Takenn wad gentañ an Dispac’h

Aozer : Gauthier Aubert / Du 2016
E-touez ar c’hantadoù a uhelidi a oa e Roazhon da vare Stadoù Breizh e penn-kentañ ar bloavezh 1789 e oa un den yaouank, e anv François-René de Chateaubriand (1768-1848). E dibenn e vuhez, p’en deus skrivet Mémoires d’outre-tombe, e teuas en-dro war an darvoudoù-se. Daoust da ziwirderioù anat er skrid, e ro memestra an tu da gompren ster resis ar pezh a c’hoarvezhas e Roazhon. C’hwec’h miz a-raok kemeridigezh ar Bastille e voe lazhet un den eus an noblañs e Roazhon, abalamour ma oa nobl. En tu-hont d’an darvoud kriz-se eo ur sistem mont en-dro a-bezh a zo aet d’an traoñ.

« Dalc’het e voe Stadoù Breizh e kouent ar Jakobined, war blasenn ar Palez. Mont a rejomp tre e sal an emvodoù en urzh emaomp o paouez gwelout. A-boan ma oamp staliet, e voemp aloubet gant tud ar bobl. Ar 25, 26, 27 hag an 28 a viz Genver 1789 a voe devezhioù trist. Nebeut a soudarded a oa gant kont Thiard ; ur rener diasur ha divarrek, a zifrete hep ober mann. Skol ar gwir, gant Moreau en he fenn, a lakaas Naonediz yaouank da zont. Pevar-c’hant anezho a erruas, hag ar c’homandant, daoust ma aspedas, ne c’hellas ket mirout outo d’aloubiñ kêr. Bodadoù tud, gant mennozhioù politikel disheñvel, en em ganne taer, war dachenn Montmorin hag en tavarnioù.

Aet faezh ma oamp da vezañ sparlet en hor sal, e kemerjomp an diviz da skarzhañ er-maez, hor c’hlezeoù en hon daouarn ; ur bravik a arvest e voe. War urzh hor prezidant e tennjomp hor c’hlezeier maez holl asambles, en ur huchal: Bevet Breizh ! hag evel ur gwarnizon dibourvez e tisailhjomp prim, da bladañ ar c’hronnerien. Degemeret e voemp gant youc’hadennoù ar bobl, taolioù mein, bleukadoù barrinier houarnet ha tennoù pistolennoù. Ober a rejomp ur voulc’henn e diabarzh an engroez-se hag aloubet e voemp. Meur a hini ac’hanomp a voe gloazet, stlejet, difreget, bloñset ha bronduet. Gant kalz a boan e oamp deuet a-benn d’en em dennañ ha pep hini a zistroas d’ar gêr.

Duvelloù a voe war-lerc’h, etre an dudjentil, studierien skol ar gwir Naoned hag o mignoned. Unan eus an duvelloù-se a c’hoarvezas war blasenn ar Roue a-wel d’an holl. An trec’h a yeas gant Keralieu-gozh, ofiser a vor anezhañ, a voe taget, hag en em gannas gant kement a galon hag a nerzh, ken na strake o daouarn e enebourien yaouank.

Un tolpad all a dud en em strollas. Gwelout a reas kont Montboucher ur studier anvet Ulliac en engroez, hag eñ ha lavarout dezhañ : “ Aotrou, an dra-mañ a sell ouzhomp. ” Ober a reer ur c’helc’h en-dro dezho ; Montboucher a lak kleze Ulliac da lammat diwar e zorn hag a rent anezhañ dezhañ : briatadeg ha pep hini a ya eus e du.

Da vihanañ, ne voe ket trec’het an noblañs breizhat hep enor. Nac’h a reas an noblañsoù kannadañ er stadoù meur, peogwir ne oant ket bet galvet hervez reolennoù diazez bonreizh ar proviñs ; mont a rejont niverus en armeoù ar briñsed, kalz anezho a voe lazhet en arme Condé, pe gant Charette e brezelioù Vande. Daoust ha cheñchet e vije bet muiañ niver ar vodadenn vroadel m’o dije kemeret perzh ? Ne vije ket moarvat ; ar c’hemmoù sokial, ar stourmoù hiniennel, daoust pegen enorus e vefent evit ar speredoù a zo diefed a-enep d’ar fedoù. Koulskoude ez eo diaes lavarout petra en dije gallet krouiñ un den ken ijinek ha Mirabeau, daoust d’e vennozhioù disheñvel, ma vije bet ezel eus an noblañs breizhat.

Boishue-yaouank ha Saint-Riveul, ma c’hamarad skolaj, a gollas o buhez a-raok an emgavioù en ur vont da gambr an noblañs. An hini kentañ a voe difennet, en aner, gant e dad, a erlec’hias anezhañ.

Chom a sav, lenner : sell ouzh an takennoù gwad o redek, ar re gentañ a zo bet skuilhet gant an Dispac’h. Dre berzh an Neñvoù ez int strinket eus gwazied ur c’hamalad bugaleaj. Lakaomp e vijen kouezhet e plas Saint-Riveul ; lavaret e vije bet ac’hanon, en ur cheñch an anv hepken, ar pezh a lavarer diwar-benn paourkaezh den marv kentañ al lidlazh meur : “ Un denjentil, Chateaubriand e anv, a voe lazhet en ur vont da sal ar Stadoù. ” Ar geriennoù-se o dije kemeret plas ma istor hir din-me. Daoust ha ma emzalc’h en defe bet Saint-Riveul er bed-mañ ? Daoust ha tonket e oa da sevel e vouezh, pe da chom sioul ?

Tremen bremañ, lenner ; treuz ar stêr leun a wad a zisparti da viken ar bed kozh a oa da hini diouzh antre ar bed nevez el lec’h ma varvi. »

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Takenn wad gentañ an Dispac’h », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/takenn-wad-gentan-an-dispach