Devezh ar brikolennoù

Aozer : Gauthier Aubert / Du 2016
E-kerzh goañvezh 1788-1789, e-pad ma oa Bro-C’hall o prientiñ ar stadoù meur da zont, e voe sachet evezh an dud gant Breizh, ha gant Roazhon dreist-holl, abalamour d’an emgannoù politikel taer a oa eno etre an noblañs hag an trede-stad. Bez e oa Breujoù ha Stadoù Breizh e-kreiz an tabutoù, a vo gwelet diwezhatoc’h evel penn kentañ an diaesterioù a oa da zont ; en em gannañ a raed er straedoù e miz Genver. Chateaubriand, test eus an darvoudoù-se a lavaro e voe an dud lazhet eno re gentañ an Dispac’h gall.

Deroù an Dispac’h

Gwelout a rae an dispac’herien kêr Roazhon evel “ Kavell ar frankiz ”. Un doare e oa da lavarout e oa kroget an Dispac’h e kember an Il hag ar Gwilen. Gwir eo avat, e oa kevezerezh etre Roazhon ha Grenoble evit kaout an titl enorus-mañ. E gwirionez, ma weler an Dispac’h evel an unaniezh tro-dro da vennozh ar vamm-vro, eo e Grenoble e krogas an Dispac’h. Met ma seller ouzh an Dispac’h evel “ deroù ar feulster hag an emgannoù er straed dre ziouer a emglev war-lerc’h tabutoù mennozhioù ha gerioù ” (Michel Denis), pa oa ar feulster un doare da enebiñ krenn ouzh an noblañs, e c’heller soñjal e krogas argerzh an Dispac’h e Roazhon. A-benn ar fin e verk darvoudoù Grenoble penn kentañ Dispac’h 1789-1790, pa verk re Roazhon hini 1793-1794.

Eus an tabutoù politikel…

Adalek nevezamzer ar bloavezh 1788 e savas Roazhon – evel Grenoble –, evit difenn he farlamant a oa lakaet en arvar gant ar roue, a felle dezhañ dinac’h galloud politikel al lezioù-barn dre ma wele anezho evel ur skoilh da adreizhañ an tailhoù. Ar boblañs a savas a-du gant an dud a lezenn ha war bouez nebeut e vefe bet ul lazhadeg gant an arme. Buan a-walc’h e kilas ar galloud, darvoudoù nevez a c’hoarvezas goude-se gant digoradur bodad Stadoù Breizh avat.

Bep daou vloaz e veze dalc’het ar Bodad e kouent ar Gordennerien, e-kichen palez Breujoù Roazhon. Eno e savas an hevelep enebiezh war an dachenn bolitikel evel e pep lec’h-all er Frañs. Divizet en doa Loeiz XVI gervel ar stadoù meur, ar pezh a oa ur c’heloù mat evit enebourien politkerezh ar gouarnamant. Met reuz a savas kenetrezo: lod a felle dezho mirout stumm hengounel ar stadoù meur, ha lod all brasaat galloud an trede-stad. Ar memes abadenn a voe e Roazhon, el lec’h ma c’houlenne groñs ar vourc’hizien kaout muioc’h a c’halloud ha digreskiñ levezon an noblañs e bodad ar proviñs.

… d’an emgannoù straed.

Tres kouent ar Gordennerien. E kouent ar Gordennerien (straed Victor Hugo bremañ) e veze dalc’het alies Stadoù Breizh en XVIIIvet kantved. Un arouez e oa al lec’h evit ar Breujoù peogwir eo beziet Bertrand d’Argentré, difennour bras frankizioù Breizh, eno er chapel. Emañ ar gouent a-dal d’ar parlamant, nepell ouzh ar prezidial, tost ivez da lojeiz ar c’homandant e-karg, da hini ar merour ha hini an eskob, e karter Roazhon el lec’h ma vez kemeret an divizoù pennañ.

Tenn e teuas an traoù da vezañ, abalamour da flemmskridoù zo evel re Volney dreist-holl, a oa ken taer ken ma c’hellent lakaat mennozhioù lod da c’hroñsaat. E penn kentañ miz Genver e klozas Loeiz XVI Stadoù Breizh gant ar spi e sioulafe ar speredoù. An noblañsoù breizhat, deuet niverus, a nac’has mont kuit hag a chomas er gouent. En ur glask diskoulmañ an traoù, o deus c’hoantaet, war a seblant, tennañ o mad eus kasoni don ar boblañs, tra ma oa krog ar bleud da vankout e kêr.

Setu penaos, d’ar 26 a viz Genver, e vanifestas portezerien a-bep seurt – a anavezed dre al lêrennoù a wiskent anvet “ brikolennoù ” – dirak ar Breujoù. Eno e voent degemeret gant izili al lez-varn a justis, mignoned a-gozh noblañs ar stadoù, a brometas dezho goulenn digant galloud kêr lakaat digreskiñ priz ar bara. Lavaret e voe dezho ivez e oa kiriek ar vourc’hizien eus stad an traoù. Pal an itrik-mañ a oa diskouez ne oa ket a-du an dud vunut gant ar vourc’hizien, na zifennent ket o interestoù, hag e oa disrann en trede-stad.

Alese e tagas tud ar brikolennoù an dud yaouank a oa en un davarn war blasenn ar Palez o sellout ouzh an tabut. Studierien skol-veur ar gwir e oant, a-du krenn gant an adreizhañ. Bec’h a voe, met ne badas ket pell. E-mesk ar studierien e oa Victor Moreau, a zeuio da vezañ jeneral an armeoù dispac’hel diwezhatoc’h, hag a seblant bezañ aozer ar rebarberezh a c’hoarvezas nebeut goude.

Reuzidi gentañ an Dispac’h

Gallet o dije an traoù chom a sav, met antronoz, d’ar 27 a viz Genver, en em vodas an dud yaouank bet gwallgaset an derc’hent dirak ar Breujoù evit sevel a-enep d’ar bazhadoù ha d’an noblañs a oa kiriek hervezo. Nepell alese, e kouent ar Gordennerien, e tivizas an dudjentil mont er maez d’en em gannañ, rak santout a raent e oa en afer-se tud o klask c’hwezhañ an tan. Feuls-kenañ e voe an emgann etre an dudjentil, o sabrinier er vann, a-enep d’ar vourc’hizien yaouank armet int ivez. E-touez ar stourmerien, diouzh tu an eil renk, e oa Chateaubriand, hag eñ yaouank. Kalz diwezhatoc’h e tanevellas an devezh-se en ur skrid brudet.

Garv eo an disoc’h. Daou zen da vihanañ a varvas ha meur a hini all a voe gloazet. Diouzh kostez ar “ vrogarourien ” e voe ken bras ar from ma teuas kantadoù a dud yaouank eus Breizh a-bezh da sikour o “ breudeur ”. E-pad ma kreske ar c’henskoazell, a vo en he barr ur bloaz hanter war-lerc’h da geñver Gouel Kevread Pariz, e tivizas an noblañsoù distreiñ war o douaroù. Nac’h a rejont kas kannaded peogwir e kave dezho ne oa ket bet bodet ar stadoù meur hervez ar reolennoù. Diouzh an tu all, avat, troet kaer ma oa ar speredoù gant ar politikerezh, e voe roet lañs da gannaded Vreizh dre vras ha dreist-holl da re Roazhon da vezañ e penn a-raok ar c’hendivizoù broadel. Diazezet o deus ar pezh a zeuio da vezañ klub ar Jakobined diwezhatoc’h.

 

Troet gant Kuzul ar brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Devezh ar brikolennoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/devezh-ar-brikolennou

Levrlennadur

  • Dupuy Roger, La Garde nationale et les débuts de la Révolution en Ille-et-Vilaine, Paris, Klincksieck, 1972.
  • Dupuy Roger, « Contre-Révolution et radicalisation : les conséquences de la journée des Bricoles à Rennes, 26 et 27 janvier 1789 », Annales de Bretagne, tome 79, n° 2, 1972, pp. 425-454.
  • Denis Michel, Rennes, berceau de la liberté, Rennes, Ouest France, 1989.
  • Aubert Gauthier, Croix Alain et Denis Michel, Histoire de Rennes, Rennes, Éditions Apogée, Presses Universitaires de Rennes, 2006.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù