Talvoudegezh ar C’hustum e Breizh en deizioù a-vremañ

Aozer : Thierry Hamon / Genver 2021

Miret zo bet un tamm plas bihan d’ar C’hustum gant an Dispac’h ha gant ar C’hod divil goude-se (1804). Menegoù zo er C’hod-se, koulz hag e Kod ar Maezioù, eus ar « c’hustumoù ispisial ».

« Boazamatoù kêr » gwechall e Roazhon ha Naoned hag « uzamantoù diwar ar maez » an toleadoù ma veze koumanantoù enne a c’heller lakaat da dalvezout en deizioù a-vremañ c’hoazh :

  • Evit a sell ouzh an anerioù en tier bet savet a-raok 1804, pe adsavet e-lec’h ma oa tier en o raok. Evel-se emañ kont gant aner an « dro-skeul » : droed en devez perc’henn un ti bet savet a-rez tachenn ur perc’henn all da dremen dre an dachenn-se da dresañ e di seul wech ma rank en ober. Droed en devez da staliañ skeulioù ha chafodoù warni ha pa ne vije menneg splann ebet eus kement-mañ e dielloù an notaer.
  • Evit ar reolennoù a denn d’ar c’houmanantoù, meneget e melladoù L 431-1 da L 431-23 (1991) Kod nevez ar Maezioù. Bezañ e oa eus ar c’houmanantoù ur mod derc’hel menaj ken kozh hag ar Grennamzer na gaved nemet e Breizh-Izel da zigentañ. Ar c’houmanantoù a veze daou berc’henn warne, rannet madoù an atant etreze : perc’henn e oa unan anezhe, an trevidig anezhañ, war gement tra bet savet pe gounezet gantañ (tier, skiberoù, trevadoù ha kement tra a sav uheloc’h evit al leur : kaeoù, gwez frouezh, puñsoù ha feunteunioù, gwaskelloù…) ; egile, an damanier anezhañ, a oa perc’henn war an douar (ar foñs) ha paeet e veze ur feurm bloaz dezhañ gant an trevidig da Ouel-Mikael.

Ur skouer eus talvoudegezh ar C’hustum en deizioù a-vremañ : ar c’houmanantoù.

Aotre : dastumad Thierry Hamon

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thierry Hamon, « Talvoudegezh ar C’hustum e Breizh en deizioù a-vremañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/talvoudegezh-ar-c-hustum-e-breizh-en-deiziou-a-vreman

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité