherourien gant o labour, o chom war al lec’h hag o vac’hañ o fatroned pe o sternidi a-wechoù. E Sud-Aviation, e Bouguenais, e-tal kichen Naoned e krogas an traoù. Eno e voe dalc’het o rener gant ar vicherourien, war atizh an drotskourien hag an anarko-sindikalourien. Reiñ a reas an aloubadeg-se lañs da aloubadegoù an uzinioù hag ar burevioù e pep lec’h e Bro-Frañs ken brav ken e voe seizet ar vro. Adalek an 22 a viz Mae en em astennas an harz-labour e pep lec’h.
E miz Mae 1968 e oa an ijin o ren. E Sant-Brieg e oa deuet ar c’hoariva kozh, ac’hubet ha fichet e doenn gant ur banniel ruz, da vezañ un dael digor. Komiteoù an harz-labour a voe savet, e Naoned da skouer e lec’h ma voe staliet komite-kreiz an harz-labour en ti-kêr. Ur velestradurezh kleiz a voe aozet gantañ, da verañ gwerzh an tikiji esañs ha dasparzh ar boued d’ar familhoù, ken brav ken e voe graet « La Commune de Nantes » dioutañ. Ken dibar all e voe ar stourm er stal CSF e Brest, bet savet komisionoù micherourien enni, o plediñ gant an emvererezh, gant ar mod da rannañ ar galloud en embregerezh ha gant hec’h emrenerezh, distag diouzh mistri Pariz.
Hag ar beizanted da vont dezhi d’o zro. Savet e voe emgavioù ha dibunadegoù traktourien betek e kreiz-Breizh. E Penn-ar-Bed e tisklêrias Michel Hémery, penn an FDSEA, n’he doa ket ar bobl fiziañs er gouarnamant ken, ha Pierre Salaun, prezidant ar CDJA da zisklêriañ e oa « skoaz-ouzh-skoaz gant ar vicherourien ». D’ar 24 a viz Mae e oa kêrioù bihan kreiz-Breizh o virviñ ha dihunet e voe tud Merdrigneg ha Gwareg gant ar c’hloc’h-galv zoken. Stanket e voe Karaez gant 200 traktour e-keit ma oa 5 000 den o vanifestiñ e kêr. D’ar 25 a viz Mae e oa an harz-labour en e barr. E Brest e oa harzet al labour e 51 embregezh, hag aloubet 6 dioute. D’ar 27 a viz Mae, da deiz meeting bras Charléty, e oa bodet 15 000 a dud e Brest, 5 000 e Kemper hag etre 30 ha 40 000 e Naoned.
Kilstourm ar virourien
N’o doa ket an dud ankouaet an dienez a oa bet da vare ar brezel. Krog e oa lod da verniañ pourvezioù ha da dennañ o arc’hant er-Maez eus ar bankoù. D’an 30 a viz Mae avat e savas ar jeneral de Gaulle e vouezh da lakaat un termen d’ar c’hrogad. D’an 31 e voe degemeret dileuridi ar CELIB, René Pleven en o fenn, gant Georges Pompidou a asantas d’ar raktres modernaat a oa bet nac’het gant ar gouarnamant betek neuze. Arru e oa poent flourañ moue ar bobl, kement ha treiñ ar re glouarañ war an tu mat.
D’ar 1añ a viz Even e voe un tamm mat a Vretoned o vanifestiñ (20 000 a dud e Naoned ha 6 000 e Brest paneveken) da harpañ ar gouarnamant. Adalek an 31 viz Mae ez adstagas tamm-ha-tamm an dud gant o labour, en eil stal war-lerc’h eben. Le Joint français, e Sant-Brieg, ne adstagas ganti nemet d’an 19 a viz Even, a voe unan eus ar re ziwezhañ. Dilennadeg an deputeed d’an 23 ha d’an 30 a viz Even a voe diouti un eostad dibar evit an tu dehou pa ne dapas an tu kleiz kaout nemet un depute e Breizh, ar sokialour George Carpentier, e Sant-Nazer.
Evit klozañ ganti
Evit al lod brasañ - hag a-bell - eus ar Vretoned da votiñ evit an tu dehou e miz Even 1968 e chomas don roudoù darvoudoù miz Mae 1968 enne, abalamour d’ar c’henobererezhioù diwanet pe kadarnaet, dre an nevezintioù bet degaset en o buhezioù pemdeziek hag abalamour d’an hunvreoù bet maget neuze. O zeil a reas strolladoù an tu-kleiz pellañ (ar PSU hag UDB kement all) eus an darvoudoù-se, o tegemer stourmerien nevez ha mennet kerkent hag en hañv 1968. Kreñvaet e voe lusk ar stourmoù e Breizh gant emsavadeg miz Mae 1968, bet stummet en he ser ur rummad tud yaouank leun a spi ha prest da dalañ ouzh an enebiezh ; adkavet e voent skoaz-ouzh-skoaz gant ar vicherourien harzet o labour gante er Joint français e 1972 pe er stourm enep-nukleel e Plogoñv. En arvestoù hag er gouelioù skoazell ivez e tapas e lañs ur rummad kanerien vreizhat gwriziennet o awen er stourm a voe klevet c’hoazh hag adarre da goulz stourmoù ar bloavezhioù 1970. Ul lorc’h nevez eta an hini a ziwanas ivez er Vretoned e miz Mae 1968.
Bet troet diwar ar galleg gant : JD Robin