Yann-Bêr Kemener
Kelenner alamaneg ha brezhoneg eo Yann-Bêr Kemener. Ezel eo eus ar gevredigezh Ar Falz-Skol Vreizh abaoe 1977. Savet en deus kaieroù vakañsoù ha hentennoù deskiñ ha mont war-raok gant ar brezhoneg, Prim ha Dillo ha Pell ha Fonnus ; ha gantañ e vez aozet stajoù-hañv ar gevredigezh. Pemp levr bet skrivet gantañ diwar Vreizh zo bet embannet gant an embannadurioù Skol Vreizh, unan anezhe diwar ar bilhaouerien hag unan all war ar milinoù-paper. Savet en deus ivez meur a gontadenn divyezhek evit ar vugale, en dastumad Moutig. Prezidant kevredigezh saveteiñ glad Terrug eo hennezh abaoe 1997 hag embannet en deus ivez nav levrenn diwar istor ar gomun-se.