Stagidigezh Gourin hag ar Faoued ouzh Gwened, asantet fall e-pad pell

Aozer : Alain Pennec / Du 2016

En eskemm da deir farrez a vro Wened tost-tre eus Kemperle (Redene, An Arzhanaou ha Gwidel – met homañ, war atiz ar person hag an annezidi, a chomas en diwezh er Mor-Bihan), e tapas Gwened teir farrez eus Kerne hag o zrevioù da heul : Gourin, Langoned hag ar Faoued, ur barrez baour met kempouez dre ma oa brasoc’h eget ar re all. Daoust ma oa kempennoc’h an hent etre Ar Faoued ha Henbont, e oa stank al liammoù kenwerzhel, sevenadurel, yezhoniel ha denel gant Kemperle ha Kemper. Al liammoù a badas, merc’hed ar Faoued a zibabas gwiskañ koef Skaer (Giz Fouen) war-dro ar bloavezhioù 1900.

Goude ar bloavezh 1790 hag e-pad un hanter-kant vloaz bennak, e c’houlennas meur a wech departamant Penn-ar-Bed, distrig pe bastell gKemperle ha kêr ar Faoued bezañ e Penn-ar-Bed. Un dra vat e vije bet evit Kemperle ivez, rak ingal e veze tonket da goll ar renk a isprefeti. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1830 e oa aet ar c’hendivizoù war-raok da vat. Met ar Mor-Bihan ne gave ket bepred e gont gant kartenn 1790, ha war-bouez Lokunole a voe adstaget ouzh Kemperle e 1857, ne voe tamm kemm ebet. Tamm-ha-tamm e lakaas Gwened he beli war an dachenn gernevat-se. War-dro ar bloavezh 1900, e nac’has sevel ul linenn hent-houarn eeun, a oa goulennet gant ar Faoued ha Kemperle koulskoude. Hiziv an deiz e klasker tizhout ar memes pal gant an hent nevez etre Karaez ha Rosko. Un tamm rekour evit ar Faoued : lakaet eo bet war hent Livourien gKerne !

Délimitation entre les départements de Vannes et de Quimper en 1790

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Alain Pennec, « Stagidigezh Gourin hag ar Faoued ouzh Gwened, asantet fall e-pad pell », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/stagidigezh-gourin-hag-ar-faoued-ouzh-gwened-asantet-fall-e-pad-pell