Son ar pilhaouer

Aozer : Yann-Bêr Kemener / Kerzu 2016

Savet zo bet meur a ganaouenn war an danvez-mañ e brezhoneg, yezh an darempredoù hag ar c'hoñvers e Breizh-Izel d'ar mare-se. Brudet-kaer e oa ar pilhaouaer war ar maezioù, ha pa lakae ar vugale da gaout un tamm aon hag ar gwazed, a laboure er parkeier, da vezañ gwarizius, pa oa ar pilhaouaer o varc'hata gant o gwreg.

Brudellat a rae ar paour-kaezh foeter-bro-mañ kelachoù a vil-vern pa oa o pilhaoua en e barzh, lec'h ma oa-eñ ar mestr bras war ar pilhoù. Marc'hadour-red ma oa, e veve a-gostiad kevredigezh hengounel Breizh ha ne zaremprede ket kalz an ilizoù, ar pezh ne blije ket tamm ebet d'ar veleien. Setu perak e oa bet skrivet ar ganaouenn vousfent-mañ war-dro 1860 gant ur person eus Lokeored. Lakaat a ra war chouk ar pilhaouer sioù fall ha n'int ket perzhioù ur gwir gristen, perzhioù ledet-mat e Breizh-Izel d'ar mare-se ne lavaran ket.

Ar skrid kentañ Marivonig zo an hini anavezetañ. An eil «Va zad...» zo interesus, peogwir ez eo bet skrivet diwar savboent ar wreg. Klask a ra an trede skrid, Me zo Laouig va ano, savet ha kempennet gant Kerlann evit ar skolioù (reizhet gant Ph. Lebesque), diskouez micher ar pilhaouaer en ur mod objektivel en ur zizarbenn an abegadennoù hag ar goapaerezh e rank gouzañv er gevredigezh.

Taolenniñ a ra ur ganaouenn-bobl bet dastumet gant Émile Souvestre en e levr Ar Vretoned ziwezhañ (eil levrenn p. 180 – 181) buhez ar pilhaouaer : «Mont a ra kuit, ar pilhaouaer, diskenn a ra eus ar menez, mont a ra da weled tud ar broioù. Kimiadiñ a ra eus e wreg hag e vugale ; ne welo ket anezho a-raok ur miz, ma vevo c'hoazh !...»

Tennet eus : https://archive.org/details/lesderniersbret01souvgoog

 

Marivonig zo dimezet
Gant ur flaerius pilhaouaer (2 w)
E Lokeored ez eo ganet
E koumanant Toull-al-Laer.

Foei, foei, foei, va zammig aotroù,
Gant e stoup hag e bilhoù. (2 w)

Drailh ‘ra un hanter bater,
Tana ‘ra e gorn-butun, (2 w)
Kemer a ra e grog-pouezer
Evit mont war hent Sizun…

P’en deus kavet kamaladed
E-barzh un davarn bennak (2 w)
Meur a vanne en deus evet
‘vit lakaat e gof distag...

Seul ma z aio d’ar pardonioù,
E vo atav mezv-dall, (2 w)
Darb’t oa dezañ koll e vragoù
E Lokeored an deiz all...

Pa zeuio karrig an Ankoù
D’ober e dro er vro-mañ, (2w)
Me yelo da lâred dezañ
Kas va filhaouaer gantañ...

Komzet ‘vo d’an aotroù person
Eus ar flaerius pilhaouaer, (2w)
‘vit ma gano al Libera
Hag ouzhpenn son al lonker !

Foei, foei, foei, va zammig aotroù,
Gant e stoup hag e bilhoù (2 w)

Maryvonne est mariée
Avec un puant chiffonnier (bis)
À Loqueffret il est né,
Dans la ferme de Trou-du-Voleur.

Foei, foei, foei, mon petit bonhomme,
Avec son étoupe et ses chiffons. (Bis)

Il mâchonne un demi-pater
Il allume sa pipe, (bis)
Il prend son peson
Pour aller sur la route de Sizun...

Lorsqu’il a trouvé des camarades
Dans quelque taverne, (bis)
Force verres il ingurgite
Pour se dilater la rate…

Chaque fois qu’il ira aux pardons
Il sera toujours ivre mort, (bis)
Il avait failli perdre son pantalon
L’autre jour à Loqueffret…

Quand viendra la charrette de l’Ankoù
Faire son tour dans ce pays, (bis)
J’irai lui dire
D’emmener mon chiffonnier avec lui…

On parlera à Monsieur le curé
Du puant chiffonnier, (bis)
Pour qu’il chante le Libera
En plus de la chanson de buveur !

Foei, foei, foei, mon petit bonhomme,
Avec son étoupe et ses chiffons. (Bis)

 

 

Va zad en deus va dimezet

Va zad en deus va dimezet
Gant ur flaerius pilhaouaer (2 w),
E Lokeored ez eo ganet
E komanant Toull-al-Laer.

Foei, foei, foei, va zammig aotroù,
Gant e stoup hag e bilhoù. (2 w)

Tri devezh goude va eured
En em gav foar Landerne (2 w)
Ha va lapous prim dihunet
A zav meaz eus e wele...

Pa oa an hanter-noz sonet
En iliz vras ar Fouilhe(z) (2 w)
Me oa intañvez glac’haret
Va unan barzh em gwele...

Drailh ‘ra un hanter bater,
Tana ‘ra e gorn-butun, (2 w)
Kemer a ra e grog-pouezer
Evit mont war hent Sizun...

Gantañ ‘n em gav kamaraded
En ur vont da bilhaoua (2 w)
E holl arc’hant en deus fo(u)etet
Ha tamm pilhoù n’en devoa...

Mont a ra d’ar vilin baper
Gant ur sac’hadig pilhoù (2 w)
Kalz buanoc’h eget ul laer
Rak preset eo an delloù...

Ha pa zistro d’ar gomanant
Raktal e sav un tamm kroz (2 w)
– E-pelec’h ema da arc’hant ?
Me gred ema en da gov...

Pa c’ha Iannig d’ar pardonioù,
Bepred e vez mezv-dall, (2 w)
Prest e oa da goll e vragoù
E Lokeored an deiz all...

Pa zeuio ar c’hiz er vro-mañ
Da derriñ an dimezioù (2 w)
Me a yelo en ur ganañ
Pell eus paotred ar pilhoù...

Pa zeuio karrig an Ankoù
D’ober un dro er vro-mañ, (2w)
Me yelo da lâred dezañ
Kas va filhaouaer gantañ...

Komzet ‘vo d’an Aotrou person
Deus ar flaerius pilhaouaer, (2w)
‘vit ma gano al Libera
Hag ouzhpenn al Lib-e-rer !

Foei, foei, foei, va zammig aotroù,
Gant e stoup hag e bilhoù (2 w)

Mon père m’a mariée À un puant chiffonnier (bis) À Loqueffret il est né, Dans la ferme de Trou-du-Voleur.

Foei, foei, foei, mon petit bonhomme,
Avec son étoupe et ses chiffons. (bis)

Trois jours après mon mariage
Arrive la foire de Landerneau (bis)
Et mon oiseau réveillé très tôt
Se lève de son lit…

Lorsqu’on avait déjà sonné minuit
À la grande église de La Feuillée (bis)
J’étais telle une veuve éplorée
Toute seule dans mon lit...

Il mâchonne un demi-pater
Il allume sa pipe, (bis)
Il prend son peson
Pour aller sur la route de Sizun...

Il rencontre des camarades
En allant chercher des chiffons (bis)
Il a dépensé tout son argent
Et il n’avait eu aucun chiffon…

Il va au moulin à papier
Avec un petit sac de chiffons (bis)
Beaucoup plus vite qu’un voleur
Car les impôts sont pressés...

Lorsqu’il revient à la ferme
Aussitôt ce sont des altercations (bis)
– Où est ton argent ?
Je crois qu’il est dans ton ventre…

Lorsque Yannig va aux pardons
Il est toujours ivre mort, (bis)
Il était prêt à perdre son pantalon
L’autre jour à Loqueffret…

Quand viendra dans ce pays l’habitude
De casser les mariages (bis)
J’irai tout en chantant
Loin des hommes des chiffons.

Quand viendra la charrette de l’Ankoù
Faire son tour dans ce pays, (bis)
J’irai lui dire
D’emmener mon chiffonnier avec lui…

On parlera à Monsieur le curé
Du puant chiffonnier, (bis)
Pour qu’il chante le Libera
En plus le Lib-e-rer [Lèche-son-c...] !

Foei, foei, foei, mon petit bonhomme,
Avec son étoupe et ses chiffons. (Bis)

 

 

Me zo Laouig va ano
Arrangement pour les écoles par Kerlann – Adaptation de Ph. Lebesque

Diskan
Bec’h, bec’h, bec’h, merc’hed d’ar pilhoù
Eskern, krec’hin a bep liou !

1 – Me zo Laouik va ano
‘Kreiz ar menez on ganet (2 w)
Tu bennak ‘kostez ar C’hozhkêr
E parrezig Lokeored.
Diskan

2 – Pilhaouer ez eo va micher
Ken abred ha gouloù-de(iz) (2 w)
Bemdez kerkent ha dihunet
Yao ! Er-maez eus va gwele.
Diskan

3 – C’hoazh ‘mañ kousket al labaskenn,
Tanañ ‘ran va c’horn-butun, (2 w)
Kregi a ran em c’hrog-pouezer
Evit mont war hent Sizun.
Diskan

4 – ‘Hed ar bloaz dindan an amzer
Me a vez o redek bro, (2 w)
Kalz a gav va micher dister,
Me avat her c’havan brao.
Diskan

5 – Tudoù sod a ra goab ouzin :
« Pilhaouerien a zo flao ! » (2 w)
Me ne ran ken nemet c’hoarzhin
Hag ec’h hopan, drant atao.
Diskan

6 – C’hoazh e klevan darn o lâret :
« K(u)it ‘ta buan gant da laou ! » (2 w)
Gant ar re-mañ n’on ket nec’het
Rak ouz... Laou ne reont ket gaou !
Diskan

7 – Kit atao ! Goapait seder !
N’oc’h ket fin tudigoù paour, (2 w)
Me ‘m eus du-mañ e Lokeored
Ur sac’hadig mat a aour !
Diskan

Refrain
Vite ! Allons ! Femmes, vos chiffons !
Os et peaux à pleins ballots !

1 – Je m’appelle Laouik
Au cœur de la montagne je suis né (bis)
Quelque part près du vieux village
Dans la petite commune de Loqueffret.
Refrain

2 – Je suis chiffonnier de profession
Dès que la lumière pointe (bis)
Chaque jour dès que je suis réveillé
Hop ! Je saute de mon lit.
Refrain

3 – La lambine étant encore endormie,
J’allume ma pipe, (bis)
Je saisis mon peson
Pour aller sur la route de Sizun.
Refrain

4 – Toute l’année sous n’importe quel temps,
Je cours la campagne, (bis)
Beaucoup trouvent mon métier insignifiant ;
Moi cependant, je le trouve beau.
Refrain

5 – Des gens idiots se moquent de moi :
« Les chiffonniers sont mollassons ! » (bis)
Moi, je ne fais que rire
Et je crie toujours jovial.
Refrain

6 – J’entends encore certains dire :
« Va-t’en rapidement avec tes poux ! » (bis)
Mais ils ne me gênent pas
Car à Laou… ils ne mentent pas !
Refrain

7 – Allez toujours ! Moquez-vous sereinement !
Vous n’êtes pas fines, pauvres petites gens, (bis)
Moi, j’ai chez moi à Loqueffret
Un bon sac plein d’or !
Refrain

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité